18 décembre 2017

Bugale: da ziwall zo?

• Petra zo skrivet en danvez lezenn?
An destenn zo berr anezhi. Adskrivet eo bet gant ur bodad, ha bremañ eo anvet «annez ar vugale ma vez disparti». Er mellad kentañ eo skrivet «emañ chomlec'h ar bugel e ti pep kar; divizet eo an doareoù stankter ha padelezh gant an dud o–unan pe gant ar barner». «Ur mod dreistordinal» e teufe da vezañ an diwallerezh gant ur c'har hepken.
N'eus ket rediet doare ober ebet gant al lezenn: en em glevout a c'hall an dud ober (50/50, 70/30...). Gallout a rafe ur bugel chom daou vloavezh e ti e vamm, da skouer, ha tri bloavezh e ti e dad da c'houde.

• Pet bugel a vefe tizhet?
380.000 a vugale a vefe gouzañvet ganto disparti o zud bep bloaz, hervez an INSEE. En o zouez emañ an dispartioù diouzh un eured pe ur pacs (170.000 a vugale) hag ar c'houbladoù frank o unaniezh. En em glevout a rafe 80% eus ar c'houbladoù kozh–se diwar–benn diwallerezh o bugale.
E 2012, hervez ministrerezh ar justis, ne oa diwallet a–bep–eil nemet 17% eus ar vugale. An darn vuiañ anezho a oa fiziet er mammoù (73%), dek gwech muioc'h evit en tadoù (7%).
Choazet ez eus diwall a–bep–eil kentoc'h gant ar re torret o dimez ganto (30%). Ral eo d'ar c'houbladoù dizimez ober e–giz–se (11%). Ar vugale etre 6 ha 10 vloaz eo ar re tizhet ar muiañ (21%), muioc'h eget ar grennarded (15% etre 15 ha 17 vloaz) hag ar grouadurien (5% dindan daou vloaz).

• Peseurt efedoù war ar vugale?
Gant ar mod diwall–se e chom kreñv al liammoù etre an tadoù hag ar mammoù. Hervez ur studi gant an INED ne vefe ket gwelet o zadoù ken gant 17,8% eus ar vugale goude un torr–dimeziñ. Ma studier pizh ar studi–se eo bras–mat an diforc'h etre ar vugale diwallet gant o mamm kerkent ha dispartiet–hi (21% dizarempred) hag ar re diwallet a–bep–eil (1% hepken).
Da vredvezeien bugale zo o defe ar vugale–se daou gar da ober diouto. Aesoc'h e vefe bezañ emren. Pouezus e vefe d'ar grennarded. «N'eus trubuilh dibar ebet d'ar vugale–se, hervez al lennegezh skiantel etrebroadel» eme Serge Hefez er gazetenn Le Monde.
Gant al lec'hienn 20 Minutes, avat, ez eus bet dastumet testenioù bugale glemmus, abalamour dezho «ober–dizober o malizennoù bep sizhun»: lod a gav dezho e vez start en em ober outi (deverioù skol, dudioù...) peogwir n'o deus chomlec'h stabil ebet.
Startoc'h e vefe d'ar vugale vihan o dez ezhomm un den hag ul lec'h bevañ stabil. Dre m'eo diaes dezho meizañ an amzer e c'hallfe an diwallerezh a–bep–eil bezañ santet ganto evel un dilez. E 2014 e oa bet goulennet gant psikologourien bugale difenn an diwallerezh a–bep–eil a–raok 6 vloaz, pa ne vije ket a–du ar gerent.

