«Smartphone»,
«poellgomzerioù»: pellgomzerioù ''speredek'', e brezhoneg flour.
E Bro–C'hall o deus 73% eus ar re
a–us 12 vloaz unan. Abaoe ma'z eus
anezho, e 2007, ez eus bet gwerzhet 7 miliard a boellgomzerioù.
Kement hag a dud war an tamm douar patatez–mañ.
Un arouez eo deuet da vezañ
ar mekanikoù–se, hini an
araokadennoù niverel bedel graet abaoe dek vloaz: pellgomzer,
urzhiataer, GPS, luc'hskeudennerez int war un dro.
Ha
gwelet e oa bet dija kement a dud oc'h ober ken buan gant un
teknologiezh nevez? En ul levr gant an Amerikan Thomas L. Friedman eo
kontet penaos e oa c'hoarvezet an nivereladur–se,
war–lerc'h un heuliad araokadennoù
teknologel. Bep daou vloaz e vefe daougmentet
galloud an urzhiataerioù: «lezenn Moore» an hini eo. M'o dije
troet an traoù ken fonnus evit ar c'hirri–tan
''Buoc'hig–Doue'',
gant Volkswagen, «ez ajent da 180.000 km d'an eur, bevezet
ganto ul litrad bep 800.000km»!
An
aezamantoù degaset ganto eo an eil abeg. Pep lec'h, bepred,
diouzhtu... e c'haller gouzout an amzer, lenn disoc'hoù
dilennadegoù, kavout luc'hskeudennoù eus ar bidoc'hig,
prenañ ur bilhed tren, sellout ouzh e gontoù bank... Aesoc'h ar
vuhez gant an arvidinkoù–se:
respont a reont d'hor goulennoù, brudañ a reont hon taolioù imor
mat pe fall...
Servijoù
dibar a c'hallont rentañ,
abalamour dezho da vezañ efedus. E kampoù repuidi,
e tiriadoù drastet, e vez
degaset boued, louzeier hag... ar WIFI gant an aozadurioù e–maez
gouarnamant! E–mod–se
e chom ar repuidi liammet gant o c'herent strewet
amañ–ahont. Dezho n'eo ket dister
tamm ebet.
Buan–buan
eo c'hoarvezet pep tra avat. Daou c'houlenn zo diwar se, dibar int
ivez. A–fet lezenn: pep tra a oar
hor poellgomzerioù diwar hor penn. Met petra a ouzomp–ni
anezho hag eus ar roadennoù
diwar hor penn dastumet ganto? Nebeut a dra. Treuzkaset eo an
titouroù–se. Ganto e c'hall ramzed
an niverel (Google, Apple, Facebook...) gwellaat ar servijoù
kinniget deomp; hogen diwar–goust
gwirioù an dud. E miz Mae e vo lakaet
da dalvezout e Bro–C'hall al
lezenn europat nevez diwar–benn
gwarez ar roadennoù. Un
tamm kempenn a vo graet e–giz–se
d'an diouer a lezenn, o
lakaat redioù war chouk an embregerezhioù.
Speredel
ha sokial eo an eil goulenn. Peseurt efedoù o do an teknologiezhioù
niverel war hon emzalc'hioù?
Difennet e vo d'ar skolidi ha d'ar skolajidi ober ganto adalek miz
Gwengolo 2018, he deus divizet an Deskadurezh Stad. Arabat skeiñ
e–biou d'an dud deuet kennebeut.
Sellit pegen sot eo Donald Trump gant Twitter, oc'h embann bidennoù.
Sellomp ouzhomp hon–unan: piv n'eo
ket bet souezhet oc'h en em gavout saouzanet
gant e skramm, diseblant ha
bouzar ouzh an dud tro–dro, el
labour pe er familh?
Setu
benvegoù hag a zo sañset hol liammañ an eil ouzh egile, hol lakaat
da gompren gwelloc'h ar bed. A–wechoù
hol lakaont d'en em serriñ ennomp. Labour zo c'hoazh evit ar
bsikologourien hag ar bsikiatrourien.
Buanaet
eo bet an emdroadur niverel
gant an teknologiezhioù skiantel. Poent eo d'an teknologiezhioù
sokial skoulmañ ganto, evit hor sikour da c'houzout ober ganto ha
d'ober hor mad anezho.
©
BOISSONNAT Philippe, Sept milliards de smartphones et nous,
Ouest-France, d'ar 6 a viz Genver 2018.
—— GERIAOUEG
——
AN
ARDIVINK = AR MEKANIK
AN
AROUEZ (le symbole)
BEVEZIÑ
(consommer)
BIDENN*, AR VIDENN (la blague, l'histoire)
BIDENN*, AR VIDENN (la blague, l'histoire)
AR
BIDOC'HIG (le petit dernier)
DIBAR
(unique, inédit [di/par])
DAOUGEMENTIÑ
(doubler)
AN
DIOUER A (le manque de)
DRASTET
(ravagé)
AN
EMDROADUR (l'évolution)
AN
EMZALC'H (le comportement)
LAKAAT
DA DALVEZOUT (mettre en vigueur)
AR
GWAREZ (la protection)
AN
NIVERELADUR (la numérisation)
SAOUZANAÑ (saisir, hypnotiser)
SAOUZANAÑ (saisir, hypnotiser)
AR
RAMZ (le géant)
REPUAD
(le réfugié)
AR ROADENN (la donnée)
AR ROADENN (la donnée)
AR
SKRAMM (l'écran)
STREWIÑ
(éparpiller; disséminer)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire