7 décembre 2015

Naoned, al Liger ha ni.

Warc'hoazh e vo kinniget da dilennidi meurgêr Naoned disoc'hoù an Diviz Bras (Naoned, al Liger ha ni), aozet ganti abaoe 2013. Emvodoù a oa bet dalc'het ingal e 2014. Naonediz a oa bet pedet da gemer perzh enno; hogen n'eus nemeur a dud a gemeras ar gaoz. Kement–se ne vir ket ouzh ar veurgêr da embann un teuliad, ennañ intrudu da gemer, an darn vrasañ anezho o tennañ d'an treuzdougen.



Ledanaet pe eilet e vo pont Anna Breizh, etro 20232025, evit ma vo stankoc'h an tremen, ha degemer holl an doareoù treuzdougen warnañ. War un dro e vo kempennet Kae ar Foz, ha miret ul lodenn anezhañ evit an dud war droad. Plasenn PetiteHollande a c'hallfe bezañ adaozet ivez.
Klasket e vo aesaat an tremen en henttro aus d'al Liger, oc'h adaozañ pont Bellevue ha hini Chevire: gouleier mont ebarzh, kemmañ an niver a hentoù...
Un tres nevez a vo ekeñver an treuzdougen boutin (tramgirri, busway ha kronobusoù), adalek 2017. Bez' e vo ul linenn nevez o tremen war bont an Tri C'hevandir, ebiou d'ar POS nevez ha war bont Anna Breizh. Egizse e vo klokaet an div linenn dram hag al linenn vusway. N'eo ket bet divizet hag un tramgarr pe ur bus a yelo warni.
• Diorroet e vo ar rouedad war varc'hhouarn, evit ma c'hallor tremen diboan eus an eil kumun d'eben, a–drugarez da hentoù–tizh war velo. Stag e vo ar rouedad–se ouzh an hent touristel al Liger war varc'h–houarn.
• Panelloù a vo staliet evit broudañ Yann–gerzher da vont da bourmen war vord al Liger. Goude bezañ savet listenn ar gweledvaoù bravañ e vo embannet kartennoù.
Goulennet e vo gant ar c'humunioù chom hep implijout produioù struzhyec'hedel, evit gwellaat kalite an dour, ha diwall da zislonkañ re a zoureier lous.
Bulzunoù war stêr nevez a vo krouet, wardro 20172020. Meur a hentad zo raktreset: Porzhmor – Trentemoult (gant ur c'hae nevez eno, er c'hornôg), ha Porzhmor – Enez Naoned. Daleet ez eus bet linennoù all avat: S.Sebastian – Enez Naoned – Chantenay ha Trentemoult – Chantenay.
Studiet e vo pizh penaos digeriñ ul linenn stêr etre S.Nazer, Mouster, Koeron ha Naoned–Chevire, evit diorren an treuzdougen marc'hadourezh (endalc'herioù, lastez ha kreantel).
Ne vo ket adsavet ar pont treuzvourzher evit distouvañ an tremen war al Liger. Hervez an dilennidi e vije dister an efedoù eskoaz an ezhommoù etre Reudied ha Chantenay. Met miret e vo tachennoù e kenkaz e vefe savet un dra bennak deizpezeiz: en teuliad ez eus anv a fungarr hag a hentriboul, war hir dermen.
Etouez ar raktresoù all lakaet war ar stern ez eus ur poullneuial war ribl ar stêr.
Bep tri bloaz e vo aozet ur fest ar bageal war al Liger.
Adalek 2016 e vo staliet «guingettes» e Enez Naoned, e Malvid, e Tarvieg hag e Sez.Lusenn. Un dachenngampiñ a c'hallfe bezañ digoret e Reudied.

———— GERIAOUEG ————
BROUDAÑ DA (inciter à)
BULZUN*, AR VULZUN (la navette)
DIORREN, DIORRO- (développer)
AN ENDALC'HER (le conteneur)
E–SKOAZ (en comparaison de)
AR FUNGARR (le téléphérique)
KEMER INTRUDU (prendre des initiatives)
KLOKAAT (compléter)
KREANTEL (industriel)
MEURGÊR*, AR VEURGÊR (l'agglomération)
MIROUT OUZH X DA (empêcher X de)
POS (PennOspital Skol–veur) = CHU
STRUZHYEC'HEDEL FITOYEC'HEDEL
WAR RIBL WAR VORD