Plijout a rafe da di–kêr Naoned adaozañ lec'hioù zo e kreiz–kêr. Kinnigoù kêraozañ zo bet dastumet gant an dilennidi en ursteuñv embannet nevez zo. Diwar an diell–se e vo boulc'het un enklask foran a–benn nebeut.
1 •
Ar blasenn Petite–Hollande
a vefe adaozet evel ul «leurgêr ardremez
ec'hon», digor
war–du ar stêr. Douaret e vefe ar
parklec'h; dalc'het e vefe ar marc'had avat. E 2018 e vefe roet lañs
d'ur genstrivadeg
etrebroadel evit en ober, ha kae ar Foz war
an dro.
2 •
Nepell emañ ar skouar Daviais, e penn Enez Feydeau. Posupl e
vefe sevel eno un ti kenwerzhel pe sevenadurel e implij, gant ma vo
izel (10m uhelder d'ar muiañ).
3 •
A–dal ar blasenn Petite–Hollande
emañ ar vediaoueg Jacques Demy. En danvez
steuñv kêraozañ eo skrivet
e c'hallfe bezañ diazezet ur «savadur 16.500m²»
en he lec'h.
4 •
Adaozet e vefe plasenn ar C'henwerzh ivez, hag an takadoù
en–dro dezhi. Dilec'hiet e vefe
lochennoù ar vokedourien.
5 •
Kempennet e vefe an arsavioù–treuzdougen
e Kenwerzh. Bodet e vefe ar busoù er su hag er reter.
E–giz–se
e vefe dieubet tachennoù nevez evit an dud war droad. Kaeoù an
arsav–tram a vefe kempennet e–giz
re ar Boufae, evit ma vefe hañval o neuz
ouzh ar blasenn. Er c'hreisteiz e vefe plantet
«douvezioù glas».
6 •
Tostik–tost ouzh Kenwerzh emañ ar
skouar Fleuriot–de–l'Angle,
gant e feunteun digempenn. Eno e vefe moaien da sevel stalioù
arnevez ha stank.
A–dreñv dezho e vefe miret ur
blasenn «plus intime» (sic).
7 •
War vali Olier Klison, e–kreiz
straed Kervegan hag Enez Feydeau, e vefe aotreet ur savadur 8.000m².
Bez' e oa unan a–raok bombezadegoù
1943, hervez an ti–kêr.
8 •
Adaozet e vefe plasenn an Dugez Anna e–giz
un hent–bale. E–mod–se
e vefe bravoc'h an takad etre
bali Sant–Pêr, ar c'hastell hag al
Lec'h Unan. Ouzhpenn da se e vefe prederiet war dazont ar pont LU.
9 •
En diell ez eus anv eus trowardroioù an ti–kêr,
evit aesaat tremen ar gerzherien
ha dedennañ kenwerzhourien. Adalek 2021 e vefe adaozet
plasenn an ti–kêr. 80 lojeiz a
c'hallfe bezañ savet, gant stalioù a–rez
dezho. Dre ma'z aio ar Skol Arzoù–Kaer
da Inizi Naoned e vefe kempennet an hini a–vremañ,
evit degemer kenwerzhioù ha servijoù enni.
©
BRENON Frederic, Nantes: ces changements spectaculaires qui
attendent le centre-ville historique,
20Minutes.fr,
d'ar 17 a viz Meurzh 2016.
GERIAOUEG
ADAOZAÑ (aménager)
ARDREMEZ (paysager)
ARNEVEZ = MODERN
BOULC'HAÑ = KREGIÑ
AN
DANVEZ X (le
pré-X, le projet de X)
EC'HON (vaste)
KENSTRIVADEG*,
AR G— (le
concours)
KÊRAOZAÑ,
AR C'H— (l'urbanisme)
KERZHER,
AR C'H— = AN
DEN WAR DROAD
AN
NEUZ* (l'apparence,
l'aspect)
STANK (compact)
AR
STEUÑV (le
plan)
AN
TAKAD (la
zone)
WAR
AN DRO (par
la même occasion)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire