17 octobre 2016

Tresadennoù (gant Mix & Remix)




© diwar dresadennoù gant MIX & REMIX, miz Eost / miz Gwengolo / miz Here 2016.

Tresadennoù (gant MAN) [1]




© diwar dresadennoù gant MAN, embannet er Midi Libre, miz Eost / miz Gwengolo / miz Here 2016.

Tresadennoù (gant MAN) [2]
























© diwar dresadennoù gant MAN, embannet er Midi Libre, miz Eost / miz Gwengolo / miz Here 2016.

10 octobre 2016

Live al leve.

Goude ur vuhez o labourat tenn emaint war o leve. Treut e vez ar peuriñ ganto avat. Hervez ar sindikadoù «o deus kresket ar goproù (+25%) buanoc'h eget al leveoù (+18%) abaoe dek vloaz. Ouzhpenn se ez eus bet kemeret divizoù kemedel fall, diwargoust ar retreidi. Bremañ emañ 10% anezho dindan ar feur paourentez». D'ar Yaou 29 a viz Gwengolo e oa galvet ar retreidi da zibunañ e straedoù Naoned, diouzh an enderv, evit goulenn ma vo kresket o leve. Setu amañdindan testenioù dastumet gant ar gazetenn PresseOcean.


En deizse e oa JeanLouis ha Marie–Thérèse en o zouez. Hemañ zo aet war e leve d'an oad a 58 vloaz, «goude bezañ skodennet epad 44 bloaz hanter». Liorzhour, masson ha micherour eo bet diouzh e vicher. Da 62 vloaz eo aet e wreg war he leve. Plac'h ar c'hempenn e oa. Ouzhpenn se o deus desavet pevar a vugale. Diwar 2.000€ e vevont bep miz, o sammañ o daou leve evit lakaat ar pod da virviñ. «N'eus ket da glemm. Bez' ez eus tud o c'hounit kalz nebeutoc'h egedomp». Ur wech paeet feurm o lojeiz LODEF e chom etro 1.500€ evit bevañ. «Mont a ra, peogwir omp daou. Met ret eo kontañ pep tra, n'hallomp ket foetañ arc'hant». Aviskoazh o deus stourmet e sindikadoù, da gentañ er CFDT, bremañ e Solidaires evit difenn gwirioù ar retreidi. «Abaoe bloavezhioù eo skornet al leveoù. Dindan vec'h emañ ar re baourañ. Ur bern a chom hep bezañ louzaouet, peogwir n'o deus ket peadra da baeañ ur c'henwarez» eme JeanLouis. «Evit bevañ dereat e rankfe al leve bezañ par d'ar gopr izek da nebeutañ» eme VarieThérèse.

Adu emañ Raoul Floquet, 84 bloaz, daoust dezhañ da resev 3.000€ bep miz. Kargad e oa e ministrerezh an Emzifenn. «Adrasur n'eo ket truezek ma stad. Koulskoude em eus merzet ez a ar galloud prenañ war zigresk a vloaz da vloaz. Ingal ez eus kemeret divizoù o krignat ma leve: muioc'hmui a gemed sokial zo lemet dioutañ, lod louzeier n'int ket daskoret ken. Raloc'h eo deomp ober dispignoù divoas. N'eomp ket da vakañsiñ ken, da skouer. Nebeutoc'h a roomp d'hor bugale ha da gevredigezhioù a garitez».

E SantNazer emañ AnnieFrance o chom. Sekretourez e oa araok mont war he leve eizh vloaz zo. «1.650€ kriz a c'hounezan bep miz adrugarez d'al leve roet gant ma gwaz kozh». Abalamour d'ur c'hred kemeret war he chouk evit prenañ ur ranndi «ne chom din nemet 650€: ne ran nemet bevañbevaik. N'hallan ket kemer vakañsoù». N'eo ket bet kemmet he leve gwech ebet, «war vihanaat eo aet zoken» emezi. En abeg da se e oa bet o vanifestiñ ivez.

© diwar Les fins de mois difficiles des retraités, Presse Océan, Naoned, d'an 29 a viz Gwengolo 2016.

(+) «silver economy» a vez graet eus ar business evit an dud war o leve. Dibaouez e kresk ar marc'hadse. Diazezet eo war ar servijoù hag al louzaouiñ d'ar retreidi an obererezhioù hag an dudioù kinniget dezho, hag al labourioù azasaat er savadurioù prevez ha publik.


——— GERIAOUEG ———
AZASAAT (adapter)
BEVAÑ–BEVAIK (vivoter)
DASKORIÑ (rembourser)
IZEK (minimum)
KARGAD, AR C'HARGAD (le fonctionnaire)
KEMED, AR C'HEMED (le prélèvement)
KEMEDEL (fiscal)
KENWAREZ, AR C'HENWAREZ (la mutuelle)KRIZ (brut; cru, cruel)
AL LEVE (la pension)
LOJEIZ DEREAT E FEURM (HLM)
RAL (rare)
SKODENNIÑ (cotiser)