Ur
veaj daou devezh–pad e Turkia emañ
François Hollande o vont d'ober. E–touez
an temoù a vo anv anezho emañ an emezellañ
ouzh Unaniezh Europa. Abaoe 1999 emañ Turkia war ar renk; hogen evit poent n'eus bet skoulmet emglev ebet –
peurgetket abalamour da
Giprenez. Gant padelezh ar
c'hendivizoù ez eus deuet kerse
en Durked, ur boblañs yaouank anezhi –
29 bloaz eo ar c'heitad oad eno.
En deiz a hiziv ne vefe nemet an hanter eus an Durked a–du evit emezellañ ouzh an UE. N'eus nemet 22% anezho o telc'her spi, o krediñ eo gallus ar mont e–barzh; bez' e oa 78% eus ar boblañs dek vloaz zo. «Ni a gav deomp omp gwelet evel tud a renk izel gant Europiz. Evel ma vijemp tud fall pe alouberien dre natur, abalamour deomp bevañ er–maez eus an harzoù» eme Vurat, ur mezeg yaouank eus Istanbul. «Da skouer, Europiz a gred start dezho emaomp o vont da zivroañ du–hont, ha pa ne fell ket deomp mont kuit ac'hann. Amañ eo gwelloc'h–gwell stad an armerzh abaoe dek vloaz.»
Eus
tu Europa, kreñv eo an enebiezh e broioù zo evel Bro–Alamagn
ha Bro–C'hall. Hervez ur sontadeg
embannet gant an IFOP, 17% eus ar Frañsizien hepken a vefe a–du
evit degemer Turkia en UE. E 2003 e oa 46% anezho. D'al liesañ e vez
nac'het an emezellañ o tegas arguzennoù a bep seurt: an diforc'hioù sevenadurel koulz ha relijiel, an
aon rak an enbroañ hag an diaesterioù ekonomikel.
Oc'h
embann fraezh ha sklaer e oa
a–enep mont tre
Turkia en Europa en doa sachet Nicolas Sarkozy bec'h warnañ e
Turkia: «din–me e
tle Turkia hag Unaniezh Europa kaout darempredoù ar strishañ ar
gwellañ, hep tizhout ar mont e–barzh.
E gwirionez, ne vefe spletus
na d'an eil na d'eben», a lavaras hennezh e 2011. E–pad
e resped e voe yen–sklas
an darempredoù etre an div vro. Abaoe m'emañ François Hollande e
penn ar vro e esper an Durked e c'hallo an traoù gwellaat.
E–kerzh e veaj e vo ret da François Hollande reiñ lañs en–dro d'an darempredoù gant Bro–C'hall hag Europa. War a lavar hennezh e vo kendalc'het gant ar c'hevraouiñ met «ne zeuio ket Turkia e–barzh Unaniezh Europa e–kerzh ar pempbloaziad–mañ».
An
armerzh a zo da vezañ lakaet war ar stern ivez: etre 2009 ha 2012,
dindan beli Sarkozy eta, eo aet war vihanaat tamm an embregerezhioù
gall e Turkia (eus 6% da 3%).
© Hollande en Turquie : le délicat dossier de l'adhésion à l'Union européenne,
le Parisien.fr, d'ar 26 a viz Genver 2014.
GERIAOUEG
AC'HANN
(d'ici,
depuis ici)
AN
ALOUBER
(l'envahisseur)
EMEZELLAÑ
OUZH (adhérer
à)
FRAEZH
HA SKLAER
(très
clairement)
HA
PA
(même
si)
AN
HARZOÙ
(les
frontières)
KERSE
(de
la frustration)
KEVRAOUIÑ
(négocier)
KIPRENEZ
(Chypre)
PEURGETKET
(notamment)
AR RESPED (le mandat)
SPLETUS
≈
FROUEZHUS
Aucun commentaire:
Publier un commentaire