Tri
c'hilometr: sed hirder ar c'haeoù a–hed
al Liger, etre ar Porzh Stêr ha kanol Sant–Felis.
An ajañs kêraozañ TER a
oa bet goulennet digantañ prederiañ war an adaozañ
anezho. Diwar an tamm labour–se ez
eus bet bet dibabet un nebeud kinnigoù gant Naoned Meurgêr, evit ma
vo darempredet ar ribloù adarre gant ar gerzherien, hag evit ma vo
ledanaet plas an natur e kêr.
Hiziv
eo kae ar Faoz ul lec'h louet ha stank an otoioù warnañ. Ur mare zo
bet e oa bev–birvidik, stank an tremen
warnañ, pa oa kalonenn porzh ar gêr vras. A–benn
dek vloaz e c'hallfe bezañ ul lec'h pourmen, dindan liorzhoù ha
dindan leton. Tostaat ouzh ar stêr a c'hallfe bezañ graet, dre
bontonioù. Pavilhonoù war zour pe war zouar a vefe ivez, degemeret
darvoudoù sevenadurel enno. Tolpet
e vefe ar forzhioù eus tu
ar savadurioù, ha strishaet e vefent a–dra–sur.
Etre
Gloriette ha kanol Sant–Felis e
vefe graet memes tra: diskoilh
e vefe an tremen war droad a–hed an
dour, gant tachennoù glas ha liorzhoù. Ur wech dilec'hiet ar POS
e c'hallfe an hent war ribl bezañ serret, etre pont Haudadine ha
hini Audibert. «Mat 'vefe» eme Wilhom Hébert, kêraozour
bet o labourat gant an ajañs TER. «Re vras eo plas ar c'hirri
hiziv an deiz, dav kempouez an tremen. Dav 'vo ober diouzh ar studioù
war ar mont–dont er
veurgêr, ha diouzh alioù an annezidi».
Tro–dro
da boull Sant–Felis e vo cheñchamantoù
ivez. Ul lec'h dibar eo–eñ, gronnet
gant ar stad Marcel Saupin, Kêr ar C'hendalc'hioù
hag al LU. Niverusoc'h an otoioù eno eget an dud war droad avat.
Petra da ober? Un draezhenn a c'hallfe bezañ savet war vord an dour,
gwez ha tachennoù dindan leton tro–dro. «N'haller
ket neuial er poull abalamour da galite an dour; unan kloz zo ret
sevel neuze» eme Wilhom Hebert:
ur poull–neuial war neuñv, dindan
an amzer. N'eo ket bet
kadarnaet gant an ti–kêr evit ar mare. Pezh zo sur: ne vo
poull–neuial ebet war stêr Liger, evel ma oa bet meneget da–geñver
«an Diviz Bras»: re greñv red ar stêr evit staliañ ur
poull–neuial ar seurt enni.
En
tu all d'al Liger eo hañval an traoù raktreset. Kaeoù Enez Naoned
– Rewiz, Hoche ha Doumergue – zo o paouez bezañ graet labourioù
warno. Tud war droad ha dudioù a vo degemeret warno. E penn mervent
an enez, kae Wilson, e vo ul liorzh–kêr
hag ul lec'h pourmen a–benn 2025.
Embregerezhioù ha karrdioù karter Enez–Izel,
e Reudied, a vo dav dezho mont kuit, evit ma vo plijusoc'h ar ribloù.
«'Mod–se
'vez graet e kalz kêrioù er c'hornôg» eme Charly, studier en
ur skol savouriezh. «Me
'gav din 'vefe mat 'vefe kement a lec'hioù plijus en dazont. Tout an
dud 'blij de'o bale war vord an dour, 'gav din» eme Florence, o
chom e Enez Naoned. «An traoù 'ya war an tu mat» eme Dieri,
o labourat nepell diouzh ar POS. «Da ziwall zo avat. N'eo ket
gwir ober ur gêr douristel vrav, dindan an heol bepred, eus Naoned.
Pa ra glav, pa vez yen... 'vez nebeud a dud o pourmen. Dav kinnig
traoù all».
A–raok
adaozañ ribloù ar stêr e vo kemmet plasenn Holland–Vihan.
Kerkent hag e 2020 e c'hallfed stagañ
ganti. Dindan zouar e c'hallo
an otoioù parkañ. N'ouzer ket pet plas en do ar parklec'h, rak
diaesterioù zo: dav ober diouzh ar rouedadoù orjal
ha tren. War
c'horre e vo tud war droad ha
war varc'h–houarn dreist–holl. E–kreiz ar blasenn e vo ul lec'h
frank,
aozet ar marc'had warnañ bep Sadorn vintin. Darvoudoù ha
manifestadegoù bras a c'hallfe bezañ war al leurgêr–se. Un
drederenn anezhi a vo plantet glavez warni: gwez a bep tu d'ar
blasenn, taolioù dindano evit debriñ e ti Mari C'hlazioù. Eus tu
ar stêr e vefe leton hag ur c'hal, skalieroù dezhañ evit «diskenn
an tostañ posupl ouzh ar stêr».
Evel e Lisboa «(m') eo graet
brav, ha plijet–bras an dud gantañ»,
gouez
da Wilhom Hebert. Savadurioù
nevez a vo ivez: unan e–lec'h skwar Daviais, ostalerioù ennañ, ul
leurenn warnañ evit sellout ouzh ar blasenn hag ar stêr pelloc'h.
Ouzhpenn se e c'hallfe bezañ kioskoù bihan, enno tiez–kafeta pe
diskouezadegoù arzoù. Kreizenn genwerzhel ebet, avat, evel ma oa
bet goulennet gant kenwerzhourien kreiz–kêr.
©
diwar bennadoù–skrid embannet gant
20 Minutes:
Les quais de Loire vont être rendus aux piétons
Une plage et une piscine flottante au bassin Saint-Félix?
Voici à quoi devrait ressembler la nouvelle place de la Petite-Hollande.
Les quais de Loire vont être rendus aux piétons
Une plage et une piscine flottante au bassin Saint-Félix?
Voici à quoi devrait ressembler la nouvelle place de la Petite-Hollande.
—— GERIAOUEG
——
ADAOZAÑ
(aménager)
DA–GEÑVER
(à l'occasion de)
DINDAN
AN AMZER (en
plein air)
DISKOILH
(sans obstacle)
AR
FORZH* (la
voie routière)
FRANK
(vaste, étendu; large)
GOUEZ
DA = HERVEZ
GRONNAÑ
(entourer, encercler)
KENDALC'H,
AR C'HENDALC'H (le
congrès)
KÊRAOZAÑ,
AR C'HÊRAOZAÑ (l'urbanisme)
ORJAL
(du fil en métal, du
câble)
POS (PennOspital Skol–veur) = CHU
POS (PennOspital Skol–veur) = CHU
STAGAÑ
GANT = KREGIÑ GANT
AR
SAVOURIEZH* (l'architecture)
TOLPAÑ
= BODAÑ
Plasenn Holland-Vihan
Aucun commentaire:
Publier un commentaire