• Peseurt efedoù war an dud?
Goulenn a ra ar c'hevredigezhioù tadoù, evel SOS–Papa, ma vo dalc'het ul liamm padus a garantez ouzh o bugale. Gant al lezenn nevez e vefe perzh an daou gar e deskadurezh o bugel, ha ne vefe ket lezet unan a–gostez. Ingaloc'h an traoù etre ar baotred hag ar merc'hed, eme an tadoù, rak int a gav dezho e vezont droukziforc'het gant an divizoù justis.
A–du gant ar diwallerezh e vefe 58% eus an tadoù ha 39% eus ar mammoù, e–mesk ar re dispartiet, hervez ur studi gant ministrerezh ar justis. Koulskoude n'eus nemet ur palevarzh anezho en doa goulennet en ober gant o vugel.
Gant an diwallerezh a–bep–eil o defe an daou gar, unan digenvez dreist–holl, muioc'h a amzer da sevel un ti nevez. Aesoc'h e vefe bleuniañ gant o buhez personnel ha micherel.
Eus un tu all, avat, e tle an tad hag ar vamm bezañ o chom tost a–walc'h an eil ouzh egile. N'eo ket dister, peogwir e c'hall mirout ouzh an eil pe egile da zilojañ, rak ul labour pe un amourouz nevez.
Ouzhpenn se e tle al lojeiz bezañ bras a–walc'h evit degemer bugale. Moarvat eo kaoz e vefe diwallet a–bep–eil aliesoc'h gant familhoù pinvidik evit gant re baour (peder gwech muioc'h hervez sifroù an INSEE).

• Peseurt efedoù war an arc'hant?
War–lerc'h un disparti ez afe war vrasaat an dizingalded diwar ar reizh: gant ar maouezed e vefe kollet 19% eus o gounid (muioc'h c'hoazh ma ne labourent ket kentoc'h); gant ar baotred e vefe 2,5% hepken. Rak se o deus embannet kevredigezhioù gwregelour e Le Monde e vefe krisoc'h efedoù an disparti gant an diwallerezh a–bep–eil, ha «paouraet» e vefe ar merc'hed en o–unan.
Peurliesañ n'eus ''leve–ar–vugale'' ebet pa vezont diwallet a–bep–eil. Rannet eo etre daou ar gounidoù telloù stag ouzh ar vugale, ha pa dremenont muioc'h a amzer e ti an eil. Ar goproù tiegezh a c'hall bezañ rannet etre daou ivez, met ar c'houbladoù bet a c'hall goulenn e vefent roet d'ur c'har hepken.

• Penaos plediñ gant an disparti pa vez reuz?
Da eizh kar diwar zek e oa anat dibab annez ar vugale war–lerc'h o disparti. Met pa vez reuz etre an tad hag ar vamm ne oa nemet 44% anezho a gave e oa ar gwir gant ar barner. Diwar se e c'hall trenkañ ar soubenn.
Pa vez sach blev etrezo e vez start lakaat an diwallerezh a–bep–eil war sav: dav d'an tad ha d'ar vamm bezañ ingal e darempred an eil gant egile. Ar c'hevredigezhioù gwregelour a lavar e vefe start d'ar maouezed gwallgaset ''dizonañ'' diouzh levezon o gwazed kozh. D'an alvokadez Isabell Steyer e vo diaes d'ar varnerien gouzout a–raok aotren an diwallerezh a–bep–eil gouzout ha kollet eo an den gant ar feulster pe ar boeson.


—— GERIAOUEG ——
BLEUNIAÑ (épanouir; s'épanouir)
AR BODAD (la commission)
AR BREDVEZEG = AR PSIKOLOGOUR
AN DANVEZ X (le projet de X, le futur X)
DIGENVEZ (isolé)
AN DIWALLEREZH* (la garde)
DIZONAÑ (sevrer, priver)
DROUKZIFORC'HIÑ (discriminer)
FIZIOUT E (confier à)
FRANK (libre)
AR GOPR TIEGEZH (l'allocation familiale)
GWREGELOUR (féministe)
KAR / KERENT (parent/s)
KLEMMUS (plaintif)
KRENNARD, AR C'H– (l'adolescent)
KROUADUR, AR C'H– (la progéniture; le jeune enfant)
MEIZAÑ (percevoir, comprendre)
AR MELLAD (l'article de loi)
OBER DIOUZH (se référer à)
AR PALEVARZH (le quart)
PIZH (précis)
RAL (rare)
AR REIZH (le genre, le sexe)
AR STANKTER (la fréquence)
TELL*, AN DELL (l'impôt, la taxe)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire