18 décembre 2017

Bugale: da ziwall zo?

Petra zo skrivet en danvez lezenn?
An destenn zo berr anezhi. Adskrivet eo bet gant ur bodad, ha bremañ eo anvet «annez ar vugale ma vez disparti». Er mellad kentañ eo skrivet «emañ chomlec'h ar bugel e ti pep kar; divizet eo an doareoù stankter ha padelezh gant an dud ounan pe gant ar barner». «Ur mod dreistordinal» e teufe da vezañ an diwallerezh gant ur c'har hepken.
N'eus ket rediet doare ober ebet gant al lezenn: en em glevout a c'hall an dud ober (50/50, 70/30...). Gallout a rafe ur bugel chom daou vloavezh e ti e vamm, da skouer, ha tri bloavezh e ti e dad da c'houde.

Pet bugel a vefe tizhet?
380.000 a vugale a vefe gouzañvet ganto disparti o zud bep bloaz, hervez an INSEE. En o zouez emañ an dispartioù diouzh un eured pe ur pacs (170.000 a vugale) hag ar c'houbladoù frank o unaniezh. En em glevout a rafe 80% eus ar c'houbladoù kozhse diwarbenn diwallerezh o bugale.
E 2012, hervez ministrerezh ar justis, ne oa diwallet abepeil nemet 17% eus ar vugale. An darn vuiañ anezho a oa fiziet er mammoù (73%), dek gwech muioc'h evit en tadoù (7%).
Choazet ez eus diwall abepeil kentoc'h gant ar re torret o dimez ganto (30%). Ral eo d'ar c'houbladoù dizimez ober egizse (11%). Ar vugale etre 6 ha 10 vloaz eo ar re tizhet ar muiañ (21%), muioc'h eget ar grennarded (15% etre 15 ha 17 vloaz) hag ar grouadurien (5% dindan daou vloaz).

Peseurt efedoù war ar vugale?
Gant ar mod diwallse e chom kreñv al liammoù etre an tadoù hag ar mammoù. Hervez ur studi gant an INED ne vefe ket gwelet o zadoù ken gant 17,8% eus ar vugale goude un torrdimeziñ. Ma studier pizh ar studise eo brasmat an diforc'h etre ar vugale diwallet gant o mamm kerkent ha dispartiethi (21% dizarempred) hag ar re diwallet abepeil (1% hepken).
Da vredvezeien bugale zo o defe ar vugalese daou gar da ober diouto. Aesoc'h e vefe bezañ emren. Pouezus e vefe d'ar grennarded. «N'eus trubuilh dibar ebet d'ar vugalese, hervez al lennegezh skiantel etrebroadel» eme Serge Hefez er gazetenn Le Monde.
Gant al lec'hienn 20 Minutes, avat, ez eus bet dastumet testenioù bugale glemmus, abalamour dezho «oberdizober o malizennoù bep sizhun»: lod a gav dezho e vez start en em ober outi (deverioù skol, dudioù...) peogwir n'o deus chomlec'h stabil ebet.
Startoc'h e vefe d'ar vugale vihan o dez ezhomm un den hag ul lec'h bevañ stabil. Dre m'eo diaes dezho meizañ an amzer e c'hallfe an diwallerezh abepeil bezañ santet ganto evel un dilez. E 2014 e oa bet goulennet gant psikologourien bugale difenn an diwallerezh abepeil a–raok 6 vloaz, pa ne vije ket adu ar gerent.

Peseurt efedoù war an dud?
Goulenn a ra ar c'hevredigezhioù tadoù, evel SOSPapa, ma vo dalc'het ul liamm padus a garantez ouzh o bugale. Gant al lezenn nevez e vefe perzh an daou gar e deskadurezh o bugel, ha ne vefe ket lezet unan agostez. Ingaloc'h an traoù etre ar baotred hag ar merc'hed, eme an tadoù, rak int a gav dezho e vezont droukziforc'het gant an divizoù justis.
A–du gant ar diwallerezh e vefe 58% eus an tadoù ha 39% eus ar mammoù, emesk ar re dispartiet, hervez ur studi gant ministrerezh ar justis. Koulskoude n'eus nemet ur palevarzh anezho en doa goulennet en ober gant o vugel.
Gant an diwallerezh abepeil o defe an daou gar, unan digenvez dreistholl, muioc'h a amzer da sevel un ti nevez. Aesoc'h e vefe bleuniañ gant o buhez personnel ha micherel.
Eus un tu all, avat, e tle an tad hag ar vamm bezañ o chom tost awalc'h an eil ouzh egile. N'eo ket dister, peogwir e c'hall mirout ouzh an eil pe egile da zilojañ, rak ul labour pe un amourouz nevez.
Ouzhpenn se e tle al lojeiz bezañ bras awalc'h evit degemer bugale. Moarvat eo kaoz e vefe diwallet abepeil aliesoc'h gant familhoù pinvidik evit gant re baour (peder gwech muioc'h hervez sifroù an INSEE).

Peseurt efedoù war an arc'hant?
Warlerc'h un disparti ez afe war vrasaat an dizingalded diwar ar reizh: gant ar maouezed e vefe kollet 19% eus o gounid (muioc'h c'hoazh ma ne labourent ket kentoc'h); gant ar baotred e vefe 2,5% hepken. Rak se o deus embannet kevredigezhioù gwregelour e Le Monde e vefe krisoc'h efedoù an disparti gant an diwallerezh abepeil, ha «paouraet» e vefe ar merc'hed en ounan.
Peurliesañ n'eus ''levearvugale'' ebet pa vezont diwallet abepeil. Rannet eo etre daou ar gounidoù telloù stag ouzh ar vugale, ha pa dremenont muioc'h a amzer e ti an eil. Ar goproù tiegezh a c'hall bezañ rannet etre daou ivez, met ar c'houbladoù bet a c'hall goulenn e vefent roet d'ur c'har hepken.

Penaos plediñ gant an disparti pa vez reuz?
Da eizh kar diwar zek e oa anat dibab annez ar vugale warlerc'h o disparti. Met pa vez reuz etre an tad hag ar vamm ne oa nemet 44% anezho a gave e oa ar gwir gant ar barner. Diwar se e c'hall trenkañ ar soubenn.
Pa vez sach blev etrezo e vez start lakaat an diwallerezh abepeil war sav: dav d'an tad ha d'ar vamm bezañ ingal e darempred an eil gant egile. Ar c'hevredigezhioù gwregelour a lavar e vefe start d'ar maouezed gwallgaset ''dizonañ'' diouzh levezon o gwazed kozh. D'an alvokadez Isabell Steyer e vo diaes d'ar varnerien gouzout araok aotren an diwallerezh abepeil gouzout ha kollet eo an den gant ar feulster pe ar boeson.


—— GERIAOUEG ——
BLEUNIAÑ (épanouir; s'épanouir)
AR BODAD (la commission)
AR BREDVEZEG = AR PSIKOLOGOUR
AN DANVEZ X (le projet de X, le futur X)
DIGENVEZ (isolé)
AN DIWALLEREZH* (la garde)
DIZONAÑ (sevrer, priver)
DROUKZIFORC'HIÑ (discriminer)
FIZIOUT E (confier à)
FRANK (libre)
AR GOPR TIEGEZH (l'allocation familiale)
GWREGELOUR (féministe)
KAR / KERENT (parent/s)
KLEMMUS (plaintif)
KRENNARD, AR C'H (l'adolescent)
KROUADUR, AR C'H (la progéniture; le jeune enfant)
MEIZAÑ (percevoir, comprendre)
AR MELLAD (l'article de loi)
OBER DIOUZH (se référer à)
AR PALEVARZH (le quart)
PIZH (précis)
RAL (rare)
AR REIZH (le genre, le sexe)
AR STANKTER (la fréquence)
TELL*, AN DELL (l'impôt, la taxe)

4 décembre 2017

Arc'hant Airbnb zo berr o lost.

Muioc'hmui a dud, ostiz pe feurmer e vefent, a ra gant Airbnb evit feurmiñ ul lojeiz epad berr amzer. E kêrioù touristel he deus al lec'hienn galiforniat efedoù war marc'had al lojañ. Ti–kêr Paris a garfe talañ outo, ha kaout e lod eus ar banvez war un dro; hogen bec'h en deus abalamour da mont endro luziet ar "ramz" niverel.

«Ni 'garfe e vefe sklaer evel lagad an naer ar feurmiñ ranndiberrbad. Hiziv eo amsklaer an traoù» eme Ian Brossat, dilennad e–karg eus al lojeiz e ti–kêr Paris. «Al liesperc'henned a zo pennabeg hor goulenn: abalamour dezho ez eus lojeiz arrebeuri enno a vez feurmet ahed ar bloaz» d'an douristed hepken. Gant diorren lec'hiennoù evel Airbnb pe Abritel eo diaesoc'h c'hoazh politikerezh al lojañ er c'hêrioù bras. Muioc'h–mui a ranndioù zo miret evit an douristed, pa garfe an tiez–kêr degemer annezidi wirion enno a–hed ar bloaz.
Emañ ti–kêr Paris o klask penn d'an neudenn. Frouezhus–bras eo marc'had ar bod en ur gêr ken touristel ha hi: penaos stourm ouzh al lezenn anezhañ? Ur rann eus an ti–kêr, 30 den enni, a glask diskoachañ al lojeiz e–maez lezenn. E–tro 20.000 a vefe feurmet ganto kambroù ha ranndioù ar seurt e Paris, hervez Ian Brossat, da lavarout eo un drederenn eus ar re kinniget enlinenn. Abaoe miz Here ez eus goulennet digant an ostizien enrollañ, ha kaout un niverenn digant an ti–kêr, evit gallout embann enlinenn ur c'hinnig. Bremañ e karfe an ti–kêr mont pelloc'h ganti, gant sikour ar Stad, ha kastizañ ar floderien – dreist–holl ar re feurmet meur a gambr ganto.

Siwazh dezhañ! Evit poent e ra ar Stad skouarn vouzar, ha n'eo ket bet embannet c'hoazh an dekred gortozet gant pennoù kêr Baris. «Gorrek ez a ar Stad en–dro, ur mekanik bras mod–kozh an hini eo» eme Vernard Lamon, alvokad arbennik war teknologiezhioù ar c'hehentiñ. «E–keit–se en deus graet Airbnb godell. Met n'eus skoilhebet a virfe ouzh an embregerezhioùse da dreuzkas an titouroù – chomlec'hioù, anvioù, gounidoù – diwar–benn o ostizien. Emañ ar galloud gant ar Stad c'hall».
N'emañ ket al lec'hiennoù giz Airbnb a–du gant paotr e sae zu, o lavarout emañ ar gwir europat ganto. Hervez prezidant Abritel e vefe «nec'het ar berc'henned rak ar reolennoù bet stankoc'h–stankañ abaoe tri bloaz. Mat e vefe d'ar galloudoù pubik kompren ez omp un dro, ha neket ur gourdrouz da vezañ lezennet, peogwir eo pouezus hol lec'hiennoù d'an touristelezh ha d'an armerzh».
 
Evit ar mare eo tamallet d'ar gouarnamantoù chom hep talañ ouzh an embregerezh amerikan. E miz Kerzu 2016 e oa bet votet un enkemmad, kinniget gant ar c'hannad PS Pascal Cherki, evit ma vije ret d'al lec'hiennoù evel Airbnb treuzkas gounidoù ar feurmerien d'ar fisc. Ur wech en em gavet er Gambr e reas kazeg. A–enep e savas ar gouarnamant: hervez Christian Eckert, sekretour stad e–karg eus ar budjed neuze, e oa gwelloc'h chom hep «stardañ diorren un dachenn ekonomikel hag a glemm dija rak al lezennoù a zo krog da sterniañ mat anezhi». Daleet an diarbenn: n'hallfe ket bezañ lakaet war–sav a–raok 2020. Pascal Cherki zo droug ennañ: «n'eo ket ken diaes se koulskoude! Ul labour niverel an hini eo, emañ an holl daveennoù ganto. Urmeziant a vefe a–walc'h evit treuzkas pep tra da Vercy, evel ma ra an implijerien diwarbenn o gopridi». E miz Mae e oa bet cheñchet ar gouarnamant, neket penn d'ar vazh. Daou intrudu zo bet lakaet a–gostez dija: unan evit mirout ouzh ul lojeiz da vezañ feurmet muioc'h eget 120 devezh ar bloaz, egile evit ma vefe paeet tailhoù gant ar re o c'hounit muioc'h eget 3000€ dre ar feurmiñ enlinenn.

N'eo ket an dra nemetañ a zo rebechet ouzh Airbnb. Digwener e oa bet embannet gant Franceinfo ur pennad–skrid diwar–benn doareoù tort Airbnb. E–lec'h resev treuzvankadennoù e c'hall ar re o feurmiñ ul lojeiz enni goulenn bezañ paeet dre gartennoù–bank. N'eo ket stag ar c'hartennoù–se ouzh kont ar feurmerien: ''treuzwelus'' eo an treuzvankadennoù, rak eus Gibraltar eo kredekaet war–eeun ar c'hartennoù–bank Airbnb. N'hall ket ar Stad c'hall gouzout tra eus ar sammadoù resevet gant an ostizien, abalamour da C'hibraltar da vezañ e–maez lezennoù bankel Unaniezh Europa. E–mod–se e sko ar Stad e–biou: n'eus dastumet tailh ebet ganti diwar ar pezh gounezet e BroC'hall gant lod implijerien Airbnb.

E kêrioù zo o dez an dud droug ouzh Airbnb. Ur mor a dud a vefe degaset gant al lec'hienn amerikan, o ferzhioù fall ganto. Emodse emañ e Nissa, da skouer. An eil lec'h ma kaver ar muiañ a lojeiz da feurmiñ e BroC'hall eo ar Riviera. Er bloaz tremenet e oa deuet 196.000 a veajourien da Nissa ha 85.000 da Cannes goude bezañ miret o chomadenn e Airbnb. Evel–just eo e–pad an hañv eo e oant an niverusañ. «Spontus 'oa, gant monedoneoù dibaouez» eme Alice. «Peogwir o deus paeet n'o deus ket doujañs: trouz 'vez kaset ganto, o vont hag o tont». Sylvie zo gwelloc'h ganti feurmiñ he ranndi war hir dermen bremañ: «dispennet 'veze ar gwele, ar rideozioù... Ouzhpenn se n'halle ket ar vugale kousket: dont 'ra an hañvourien da c'hoari las. E karterioù zo e vez hegaset an annezidi gant an touristelezh nevez–se. Trouzus e vefe an amezeien verrbad–se, o vont hag o tont, ganto malizennoù war–ruilh. E Barcelona, e Venezia hag e Donostia e oa bet manifestadegoù zoken, gant tud eus ar vro aet skuizh gant beajourien Airbnb. Anat deoc'h, nebeud a genwerzhourien en o zouez: 560 milion a euroioù a vefe dispignet en Alpoù–Mor, da skouer, gant implijerien al lec'hienn amerikan.

Evit poent n'eus ket bet reuz en Naoned. 2.200 lojeiz da feurmiñ a gaver e kêr duged Breizh, ar braz anezho e kreiz–kêr. Abaoe bloaz eo brasaet a–vras ar marc'had: +53%, an eil kresk brasañ e Bro–C'hall goude Bourdel. Met «dister» eo c'hoazh, hervez Fabrice Roussel, bezprezidant ar veurgêr: «n'eo nemet 3% eus ar pezh feurmet, n'haller ket lârout e pouez Airbnb war ar marc'had». E 2018 e vo komzet eus seurt lec'hiennoù memes tra, e–kerzh un emvod, gant an dilennidi. «Dav eo gwareziñ an ostalerioù, ha mirout ouzh ar feurmoù da vont buan war–gresk». Penaos ober? Aze emañ an dalc'h: ne oar ket paotr ar Chapel petra respont. Da gazetennerien Ouest–France ne lavar nemet un dra: mat e vefe diforc'hiñ ar re o feurmiñ o lojeiz ur wech an amzer diouzh ar re o c'hounit o zamm kreun da vat diwar al lec'hienn.



—— GERIAOUEG ——
AMSKLAER (obscur)
AR BANVEZ (le banquet)
BERRBAD (éphémère) → PAD
C'HOARI LAS = RIBOULAT
AN DAVEENN* (la donnée)
AN DIARBENN (la mesure)
DIFORC'HIÑ (différencier)
DISPENNAÑ (défaire; démanteler)
AN ENKEMMAD (l'amendement)
AR FLODER (le fraudeur)
AR GOURDROUZ (la menace)
AN INTRUDU (l'initiative)
KREDEKAAT (créditer)
AL LIESPERC'HENN (le multi-propriétaire)
LUZIET (embrouillé; compliqué)
AR MEZIANT (le logiciel)
OBER GODELL (faire fortune)
OBER KAZEG = OBER TRO WENN
AR PENNABEG (le motif principal)
AR SKOILH (l'obstacle)
STARDAÑ (freiner)
TALAÑ OUZH (affronter, s'opposer à)
TAMALL DA (reprocher à)
TREUZVANKADENN*, AN D (le virement)
TRO*, AN DRO (l'opportunité)