7 octobre 2013

Talm-skol: "ar chaokerien n'emañ ket ar gwir ganto dre ret!''

Sindikadoù kelennerien, dilennidi an tu dehoù, maered a Vro–C'hall… Bemdez e vez jeu abalamour da adreizh an talm–skol, da lavarout eo daskoulzañ ar c'hentelioù war pevar devezh hanter gant obererezhioù nevez en–dro d'ar skol. Ar FCPE (Fédération des Conseils de Parents d'Élèves) he deus skoazellet an adreizh abaoe ar penn kentañ anezhañ. A–du emañ c'hoazh hag adarre, e anv hevoud ar vugale. Pennad–kaoz gant Paul Raoult, kadoriad ar FCPE.




• En distro–skol–mañ e vez klevet kalz tud oc'h ober bil: skuishaet e vefe ar vugale gant adreizh an talm–skol...
• Me a gred din e vez roet ar gaoz d'ar gwashañ chaokerien, evel boaz. Met ar re–se n'emañ ket ar gwir ganto dre ret! Abaoe un nebeud deizioù ez eus tud evit pellgomz deomp, laouen–bras gant an adreizh: «tremenet mat an traoù, laouen eo ma bugel». Abaoe 2008 e oa goulennet groñs ar c'hemm–se gant ar FCPE. Laouen omp ez eo bet graet. Evel–just ez eus kemmouigoù da zegas, evit ma c'hallfe an holl kavout o c'hont. Met ur mennozh mat an hini eo. N'eo ket stag nag ouzh an tu kleiz nag ouzh an tu dehoù. Sevel a ra a–du gant mad ar vugale, ur vad ha n'eus ket par dezhi. Skañvaet eo o devezhiadoù labour, a–bouez bras eo, arabat en disoñjal!

• Tud zo a lavar e vefe skuizh-marv o bugale: petra eo ho soñj–deoc'h?
• Marteze o deus ur spered gad? Bep bloaz e vez gwelet bugale skuizh–divi hag a vez diaes dezho padout betek Kala–Goañv. Goude ehanoù eizh sizhunvezh e vez diaes adkregiñ ganti: skuizhus–kenañ eo. Gouzout a reer ivez n'eo ket aes an diskar–amzer, emazasaat a rank ober ar c'hennevidoù.

• Bez' ez eus bugale a rank sevel d'ar Merc'her vintin memes tra. Skuishoc'h e vezont, keta?
• Studiadennoù zo bet kaset, gant bugale o labourat pevar devezh ha reoù o labourat pevar devezh hanter. Petra a lavaront? An eil re a vez aesoc'h dezho bezañ aketus o tont–tre er skolaj. N'eo ket diaes lakaat bugale da sevel d'ar memes eur bemdez – a–raok 2008 e veze graet e–giz–se. Un tamm reolenn a vuhez da gaout eo. Anat, mont d'ar skol d'ar Merc'her vintin adarre a c'houlenn azasadur digant ar vugale. Met spletus e vo dezho.

• Hag an obererezhioù troskolel nevez? Ne vezont–int ket skuizhus?
• Gwir eo, er c'hêrioù bras ez eus graet fazioù, a gav din. Klask a reer aozañ abadennoù, diskouezadegoù, dilec'hiadennoù... Er penn kentañ e oa bet goulennet e vefe an amzer en–dro d'ar skol ur prantad sioul anezhañ, evit dudiañ, evit cheñch soñjoù... Hag abalamour da betra n'hallfed ket enoeiñ? Yac'h eo kavout hir e amzer, komz gant mignoned ivez, hag huñvreal... Setu perak e savomp a–du gant ar fed e vefe graet obererezhioù aes da lakaat er pleustr ha marc'had–mat, da skouer al laz–kanañ, al lenn, ar c'hoarioù–stroll... Gwelloc'h eo eget ur barrad redek war–lerc'h obererezhioù sevenadurel. Troet e vez an tachadoù dilañset gant seurt abadennoù, ha gwell a se.

• Ne soñj ket deoc'h e vije bet gwelloc'h berraat an ehanoù?
• Mat eo deomp ez afe pelloc'h an adreizh o skañvaat an devezhiadoù–skol – pemp eur dre zeiz er skolioù kentañ, ha ne vefe ket pemp eurvezh hanter evel hiziv – hag o verraat an ehanoù. Diboell eo e pad an ehanoù–hañv eizh sizhunvezh. C'hwec'h sizhunvezh a vefe peadra a–walc'h.

© diwar Rythmes scolaires: ''les râleurs n'ont pas forcément raison!
gant GONZAGUE Arnaud, le Nouvel Observateur, d'ar 4 a viz Here 2013.

GERIAOUEG
AKETUS (attentif)
AN ADREIZH* (la réforme)
AN AZASADUR (l'adaptation)
AR BARRAD REDEK (la course frénétique)
AR CHAOKER (le grognon)
DAZSKOULZAÑ (étaler dans le temps)
DILAÑSET (défavorisé)
AN EHANOÙ = AR VAKAÑSOÙ
EMAZASAAT (s'adapter)
ENOEIÑ = KAVOUT HIR E AMZER
AN HEVOUD (le bien-être)
KEMM, AR C'HEMM = AR CHEÑCHAMANT
KENNEVID, AR C'HENNEVID (le métabolisme)
PAR DA (équivalent à)
AN TALM–SKOL (le rythme scolaire)