2 juin 2014

Un devezh hep butun gant sigaretennoù.

Disadorn e oa an devezh bedel hep butun. Anat eo n'emañ ket an holl a–du an eil gant egile pa vez anv eus sigaretennoù elektronek: diskoulm a–feson a–enep ar butun? benveg–trap o vagañ an dalc'h?
 

War gresk ez a an niver a dud o veuliñ perzhioù mat ar sigaretennoù elektronek, ar stiloioù tev analet drezo nikotin dre aezhennoù. Deuet int da vezañ ur gwir skoazell evit an neb e soñj da baouez gant ar butun pe da nebeutaat ar c'hementad bevezet gantañ.

Niverusoc'h–niverus eo ivez ar studiadennoù o tiskouez efedusted ar benveg e–skoaz an diskoulmoù all, evel ar patchoù. Nevez zo ez eus bet embannet unan gant ar gelaouenn saoz Addiction. Hervezi e vefe kalz aesoc'h da Yann vutuner paouez gant ar butun dre hantererezh ar sigaretennoù–E eget diwar e youl–dezhañ hepken: 60% muioc'h a chañs, eme an enklask.

Koulskoude, ne vir ket ar sigaretennoù–se ouzh an adiktadur: aze emañ an dalc'h evit Robert West, skiantour e University College Londrez. «War a hañval ne vefent ket ken dañjerus hag ar sigaretennoù klasel, met ne ouzer ket c'hoazh peger pistrius eo o implijout war hir dermen». Se zo kaoz eo «diguzuliet–groñs» ar sigaretennoù elektronek gant Aozadur Bedel ar Yec'hed (ABY), ha plijout a rafe dezhañ memes e vefe kresket an taosoù warno.

Nevez zo eo bet galvet an ABY da vroudañ anezho, neket da stourm outo, gant un hanter–kant bennak a vezeien. Dezho e vefe «ur fazi difenn ar bruderezh evit ar sigaretennoù–se: seurt benvegoù a c'hallo bezañ talvoudus–bras deomp evit rouesaat ar c'hleñvedoù skevent. E–touez neveziñ pouezusañ ar c'hantved a–fed yec'hed e vint, marteze». Hervez ar bagad medisined–se, an nikotin eo abeg an dalc'h; ar moged, avat, eo hini ar marv. Poent e vefe lakaat war wel ar butun n'eo ket butunet eta, evel ar sigaretennoù elektronek hag ar butun–chaok. Perak chom hep brudañ danvezioù, emezo, ha n'eus na koultron nag aezhennoù pistrius enno?

Etre daou e chom ar c'hevredigezhioù a–enep ar butun e Bro–C'hall. «Arabat mont re bell gant ar sigaretennoù elektronek», eme Youenn Bur, prezidant an Emglev a–enep ar butun. «Anat, n'int ket ken dañjerus hag ar re glasel, met emichañs ne vo ket lakaet ar yaouankizoù e dalc'h an nikotin ganto». Gwir eo e vez rebechet alies ouzh ar sigaretennoù–se bezañ ur benveg diouzh ar c'hiz atizet ar re yaouank gantañ da gregiñ gant ar butun.

© diwar La journée sans tabac sous le signe de la cigarette électronique, AFP, d'an 29/05/2014.

———— GERIAOUEG ————
ANAT (évident)
ATIZAÑ ≈ BROUDAÑ
AN DALC'H (la dépendance)
KEMENTAD, AR C'HEMENTAD (la quantité)
MEULIÑ (louer, célébrer)
PISTRIUS (toxique)
ROUESAAT (raréfier)
AN TAOS (la taxe)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire