Frailhet e vefe kazi 80
sklisenn – ar
plakennoù-houarn o stagañ roudennoù
an hent-houarn an eil ouzh eben –
a-hed al linenn-houarn Naoned /
Saint-Gilles-Croix-de-Vie. Kaset ez
eus bet ul lizher da ministr an treuzdougen gant ar CFDT. Diskuliañ
a ra ar sindikad stad an tremen o lakaat en arvar an trenioù koulz hag ar
veajourien.
Nec'het
eo ar CFDT
Bemdez
e tremen ur pemzek tren bennak dre an hent-houarn-se,
un tennad tri-ugent kilometr
bennak anezhañ. Aliesoc'h-aliesañ e
c'hoarvez kudennoù danvezel
ganti; dre chañs n'eus bet gwallzarvoud ebet evit poent. Trawalc'h
eo memes tra evit ma huchfe ar sindikad. Hervez Christian Guilloteau,
eilsekretour CFDT paotred-an-tren, «galvet eo bet ar renerezh
ganeomp c'hoazh, evit teuler
sklêrijenn war an niverus a sklisennoù o terriñ bep
sizhun pe dost. Erlec'hiet
e vezont, met gant an alies ma c'hoarvez e kouezh bec'h
warnomp.». D'an 9 a viz Gwengolo en doa gallet ar sindikad en em
gavout gant renerezh danadeiladoù
SNCF, e Pariz. «Lavaret eo bet deomp e vefe krog ur
c'hevarouezerezh
evit lakaat war wel pelec'h ha penaos kas labourioù.»
Talfaset
al labour?
Koulskoude,
sklaer evel lagad an naer eo an diagnostik, ha ret-groñs
eo kemer diarbennoù fonnus:
«kozh-Noe eo al linenn, uzet betek an neudenn e-keñver an
tremen», eme Christian Guilloteau. Ha ma n'eo ket anavezet
gantañ c'hoazh an diarbennoù a vo kinniget, krediñ a ra dezhañ «e
vo izelaet an tizh, eus 90km/eur da 60km/eur war an tennad
Santez-Pezhenn / Sant-Jil. Ur bloaz zo e oa bet graet etre
Santez-Pezhenn ha Pornizh, evit ma vije gwarantet ar surentez.»
Forzh
penaos, «talfasadur
a vez graet, diwar skañv, ha n'eo ket trawalc'h, anat. Aze emañ an
dalc'h: un nebeud bloavezhioù zo ez eus bet dibabet gant ar SNCF lakaat
ar pouez war al linennoù TTB,
diwar goust al linennoù bihanoc'h.»
Ur
steuñv nevesadur e 2014
Diouzh
e du e tegas ar SNCF da soñj ez eus
bet kemmet 4500 treuzell abaoe
miz Genver 2013 ha adc'hraet eo bet an tennad etre Naoned ha
Santez-Pezhenn e 2009. Ha dreist-holl, «ur
gourc'hemenn groñs»
eo ar surentez. «Gwir
eo, Naoned
/ Sant-Jil zo ul linenn skuizh anezhi. Bep miz e kaser strolladoù
evit prizañ an tennadoù breskañ hag o c'hempenn a reer pa vez ret»
eme Zavier Rhoné, rener rannvroel RFF. «Gwelloc'h
e vefe deomp chom hep anavezout seurt
darvoudoù»,
a anzav-eñ. «Met
al labourioù berr-dermen a vez graet da c'hortoz ur bras a steuñv
nevesadur, Steuñv arc'hantaouiñ ha
nevesadur ar rouedad».
Hennezh a vo paeet gant ar rannvro, ar c'huzul-meur ha RFF. N'eo
ket klok ar yalc'had c'hoazh
(war-dro 109 milion a euroioù). Diouzh reizh e krogo al labourioù e
miz Gwengolo 2014.
Ar
surentez, ur redi
Hag
en arvar emeur e tegouezhfe ur gwallzarvoud houarn, evel hini
Bretigny, daou viz zo, pa oa aet seizh beajour da Anaon? Eno e oa
bet dastumet 40 direizhder
goude ar gwallzarvoud. «N'omp ket diemskiant tamm ebet. N'eo
lakaet ar surentez en arvar gwezh ebet» eme Zavier Rhoné. A-du
e sav Christian Guilloteau gantañ: «dishañval-krenn eo stad an
traoù diouzh hini Bretigny. Etre Naoned ha Sant-Jil emañ kalz
tostoc'h ar sklisennoù an eil ouzh eben. N'eo ket ur pezh afer ma
frailh unan anezho; hogen n'eo ket reizh
kennebeut.» Goulenn a ra ar sindikad e vefe fiziet muioc'h a
arc'hant ha kaset muioc'h a dud war an dachenn.
©
diwar Près de 80 anomalies sur les rails de la ligne
Nantes-Saint-Gilles,
LAURENT
Sybille, Metronews, d'an 11 a viz Gwengolo 2013.
GERIAOUEG
ARC'HANTAOUIÑ (investir)
AN
DANADEILAD (l'infrastructure)
DANVEZEL (matériel)
AN
DIARBENN (l'initiative)
DIEMSKIANT (inconscient)
AN
DIREIZHDER (l'anomalie)
DISKULIAÑ (dénoncer)
ERLEC'HIAÑ (remplacer)
FRAILHAÑ (fissurer)
KEAVAROUEZEREZH,
AR C'HEVAROUEZEREZH (l'expertise)
KEMMAÑ = CHEÑCH
KLOK (complet)
REIZH (normal)
AR
ROUDENN* (le rail)
AR
SKLISENN* (l'éclisse)
AR
STEUÑV (le
plan)
AN
TALFADASUR (le
rafistolage)
AN
TENNAD (le
tronçon)
TTB = TREN
TIZH BUAN (TGV)
TREUZELL*,
AN DREUZELL (la traverse)
AR
YALC'HAD (le financement)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire