22 janvier 2018

Kalon vat d'ho poued!

Hir eo bet ar stourm, kreñv pouez al lobbyoù. En diwezh eo bet lakaet war–sav Nutriscore gant ar Stad c'hall, ur sistem renkadur ofisiel a–zivout kalite ar boued. Dre al livioù skritellet ouzh ar pakadoù e c'haller gouzout pegen mat eo ar boued. E–mod–se e vefe aesoc'h da Yann–brener ha da Gatell–prenerez choaz boued yac'h. Siwazh! N'eo ket ret ar skritellañ, abalamour da embregerezhioù bras evel Mars, Nestle pe Coca–Cola. Ouzhpenn se e klask ar re–se ober gant ur benveg all krouet ganto.

Memes tra a oa c'hoarvezet kentoc'h gant ramzed ar butun, pe c'hoazh re an esañs. Ne fell ket dezho e vefe cheñchet ur mont en–dro hag a reont o mad anezhañ. Efedoù war ar yec'hed en deus hini greanterezhioù ar magañ: re a galorioù, a sukr, a holen hag a zanvezioù druz a gaver er boued a–vremañ. Re zister eo ar c'halite bouedus ivez. Evit plediñ gant an dra–se ez eus bet kavet ur benveg aes ober gantañ: ur sistem livioù an hini eo, eus al liv gwer d'al liv ruz, skritellet ouzh ar pakadoù evit ma vefe gouezet pegen mat eo ar produioù. A–du gant ar skeul–se emañ ar braz eus ar skiantourien.

Kreñv eo an enebiezh avat, pe e vefe ouzh Unaniezh Europa pe ouzh Ministrerezh gall ar Yec'hed. Hervez an AMG Corporate Europe Observatory e vefe bet dispignet e Brussel hogos ur miliard a euroioù gant ar greanterezh gounezvouedel evit mougañ ar raktres, dre lobbyañ. Hag efedus eo bet: divizet he deus Unaniezh Europa nompas mont pelloc'h ganti. E Bro–C'hall he deus klemmet an ANIA (Kevredigezh Vroadel Greanterezhioù ar Magañ) dreist–holl: dezhi e vefe «taolet re ar bec'h» warno gant ar skritelligoù, ha tagañ a rafent glad gall ar c'heginañ zoken! Dav eo gouzout eo ar boued treuzfurmet a vefe peget skritelligoù ruz outañ e gwirionez...

A bep seurt traoù zo c'hoarvezet abaoe. Gant kazetennerien Cash Investigations e oa bet diskouezet penaos e oa bet kinniget gant lod kannaded enkemmadoù hañval–mik ouzh ar re kaset dezho gant an ANIA. Abalamour da ministrerezh al labour–douar eo bet daleet an intrudu. Goulennet en doa ar ministr Stephane ar Foll e vefe amprouet skeulioù all, savet gant ar greanterezhioù o–unan. A–benn ar fin eo aet an tu kreñv gant ministrerezh ar yec'hed, hag he fenn Marisol Touraine, e miz Meurzh 2017, met tri bloavezh a oa bet kollet e–mod–se.

D'an 31 a viz Here e oa bet krouet Nutriscore, ur sistem dibar da Vro–C'hall. Ofisiel eo, met n'eo ket ret implijout anezhañ. Lod merkoù a ra avat: Auchan, Intermarché, Danone, Fleury Michon... Met kevredigezhioù evel UFC Que Choisir a c'houlenn mont pelloc'h: int a garfe e vefe ret–groñs ober gantañ. Rak embregerezhioù zo a glask kas Nutriscore d'ar strad, o reiñ lañs d'ur sistem all ha ne vefe ket ken strizh e varn. Gant Carrefour ez eus bet savet unan, hag un nebeud embregerezhioù liesvroadel zo bet krouet ganto un eil, Nutri Couleurs e anv. En o zouez emañ Coca Cola, Nestle, Mars, PepsiCo pe Unilever.

E–lec'h reiñ un notenn e vefe roet pemp, dre rummad: kalorioù, sukr, holen, danvezioù druz, trenkennoù druz peurvec'h. Diaesoc'h e vo da Yann–bratik lenn ar skritelligoù eta. Seul ziaesoc'h ma vo kinniget an titouroù dre «damm», neket dre 100g evel ma ra Nutriscore. Amsklaer eo ar sistem–se, ha n'eus ket fellet d'an embregerezhioù bras–se lavarout pegen uhel e tle ar feurioù bezañ evit tremen eus an eil liv d'egile.

Hervez skiantourien e vefe gwispid Twix, da skouer, ruz o skritellig Nutriscore met orañjez hini Nutri Couleurs. Dezho e vefe douget Nutri Couleurs gant an embregerezhioù liesvroadel fardet ganto ar produioù izeloc'h o c'halite magañ: «100% eus ar produioù gant Mars zo orañjez pe ruz, 86% eus re Vondelez, 55% eus re Nestle, 54% eus re Coca–Cola, 52% eus re Unilever, ha 46% eus re BepsiCo».


© PETITJEAN Olivier, Sel, sucre, matières grasses: comment les géants de la malbouffe ont entravé un étiquetage utile aux consommateurs,
Basta!, d'an 2 a viz Genver 2018.






—— GERIAOUEG ——
AMPROUIÑ (expérimenter)
AMSKLAER (obscur)
AOZADUR E–MAEZ GOUARNAMANT (ONG)
A–ZIVOUT = E–KEÑVER
BARN*, AR VARN (le jugement)
BOUEDUS (nutritionnel)
DRUZ (gras)
AN ENKEMMAD (l'amendement)
AR FEUR (le taux)
GOUNEZVOUEDEL = AGROBOUEDEL
AR GREANTEREZH (l'industrie)
AN INTRUDU (l'initiative)
PLEDIÑ GANT (s'occuper de)
AR PRATIK (le client)
AR RAMZ (le géant)
AR SKEUL* (l'échelle)
TEULER BEC'H (stigmatiser)
TRENKENN*, AN DRENKENN (l'acide)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire