Dimeurzh
e oa bet douaret Jacques Chancel. D'an 23 a viz Kerzu e oa aet
hennezh d'an Anaon, d'an oad a 86 vloaz. Brudet–mat
e oa paotr e vlev gwenn abalamour d'an abadennoù bet kaset gantañ
er skingomz hag er skinwel, en o zouez le Grand Échiquier.
Peadra da lakaat ar gaoz war plas ar sevenadur en tele a–vremañ.
En deiz all e oa bet dispaket o soñj gant pevar c'hazetenner: sed
amañ–dindan o savboent.
• «Ar skinwel a–vremañ n'eo ket ar memes ha hini gwechall. Dishañval eo an traoù, met abadennoù a–feson zo c'hoazh. Eus ar c'hentañ eo al labour kaset da benn gant Arte, o tiskouez e c'haller bezañ interesus en ur ober anv eus sevenadur. Ul labour par da hini Chancel a vez graet ganti, a gav din, ha gant ar chadenn barlamantel ivez. Pezh a vank eo abadennoù digustum, dibar, o vodañ tud a bep seurt war o leurenn, met dreist–holl o tolpañ an holl sellerien a–dal o skramm. Pelec'h emañ an dalc'h en deiz a hiziv? Nebeud a abadennoù sevenadurel a vez produet gant TF1, ha diwezhat–mezh e vezont skingaset ganti. Re wir, n'eo ket kefridi ar chadenn; hogen asantet e oa bet ganti ober strivoù pa oa bet roet lañs dezhi gant Bouygues.»
• «Ur
vezh eo skingas an abadenn e–koun Jacques
Chancel e–kreiz an noz, ha neket diouzh an abardaez. Ne zlefe ket
ar servij publik en em lakaat dindan gwask, dindan beli an aodimat.
Abalamour da betra e klask–eñ desachañ kement a arvesterien hag
ar chadennoù prevez? N'eo ket sañset ober ar memes labour hag int
tamm ebet. Diskouez hentoù nevez a rank ar chadennoù publik, kavout
doareoù all da labourat war o micher. Me a soñj din ez eus re
anezho: gwelloc'h e vefe mirout nebeutoc'h a chadennoù, met gant
muioc'h a beadra, dezho da ginnig abadennoù dedennusoc'h.»
• «Penaos sevel abadennoù kulturel eus an dibab hag a blijo d'an holl? Diaesat kudenn da ziskoulmañ! Cheñchet eo an tele a–grenn, gant ar replay. Muioc'h–mui a chadennoù a vez. Ar c'heleier memes zo nebeud a dud o sellout outo. Forzh penaos, diaes eo keñveriañ ar mareoù an eil ouzh egile. Techet eo an dud da vagañ droug–hirnezh, ha bepred e vo tud o randoniñ: ''gwelloc'h–gozh 'oa gwelloc'h''. Kozh kaozioù, me 'lâr deoc'h: gwechall diouzh gwechall, hiziv diouzh hiziv!»
• «Kalz muioc'h a sotonioù a vez gwelet bremañ eget da vare Chancel, gwir–Bater eo kement. Met muioc'h a abadennoù mat–kenañ a vez ivez. Din e ra ar chadennoù foran abadennoù a–live gant o c'harg. Pezh a ra diouer ez eo un abadenn veur, e–giz re Pivot ha Bernard Rapp.»
————
GERIAOUEG
————
A–GRENN = PENN–DA–BENN
EUS
AN DIBAB (de
premier choix)
AN
DIOUER (le
manque)
AN
DROUG–HIRNEZH (la
nostalgie)
E–KOUN (à
la mémoire de)
KEFRIDI*,
AR GEFRIDI (la
tâche, la mission)
AR
PEADRA (les
moyens)
RANDONIÑ (radoter)
TOLPAÑ = BODAÑ
Aucun commentaire:
Publier un commentaire