21 mars 2016

Traoù nevez er gêr gozh.

Plijout a rafe da di–kêr Naoned adaozañ lec'hioù zo e kreizkêr. Kinnigoù kêraozañ zo bet dastumet gant an dilennidi en ursteuñv embannet nevez zo. Diwar an diell–se e vo boulc'het un enklask foran abenn nebeut.


1 • Ar blasenn PetiteHollande a vefe adaozet evel ul «leurgêr ardremez ec'hon», digor wardu ar stêr. Douaret e vefe ar parklec'h; dalc'het e vefe ar marc'had avat. E 2018 e vefe roet lañs d'ur genstrivadeg etrebroadel evit en ober, ha kae ar Foz war an dro.

2 • Nepell emañ ar skouar Daviais, e penn Enez Feydeau. Posupl e vefe sevel eno un ti kenwerzhel pe sevenadurel e implij, gant ma vo izel (10m uhelder d'ar muiañ).

3 • Adal ar blasenn PetiteHollande emañ ar vediaoueg Jacques Demy. En danvez steuñv kêraozañ eo skrivet e c'hallfe bezañ diazezet ur «savadur 16.500m²» en he lec'h.

4 • Adaozet e vefe plasenn ar C'henwerzh ivez, hag an takadoù endro dezhi. Dilec'hiet e vefe lochennoù ar vokedourien.

5 • Kempennet e vefe an arsavioùtreuzdougen e Kenwerzh. Bodet e vefe ar busoù er su hag er reter. Egizse e vefe dieubet tachennoù nevez evit an dud war droad. Kaeoù an arsavtram a vefe kempennet egiz re ar Boufae, evit ma vefe hañval o neuz ouzh ar blasenn. Er c'hreisteiz e vefe plantet «douvezioù glas».

6 • Tostiktost ouzh Kenwerzh emañ ar skouar Fleuriotdel'Angle, gant e feunteun digempenn. Eno e vefe moaien da sevel stalioù arnevez ha stank. Adreñv dezho e vefe miret ur blasenn «plus intime» (sic).

7 • War vali Olier Klison, ekreiz straed Kervegan hag Enez Feydeau, e vefe aotreet ur savadur 8.000m². Bez' e oa unan araok bombezadegoù 1943, hervez an tikêr.

8 • Adaozet e vefe plasenn an Dugez Anna egiz un hentbale. Emodse e vefe bravoc'h an takad etre bali SantPêr, ar c'hastell hag al Lec'h Unan. Ouzhpenn da se e vefe prederiet war dazont ar pont LU.

9 • En diell ez eus anv eus trowardroioù an tikêr, evit aesaat tremen ar gerzherien ha dedennañ kenwerzhourien. Adalek 2021 e vefe adaozet plasenn an tikêr. 80 lojeiz a c'hallfe bezañ savet, gant stalioù arez dezho. Dre ma'z aio ar Skol ArzoùKaer da Inizi Naoned e vefe kempennet an hini avremañ, evit degemer kenwerzhioù ha servijoù enni.

© BRENON Frederic, Nantes: ces changements spectaculaires qui attendent le centre-ville historique,
20Minutes.fr, d'ar 17 a viz Meurzh 2016.


GERIAOUEG
ADAOZAÑ (aménager)
ARDREMEZ (paysager)
ARNEVEZ = MODERN
BOULC'HAÑ = KREGIÑ
AN DANVEZ X (le pré-X, le projet de X)
EC'HON (vaste)
KENSTRIVADEG*, AR G— (le concours)
KÊRAOZAÑ, AR C'H— (l'urbanisme)
KERZHER, AR C'H— = AN DEN WAR DROAD
AN NEUZ* (l'apparence, l'aspect)
STANK (compact)
AR STEUÑV (le plan)
AN TAKAD (la zone)
WAR AN DRO (par la même occasion)

13 mars 2016

Geriaoueg ar rugby.


—— RUGBY XV : AR SKIPAILH ——
AN DREKERIEN
AN ARAOGERIEN




AN ARIDENNAD
AN 3de RENK
AN 2il RENK
AR RENK 1añ













11
ASKELLER KLEIZ
ailier gauche

6
FLAÑKER KLEIZ
3e ligne aile gauche

1
PILER KLEIZ
pilier gauche




4
2il RENK KLEIZ
2e ligne gauche


12
KREIZER KLEIZ
centre gauche
9
HANTEROUR DIABARZH
1/2 mêlée



15
DREKER
arrière


8
3de RENK KREIZ
3e ligne centre

2
SEULER
talonneur

13
KREIZER DEHOU
centre droit
10
HANTEROUR DIAVAEZ
1/2 d'ouverture







5
2il RENK DEHOU
2e ligne droit


14
ASKELLER DEHOU
ailier droit

7
FLAÑKER DEHOU
3e ligne aile droit

3
PILER DEHOU
pilier droit








Vocabulaire du rugby en breton. Geriaoueg ar rugby / ar rugbi e brezhoneg.


BOUNTAÑ
POUSSER
C'HOARI A BEP EIL
ALTERNER
DELC'HER / TALAÑ
RÉSISTER
DIFENN
DÉFENDRE
DOUARAÑ
PLAQUER
GOUZAÑV
SUBIR
KAS AR VELL
FAIRE UNE PASSE
BEZAN MESTR WAR
DOMINER
KILAÑ
RECULER
MIROUT
CONSERVER
MONT MELL OUZH DORN
PORTER
MONT WAR RAOK
PROGRESSER
PLANTAÑ / LAKAAT UN ESAE
MARQUER, APLATIR
SKRABAÑ
GRATTER
DISTANKAÑ
DÉBLAYER, LIBÉRER
STEKIÑ OUZH
PERCUTER
TAGAÑ
ATTAQUER
TAPOUT KROG ER VELL
RÉCUPÉRER LA BALLE
AN ESAE
L'ESSAI
AN TENNTREUZFURMAÑ
LA TRANSFORMATION
AN TENNKASTIZ
LE TIR DE PÉNALITÉ
AN DROP
LE DROP
AN ADKROG C'HOARI
LA TOUCHE
LE RENVOI, LA MISE EN JEU
AR VESKADEG*
LA MÊLÉE
AR MAOL, AR RUCK
LE MAUL
AR C'HONT
LE SCORE
AR STEUENNC'HOARI
LE LANCEMENT DE JEU, LA COMBINAISON
AR GASADENN*
LA PASSE
AR C'HOARI TROAD
LE JEU AU PIED
D'AN UHEL HA DINDAN
LA CHANDELLE
AL LEC'H STANKAÑ
LE POINT DE FIXATION
WAR AL LEUR
LE JEU AU SOL
AN TU SERR / DIGOR
LE CÔTÉ FERMÉ / OUVERT
AREZ / ERMAEZ
AU RAS / AU LARGE
CHEÑCH TU
LE RENVERSEMENT
AR PRANTAD C'HOARI
LA PHASE DE JEU
LINENN* AN 22 / ESAE
LA LIGNE DES 22 / D'ESSAI
AN TAKAD
L'ESPACE, LA ZONE
DINDAN WASK
SOUS PRESSION
AL LUSK
LE RYTHME, L'INTENSITÉ
AN HANTERENN*
LA MITEMPS
AN DOUGER
LE PORTEUR
AR SKOAZELLER
LE SOUTIEN
AR PLAKER
LE PLAQUEUR
AN DOUARET
LE PLAQUÉ
AN DISIPLIN*
LA DISCIPLINE
AR FAZI
LA FAUTE
AR C'HASTIZ
LA PÉNALITÉ
EMAEZ C'HOARI
HORSJEU
EN ARAOK
EN AVANT
AN TREDEOG
L'ARBITRE