Aozadur
nevez ar vachelouriezh a oa kinniget gant Jean–Michel Blanquer,
ministr an Deskadurezh, d'ar Merc'her 14 a viz C'hwevrer. Petra nevez
ganti? Peder arnodenn bennañ, unan veur dre gomz, notennoù
a–hed ar bloaz, hag achu gant an hentoù a–vremañ. Adalek 2021 e vo
lakaet war sav da vat, gant ar re o studiañ en trede
klas er bloaz–mañ eta.
P'en
em gavo ar re-se en termen klas ne vo ket ken eus an hentoù L
(lennegezh), ES (ekonomiezh ha sokial) ha S (skiantel). En o lec'h e
vo un «diazez sevenadurel boutin» ha danvezioù da arbennikaat warno: tri er c'hentañ klas (teir gwech peder
eurvezh), daou en termen klas (div wech c'hwec'h eurvezh).
Unnek
danvez a vo choazet an arbennikaat en o mesk: ekologiezh,
gounezoniezh ha tiriadoù; matematikoù; fizik ha
kimiezh; niverel ha skiantoù ar stlenneg; skiantoù ha buhez an Douar; istor ha
douaroniezh; geopolitikerezh ha skiantoù politikel; skiantoù
ekonomikel ha sokial; skiantoù an ijinouriezh; skiantoù an den,
lennegezh ha prederouriezh; yezhoù ha lennegezh estren; arzoù.
Cheñch dibab a c'hallo bezañ graet etre ar c'hentañ hag an termen,
goude bezañ komzet gant e gelennerien.
En
diazez boutin e vo div yezh vev. Posupl e vo ouzhpennañ dibaboù,
unan er c'hentañ klas, daou en termen klas, teir eurvezh bep sizhun.
E–touez an danvezioù kinniget: latin; gregach; sport; un trede yezh
vev; gwir ha dalc'hioù meur ar bed a–vremañ; matematikoù arbennik; matematikoù astenn.
An tri dibab diwezhañ a vo kinniget d'an dermenidi hepken.
Ouzhpenn
se e vo labouret un eurvezh hanter ar sizhun war an hentañ, evit ma
ouezo pep hini petra ober goude ar vachelouriezh.
War
beder arnodenn dre skrid e vo diazezet ar «bac».
Ar galleg er c'hentañ klas, gant ul lodenn dre gomz. An daou zanvez
eo arbennikaet al lisead warno en termen klas. Goude vakañsoù an
nevezamzer e vint amprouet o–div. Ar brederouriezh e fin miz
Mezheven. Un arnodenn veur dre gomz a vo ivez, 20' dezhi, war ur
raktres boulc'het er c'hentañ klas, stag ouzh un danvez pennañ bet
choazet neuze. Hañval e vo an «arnodenn raktresañ» hag an hini
a–vremañ evit ar re tremenet ganto ar vachelouriezh teknologel.
60%
eus ar vachelouriezh a vo notennet diwar an arnodennoù–se: peder dre
skrid, unan dre gomz. Ar rest (40%) a vo jedet diwar an notennoù
tapet a–hed ar bloaz, evit «talvoudekaat al labour kaset gant al liseidi e kentañ hag e
termen». Sammet e vo notennoù ar rakarnodennoù (30%) ha re ar c'haier notennoù abaoe daou vloaz
(10%). Dianav e vo ar follennoù da zeiz ar rakarnodennoù, ha gant
kelennerien all e vint reizhet.
Memes
mod e vo ar vachelouriezh a–hent–all, gant un eil tro ha menegoù. Ret tizhout 10 a geidenn da dapout an arnodenn: notenn rekis ebet.
Cheñchamant ebet evit ar vachelouriezh teknologel kennebeut.
Marteze
a–walc'h e vo kemmet anv an termen klas. «N'eo ket ur c'hlas termen,
met ul lañs war–du an deskadurezh uhel» eme ar ministr. Gwelloc'h
gantañ «klas e barr an oad, evel e Italia pe e Belgia».
N'eo
ket achu al labour gant Jean–Michel Blanquer avat, rak kalz traoù zo
bet lakaet war ar stern gantañ c'hoazh: eilañ klasoù CP / CE1 e
tiriadoù zo; lakaat da lenn a–vouezh uhel a-nevez; ober gant ar
rimadelloù, ar soniñ hag ar c'hanañ er skolioù kentañ; adaozañ
ar mont e–barzh er skolioù meur hag an deskardiñ; cheñch doare kelenn ar matematikoù; ober ma
vo arabat ar pellgomzerioù er skolioù...
——— GERIAOUEG ———
ARBENIKAAT (spécialiser)
AN ASTENN (le complément)
E BARR AN OAD (la maturité)
AN DALC'H (l'enjeu; le problème)
AN DESKARDIÑ (l'apprentissage)
AN DIBAB (l'option)
GOUNEZONIEZH*, AR C'HOUNEZONIEZH (l'agronomie)
KEIDENN*, AR GEIDENN (la moyenne)
AR MENEG (la mention)
AR RAKARNODENN* (le partiel [examen])
AR STLENNEG (l'informatique)
TALVOUDEKAAT (valoriser)
E BARR AN OAD (la maturité)
AN DALC'H (l'enjeu; le problème)
AN DESKARDIÑ (l'apprentissage)
AN DIBAB (l'option)
GOUNEZONIEZH*, AR C'HOUNEZONIEZH (l'agronomie)
KEIDENN*, AR GEIDENN (la moyenne)
AR MENEG (la mention)
AR RAKARNODENN* (le partiel [examen])
AR STLENNEG (l'informatique)
TALVOUDEKAAT (valoriser)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire