Sindikadoù
kelennerien, dilennidi an tu dehoù,
maered a Vro–C'hall…
Bemdez e vez jeu abalamour da adreizh
an talm–skol,
da lavarout eo daskoulzañ
ar c'hentelioù war pevar devezh hanter gant obererezhioù nevez
en–dro d'ar skol. Ar FCPE
(Fédération des Conseils de Parents d'Élèves)
he deus skoazellet an adreizh abaoe ar penn kentañ anezhañ. A–du
emañ c'hoazh hag adarre, e anv
hevoud
ar vugale. Pennad–kaoz gant Paul Raoult, kadoriad ar FCPE.
• En
distro–skol–mañ
e vez klevet kalz tud oc'h ober bil: skuishaet e vefe ar vugale gant
adreizh an talm–skol...
• Me
a gred din e vez roet ar gaoz d'ar gwashañ chaokerien,
evel boaz. Met ar re–se n'emañ ket
ar gwir ganto dre ret! Abaoe un nebeud deizioù ez eus tud evit
pellgomz deomp, laouen–bras gant an
adreizh: «tremenet mat an traoù, laouen eo ma bugel». Abaoe
2008 e oa goulennet groñs ar c'hemm–se
gant ar FCPE. Laouen omp ez eo bet
graet. Evel–just ez eus
kemmouigoù da zegas, evit ma c'hallfe an holl kavout o c'hont. Met
ur mennozh mat an hini eo. N'eo ket stag nag ouzh an tu kleiz nag
ouzh an tu dehoù. Sevel a ra a–du
gant mad ar vugale, ur vad ha n'eus ket par
dezhi. Skañvaet eo o devezhiadoù labour, a–bouez bras eo, arabat en disoñjal!
• Tud
zo a lavar e vefe skuizh-marv o bugale: petra eo ho soñj–deoc'h?
• Marteze
o deus ur spered gad? Bep bloaz e vez gwelet bugale skuizh–divi
hag a vez diaes dezho padout betek Kala–Goañv. Goude ehanoù eizh
sizhunvezh e vez diaes adkregiñ ganti: skuizhus–kenañ
eo. Gouzout a reer ivez n'eo ket aes an diskar–amzer,
emazasaat a rank ober ar
c'hennevidoù.
• Bez'
ez eus bugale a rank sevel d'ar Merc'her vintin memes tra. Skuishoc'h
e vezont, keta?
• Studiadennoù
zo bet kaset, gant bugale o labourat pevar devezh ha reoù o labourat
pevar devezh hanter. Petra a lavaront? An
eil re a vez aesoc'h dezho bezañ aketus
o tont–tre er skolaj. N'eo ket
diaes lakaat bugale da sevel d'ar memes eur bemdez – a–raok 2008 e veze graet e–giz–se.
Un tamm reolenn a vuhez da gaout eo. Anat, mont d'ar skol d'ar
Merc'her vintin adarre a c'houlenn azasadur
digant ar vugale. Met spletus e vo dezho.
• Hag an obererezhioù troskolel nevez? Ne vezont–int ket skuizhus?
• Gwir
eo, er c'hêrioù bras ez eus graet fazioù, a gav din. Klask a reer aozañ abadennoù,
diskouezadegoù, dilec'hiadennoù... Er penn kentañ e oa bet
goulennet e vefe an amzer en–dro d'ar skol ur prantad sioul anezhañ, evit dudiañ, evit cheñch soñjoù... Hag abalamour da betra n'hallfed ket enoeiñ? Yac'h eo kavout hir e amzer, komz gant mignoned ivez, hag huñvreal...
Setu perak e savomp a–du gant ar
fed e vefe graet obererezhioù aes da lakaat er pleustr ha
marc'had–mat, da skouer al
laz–kanañ, al lenn, ar
c'hoarioù–stroll... Gwelloc'h eo
eget ur barrad redek
war–lerc'h obererezhioù
sevenadurel. Troet e vez an tachadoù dilañset
gant seurt abadennoù, ha gwell a se.
• Ne
soñj ket deoc'h e vije bet gwelloc'h berraat an ehanoù?
• Mat
eo deomp ez afe pelloc'h an adreizh o skañvaat an devezhiadoù–skol
– pemp eur dre zeiz er skolioù kentañ, ha ne vefe ket pemp
eurvezh hanter evel hiziv – hag o verraat an ehanoù. Diboell eo e
pad an ehanoù–hañv eizh
sizhunvezh. C'hwec'h sizhunvezh a vefe peadra a–walc'h.
©
diwar Rythmes scolaires: ''les râleurs n'ont pas forcément
raison!
gant
GONZAGUE Arnaud, le Nouvel Observateur, d'ar 4 a viz Here 2013.
GERIAOUEG
AKETUS (attentif)
AN
ADREIZH* (la réforme)
AN
AZASADUR (l'adaptation)
AR
BARRAD REDEK (la course frénétique)
AR
CHAOKER (le grognon)
DAZSKOULZAÑ (étaler
dans le temps)
DILAÑSET (défavorisé)
AN
EHANOÙ = AR VAKAÑSOÙ
EMAZASAAT (s'adapter)
ENOEIÑ = KAVOUT
HIR E AMZER
AN
HEVOUD (le bien-être)
KEMM,
AR C'HEMM = AR CHEÑCHAMANT
KENNEVID,
AR C'HENNEVID (le métabolisme)
PAR
DA (équivalent à)
AN
TALM–SKOL (le rythme scolaire)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire