Goude
ur vuhez o labourat tenn emaint war o leve.
Treut e vez ar peuriñ ganto avat. Hervez ar sindikadoù «o deus
kresket ar goproù (+25%) buanoc'h eget al leveoù (+18%) abaoe dek
vloaz. Ouzhpenn se ez eus bet kemeret divizoù kemedel
fall, diwar–goust ar
retreidi. Bremañ emañ 10% anezho dindan ar feur paourentez».
D'ar Yaou 29 a viz Gwengolo e oa galvet ar retreidi da zibunañ e
straedoù Naoned, diouzh an enderv, evit goulenn ma vo kresket o
leve. Setu amañ–dindan testenioù
dastumet gant ar gazetenn Presse–Ocean.
En
deiz–se e oa Jean–Louis
ha Marie–Thérèse en o zouez.
Hemañ zo aet war e leve d'an oad a 58 vloaz, «goude bezañ
skodennet
e–pad 44 bloaz
hanter». Liorzhour, masson ha micherour eo bet diouzh e vicher.
Da 62 vloaz eo aet e wreg war he leve. Plac'h ar c'hempenn e oa.
Ouzhpenn se o deus desavet pevar a vugale. Diwar 2.000€ e vevont
bep miz, o sammañ o daou leve evit lakaat ar pod da virviñ. «N'eus
ket da glemm. Bez' ez eus tud o c'hounit kalz nebeutoc'h egedomp».
Ur wech paeet feurm o lojeiz LODEF
e chom e–tro 1.500€ evit bevañ.
«Mont a ra, peogwir omp daou. Met ret eo kontañ pep tra,
n'hallomp ket foetañ arc'hant». A–viskoazh
o deus stourmet e sindikadoù, da gentañ er CFDT, bremañ e
Solidaires evit difenn gwirioù ar retreidi. «Abaoe bloavezhioù
eo skornet al leveoù. Dindan vec'h emañ ar re baourañ. Ur bern a
chom hep bezañ louzaouet, peogwir n'o deus ket peadra da baeañ ur
c'henwarez»
eme Jean–Louis. «Evit bevañ
dereat e rankfe al leve bezañ par d'ar gopr izek
da nebeutañ» eme Varie–Thérèse.
A–du
emañ Raoul Floquet, 84 bloaz, daoust dezhañ da resev 3.000€ bep
miz. Kargad e oa e
ministrerezh an Emzifenn.
«A–dra–sur
n'eo ket truezek ma stad. Koulskoude em eus merzet ez a ar galloud
prenañ war zigresk a vloaz da vloaz. Ingal ez eus
kemeret divizoù o krignat ma leve:
muioc'h–mui
a gemed
sokial zo lemet dioutañ, lod louzeier n'int ket daskoret
ken. Raloc'h
eo deomp ober dispignoù divoas. N'eomp ket da vakañsiñ ken, da
skouer. Nebeutoc'h a roomp d'hor bugale ha da gevredigezhioù
a garitez».
E
Sant–Nazer emañ
Annie–France o chom.
Sekretourez e oa a–raok mont
war he leve eizh vloaz zo. «1.650€ kriz
a c'hounezan bep miz a–drugarez
d'al leve roet gant ma gwaz kozh». Abalamour d'ur c'hred kemeret
war he chouk evit prenañ ur ranndi «ne chom din nemet 650€: ne
ran nemet bevañ–bevaik.
N'hallan ket kemer vakañsoù». N'eo ket bet kemmet he leve
gwech ebet, «war vihanaat eo aet zoken» emezi. En abeg da se
e oa bet o vanifestiñ ivez.
© diwar Les fins de mois difficiles des retraités, Presse Océan, Naoned, d'an 29 a viz Gwengolo 2016.
(+)
«silver economy» a vez graet eus ar business evit an
dud war o leve. Dibaouez e kresk ar marc'had–se.
Diazezet eo war ar servijoù hag al louzaouiñ d'ar retreidi an
obererezhioù hag an dudioù kinniget dezho, hag al labourioù
azasaat er savadurioù
prevez ha publik.
———
GERIAOUEG
———
AZASAAT (adapter)
BEVAÑ–BEVAIK (vivoter)
DASKORIÑ (rembourser)
IZEK (minimum)
IZEK (minimum)
KARGAD,
AR C'HARGAD (le
fonctionnaire)
KEMED,
AR C'HEMED (le
prélèvement)
KEMEDEL (fiscal)
KENWAREZ,
AR C'HENWAREZ (la
mutuelle)KRIZ (brut;
cru, cruel)
AL
LEVE (la
pension)
LOJEIZ DEREAT
E FEURM
(HLM)
RAL (rare)
SKODENNIÑ (cotiser)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire