27 janvier 2014

Hollande e Turkia.

Ur veaj daou devezh–pad e Turkia emañ François Hollande o vont d'ober. E–touez an temoù a vo anv anezho emañ an emezellañ ouzh Unaniezh Europa. Abaoe 1999 emañ Turkia war ar renk; hogen evit poent n'eus bet skoulmet emglev ebet – peurgetket abalamour da Giprenez. Gant padelezh ar c'hendivizoù ez eus deuet kerse en Durked, ur boblañs yaouank anezhi – 29 bloaz eo ar c'heitad oad eno.


En deiz a hiziv ne vefe nemet an hanter eus an Durked a–du evit emezellañ ouzh an UE. N'eus nemet 22% anezho o telc'her spi, o krediñ eo gallus ar mont e–barzh; bez' e oa 78% eus ar boblañs dek vloaz zo. «Ni a gav deomp omp gwelet evel tud a renk izel gant Europiz. Evel ma vijemp tud fall pe alouberien dre natur, abalamour deomp bevañ er–maez eus an harzoù» eme Vurat, ur mezeg yaouank eus Istanbul. «Da skouer, Europiz a gred start dezho emaomp o vont da zivroañ du–hont, ha pa ne fell ket deomp mont kuit ac'hann. Amañ eo gwelloc'h–gwell stad an armerzh abaoe dek vloaz.»
Eus tu Europa, kreñv eo an enebiezh e broioù zo evel Bro–Alamagn ha Bro–C'hall. Hervez ur sontadeg embannet gant an IFOP, 17% eus ar Frañsizien hepken a vefe a–du evit degemer Turkia en UE. E 2003 e oa 46% anezho. D'al liesañ e vez nac'het an emezellañ o tegas arguzennoù a bep seurt: an diforc'hioù sevenadurel koulz ha relijiel, an aon rak an enbroañ hag an diaesterioù ekonomikel.

Oc'h embann fraezh ha sklaer e oa a–enep mont tre Turkia en Europa en doa sachet Nicolas Sarkozy bec'h warnañ e Turkia: «din–me e tle Turkia hag Unaniezh Europa kaout darempredoù ar strishañ ar gwellañ, hep tizhout ar mont e–barzh. E gwirionez, ne vefe spletus na d'an eil na d'eben», a lavaras hennezh e 2011. E–pad e resped e voe yen–sklas an darempredoù etre an div vro. Abaoe m'emañ François Hollande e penn ar vro e esper an Durked e c'hallo an traoù gwellaat.
E–kerzh e veaj e vo ret da François Hollande reiñ lañs en–dro d'an darempredoù gant Bro–C'hall hag Europa. War a lavar hennezh e vo kendalc'het gant ar c'hevraouiñ met «ne zeuio ket Turkia e–barzh Unaniezh Europa e–kerzh ar pempbloaziad–mañ».
An armerzh a zo da vezañ lakaet war ar stern ivez: etre 2009 ha 2012, dindan beli Sarkozy eta, eo aet war vihanaat tamm an embregerezhioù gall e Turkia (eus 6% da 3%).

© Hollande en Turquie : le délicat dossier de l'adhésion à l'Union européenne,
le Parisien.fr, d'ar 26 a viz Genver 2014.


GERIAOUEG
AC'HANN (d'ici, depuis ici)
AN ALOUBER (l'envahisseur)
EMEZELLAÑ OUZH (adhérer à)
FRAEZH HA SKLAER (très clairement)
HA PA (même si)
AN HARZOÙ (les frontières)
KERSE (de la frustration)
KEVRAOUIÑ (négocier)
KIPRENEZ (Chypre)
PEURGETKET (notamment)
AR RESPED (le mandat)
SPLETUS ≈ FROUEZHUS