Al
legumaj n'eus ket blaz al legumaj warno ken. A–raok
pell ne vo ket a–walc'h a gig evit
an holl. Rouez e teu ar pesked da vezañ er morioù. Klañv e vezer
abalamour d'ar pezh debret ganeomp zoken. A–hervez
e vo ret–groñs cheñch hon doareoù
debriñ en dazont. Met petra emaomp o vont da zebriñ?
• FARDET
E VO BOUED GANT MEKANIKOÙ 3D
Diouer
a amzer, diouer a youl... Nebeutoc'h–nebeutañ
e vez fardet boued er gêr. Brasañ mignon an dud didalvez
eo ar skinfornioù en deiz a hiziv. Kevezerezh a vo koulskoude en
bloavezhioù a zeu, gant ar mekanikoù 3D. N'eo ket tommañ pe
diskornañ a c'hallint ober; keginañ ne lavaran ket. Kerkent hag
enaouet an ardivink e krogo
e vrec'h da fardañ ur meuz. «Kement–se
n'eo ket skiant–faltazi.
An teknologiezh–se zo
anezhi dija» eme Freddy
Thiburce, rener ar Greizenn Geginerezh A–vremañ
e Roazhon. Gant un embregerezh katalanat ez eus gwerzhet mekanikoù
barrek da aozañ boued diwar danvezioù simpl: sukrerezhioù,
gwastili, toazennoù, pizzaoù... «En dazont e vo muioc'h
a danvezioù er mekanikoù. Peadra da fardañ diwar e–leizh
a sekredoù kegin enrollet pe bellgarget».
• AMPREVANED
'PO?
Skrilhed, kranked–raden, kilheien–raden... Pell zo e reer anv eus an amprevaned: sañset int bezañ boued–marmouz an dazont. Un drederenn eus an dud a zebr amprevaned, e Azia hag e Kreiz–Amerika dreist–holl. Metdister eo ar marc'had–se e Europa. Eno e vez heuget kalz tud gant al loened bihan–se, daoust dezho bezañ temzet, da skouer gant kumin pe sezam. Koulskoude e c'hallfent bezañ debret muioc'h–mui. Hervez Aozadur ar Broadoù Unanet evit ar Magañ hag al Labour–douar e c'hallfent mirout ouzh an naon d'ober e reuz. E–lec'h ar c'hig e c'hallfent bezañ debret: an amprevaned ivez zo e–leizh a brotein enno. Ouzhpenn se eo skañvoc'h efedoù ar produiñ (12 gwech nebeutoc'h a vouedbevezet e–keñver ar c'hig).
• 'PO
KET SUKR?
Imbourc'her er CNRS eo Gilles Fumey, ha dezhañ ez aio kuit ar sukr diouzh taol: «par e vo ar brezel ouzh ar sukr d'an hini zo bet ouzh ar butun». Estreget ar stevia a c'hallo e erlec'hiañ. E koadoù trovanel Afrika ar C'hornôg, pergen e Ghana, e vez gounezet frouezh a–vent gant ar c'herez: ar mirakulin. «Irin ar burzhudoù» a vez graet anezho. A–drugarez dezho ne vez ket klevet ar blaz trenk ken gant an empenn: sukret e seblant ur sitroñsenn bezañ evel un aval–orañjez. Padus eo an efedoù, e–tro un eurvezh. Abalamour da lobby ar sukr hag ar c'hwekauzennoù eo berzet e Europa c'hoazh, met er Stadoù–Unanet eo bet meneget evit stourm ouzh an teuc'hder, o reiñ saour d'ar boued digalori.
• LEGUMAJ
'PO?
Abaoe pell e vez ar c'hig pe ar pesked ar meuzioù pennañ, hag al legumaj an eilmeuz, tra ken. Ha cheñchet e vo penn d'ar vazh? Hervez Gilles Fumey «ne vo ket ar c'hig kalon ar meuz ken. Liesseurtoc'h e vo ar magañ. Er rummadoù yaouank ez eus muioc'h a dud kontant da chom hep debriñ kig ingal, debrerien glasvez en o zouez». Evit ar mare eo bihan a–walc'h an niver a zebrerien glasvez e Bro–C'hall (3%), e–keñver Breizh–Veur, da skouer.Raksoñjoù o dez an dud: divlaz e vefe ar meuzioù vejetarian, war–bouez hini ''ar re nebeud''. Aze emañ an dalc'h: ret e vo cheñch sell an dud, diskouez dezho n'eo ket ar meuzioù «glas» un diouer, met un doare da adkavout ar saour. Penn–keginerien zo krog d'en ober, evel Joel Robuchon: «keginerezh an dek bloavezh kentañ eo ar glasvez: ne oar ket an dud pegen mat e c'hall bezañ ur pladad piz–rous, kourjetez pe soja!».
• LOUZEIER 'PO?
Bec'h d'ar chaous ha d'an amann: fardañ yac'h a ranko ar geginerien ober! War ar marc'had ez eus traoù mat dija evit dijeriñ, evit ar startijenn pe evit an difennoù naturel. Evit o brudañ e reer gant anvioù nevez: louzavoued, supervoued... Muioc'h–mui anezho a gavot er stalennoù. Ur benveg meur e tleo ar geginerezh bezañ evit gwareziñ ar yec'hed. Gwerzhet e vo boued rouez evit ar mare, an darn vrasañ anezho gounezet e Amerika ar Su: plantennoù evel an asperjez–mor (38% a brotein), ed evel ar rika–rika...
Produiñ yac'hoc'h, doujañ an natur: a–du emañ Massimo Bottura gant ar mennozh–se. Emañ l'Osteria Fracescanawar e anv, dilennet da gwellañ preti ar bed. «Lakaat an dud da zebriñ yac'hoc'h eo hon dever. N'eo ket dav produiñ muioc'h. Dav eo produiñ gwelloc'h, paouez da foraniñ ken–ha–ken. Er bed a–vremañ ez eus 860 milion a dud naonek, 1.4 miliard a dud dreistpouez, ha 33% eus ar boued taolet d'al lastez».
• TOMATEZ
'PO EN–DRO?
14kg
a domatez a vez debret dre zen e Bro–C'hall bep bloaz. Koulskoude e
vefe aet blaz ar frouezh–se
da get. Piv zo kaoz? Ar greanterezh
gounezvouedel, war a lavar
Laurent Bergé, an Naonedad e penn AOG
tomatez ha konkombrez. «Dibabet ez eus bet lod greun gant an
haderien, peogwir e veze goulennet tomatez padus gant an
dasparzherezh,
rak an treuzdougen. Ar ouenn
Daniela, da skouer, a c'hall chom ruz ha tenn he c'hroc'hen e–pad
teir sizhun. Blaz n'he deus ket avat». Penaos reiñ saour d'an tomatez en–dro? Er Stadoù–Unanet e klask imbourc'herien zo uhelaat feur ar sukr enno, o kemmañ ar c'henenn SIGLK2. E Bro–C'hall eo dishañval an hentenn. Krog eo ar broduerien da hadañ gouennoù all: «ne fell ket deomp e vo gounezet ar memes tomatez e pep lec'h er bed». Ret eo d'ar vevezerien doujañ ar c'houlzoù–amzer ivez, o prenañ tomatez etre miz Mae ha miz Gwengolo. Ha «kompren eo divlaz an tomatez a c'haller c'hoari tennis ganto: dav eo dibab ar re n'int ket krenn, prenañ ar re dishañval o liv, gounezet gant legumajerien».
•
HAMBURGER 'PO?
Ar meuz muiañ debret e oa an hambergerioù e Bro-C'hall e 2015: 1.19 miliard anezho zo bet gwerzhet (+11%). Dibaouez eo ar c'hresk: dre drizek eo bet lieskementet marc'had ar bara–touseg en ur ober trizek vloaz (dre dri evit ar bara pok–ha–pok). «Tamm–ha–tamm eo bet degemeret hag azasaet an hambergurioù ouzh ar boazioù gall. Da gentañ e veze fardet er stalioù fast–food hepken. Arouez ar boued fall e oa neuze, da vare José Bové. Bremañ e kaver burgerioù en holl ostalerioù. Moarvat e vo digoret stalioù adarre, o werzhañ burgerioù a galite» eme Remy Lucas. Kuzulier war ar magañ eo hemañ. Diaes eo dezhañ diouganiñ peseurt meuz a c'hallfe peuriñ e park ar burgerioù, met ar croque–monsieur zo meneget gantañ. Prim e c'hall bezañ debret. Aes e vefe brudañ anezhañ: ur meuz hengounel eo, keginet diwar danvezioù lec'hel, ha «liammet ouzh ar bugaleaj». Gwellaat an doare fardañ a vo ret avat, peogwir e vez «fardet fall hiziv, gant bara fall».
•
SOYLENT 'PO?
E–lec'h boutailhoù dour e c'haller prenañ boullouigoù, ur c'hroc'hen bezhin en–dro dezho. En o fezh e c'hallont bezañ lonket. Ha debret e vo e–giz–se en dazont? Er Silicon Valley emañ Rob Rhinehart o klask peuraozañ boued dourennek. Dindan daou vunut e c'haller debriñ e bred o lonkañ ur werennad Soylent. Ret eo meskañ dour gant poultr Soylent, ennañ sodiom, karbohidratoù, protein ha danvezioù ar seurt. Ur banne zo trawalc'h evit gwalc'hañ ezhommoù an den! A–hervez e vefe lonket dija gant embregerien ha tud tik gant ar c'hoarioù video. Hogen n'eo ket bet trec'het an NASA gant ar boutailhoù gwenn–se. Noazus e vefe da spered an astraerien bezañ maget dre zourennoù: ur mare sioul ha plijus e tle ar predoù bezañ. Fall e vefe d'o c'horf ivez: evit lañsañ an dijeriñ e ranker chaokat.
©
diwar PEDRO Alexandre, Ce que vous mangerez dans 10 ans,
Society, miz Gwengolo 2016.
== GERIAOUEG ==
ANVADUR
A ORIN GWAREZET
(AOP)
AN
ARDIVINK = AR
MEKANIK
AZASAAT
OUZH (adapter à)
BERZAÑ
(interdire)
BEVEZIÑ
(consommer)
AR
C'HWEKAUZENN* (l'édulcorant)
AN
DASPARZHEREZH (la
distribution)
AN
DEBRER GLASVEZ (le
végétarien)
DIDALVEZ
(feignant)
DIOUGANIÑ
(prédire)
DOURENNEK
(liquide)
AN
EMBREGER (l'entrepreneur)
FORANIÑ
(gaspiller)
GENENN*,
AR C'HENENN (le
gêne)
GOUENN*,
AR OUENN (la
variété, l'espèce)
GOUNEZVOUEDEL
(agroalimentaire)
AR
GREANTEREZH = AN INDUSTRIEZH*
AN
IMBOURC'HER (le
chercheur scientifique)
KILHOG–RADEN,
AR C'H—
(la
sauterelle)
KRANK–RADEN, AR C'H— (le criquet)
KRANK–RADEN, AR C'H— (le criquet)
KRENN
= RONT
LIESKEMENTIÑ
(multiplier)
NOAZUS
(nuisible)
PIZ–ROUS (des lentilles)
PIZ–ROUS (des lentilles)
AR
RAKSOÑJ (le
préjugé)
AR
SAOUR (la
saveur)
AR
SKRILH (le
grillon)
TEMZAÑ
(épicer, assaisonner)
AN
TEUC'HDER (l'obésité)
TROVANEL
(tropical)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire