Aucun message portant le libellé Politikerezh. Afficher tous les messages
Aucun message portant le libellé Politikerezh. Afficher tous les messages

18 juin 2018

Tresadennoù.

Ar pellgomzerioù, Macron, ar vell–droad, ar glifozat, an armoù, ar skolioù...
Setu amañ un dastumadeg tresadennoù a bep seurt, embannet e kazetennoù pe er rouedad en nevezamzer!

Klikit da sellout outo:
• Pajenn 1 / trawalc'h gant ar fobal; glav a rafe; kemmesket
• Pajenn 2 / gwirioù ha labour; raktres ha budjed; saverez sokial
• Pajenn 3 / glifozat; tiez–debriñ; pellgomzerioù
• Pajenn 4 / dañjerus eo; istorioù


14 mai 2018

Stéphane Gatignon, bet maer kêr Sevran: "ar Stad n'he deus tamm youl ebet da lakaat ar ghetto da darzhañ".

Maer kêr Sevran, er biz da Baris, eo bet Stéphane Gatignon e–pad 17 vloaz. E dibenn miz Meurzh en doa divizet reiñ e zilez, riñset, skuizh–divi gant e garg. En un atersadenn gant ar gelaouenn Society en deus displeget ar rag hag ar perag eus an disparti etre eñ hag ar politikerezh: ar bec'h da gas an traoù war–raok e banlevioù an 9–3, ar skoilhoù niverus plantet gant ar Stad, an diouer a arc'hant, e zoareoù brudañ ha kabaliñ... Evel kustum eo distagellet mat teod an aotrou maer bet.

• Abaoe bloavezhioù e vez lâret ganeoc'h: «emañ ma c'hêr o vont da darzhañ». A–benn ar fin oc'h–c'hwi an hini o tarzhañ, peogwir ho peus roet ho tilez...
S. GATIGNON: Abaoe 17 vloaz on maer. Ar muiañ posupl a glaskan ober. Met aze 'meus ket startijenn ken. Pounner ar bec'h pa reer war–dro ur gêr 'ma vev 35% eus an dud dindan ar feur paourentez. Kudennoù lojeiz zo, kudennoù surentez ivez. Dav stourm atav. Skuizhus eo. Dav chom a–sav pa grog da vezañ re boanius.

(...)

+ Klikit amañ da lenn ar pennad–skrid en e bezh.




20 novembre 2017

Daech, Raqqa.





Katalonia.



23 octobre 2017

« Mervel zo ret, genel n'eo ket »

Aliesoc'h–aliesañ e vez klevet pe lennet an anvioù PMA ha GPA er mediaoù. Ouzhpenn diskoulmoù mezegel eo deuet an div hentenn–se da vezañ. Ur gudenn eo bremañ, evit ur gevredigezh he deus cheñchet buanoc'h eget he lezennoù. Penaos dirouestlañ an neudenn? Sed aze ar goulenn, a zo bet awenet gantañ ar pennad–stur amañ–dindan, embannet gant Charlie Hebdo.

Ha hoalet e vo stourmerien ar Vanif evit an Holl gant Emmanuel Macron? E vousc'hoarzh 64 dant dezhañ, e asur giz "Yaou", e zoareoù komz disprizus hag amspis a bep eil... N'eo ket sur e vo a–walc'h dezho evit kempouez dismegañs ul lezenn aotreet ganti an HSM (Hiliadur Skoazellet ent–Mezegel). Marlène Schiappa, sekretourez stad e–karg eus an ingalded etre ar maouezed hag ar baotred, he doa kemennet er sizhun dremenet e vo dalc'het d'e c'her gant prezidant ar republik, o seveniñ «ar gouestl–se, graet e–pad ar c'houlzad» gantañ. Evit poent n'halle ober gantañ nemet ar c'houbladoù arallreviat n'hallont ket produiñ. Digoret e vefe d'an holl vaouezed, lesbianezed en o mesk. Peadra da zihuniñ an aerouant roz. Moarvat emañ Santez Ludivine de la Rochère o vodañ he zud, saltetoù ha mokasinoù–o–mez ganto, evit dibunañ er straedoù hag el leurennoù tele, hag int da zifenn ar familh "wir": un tad, ur vamm. Marteze e karfe Macron kemer tro eus an HSM evit plijout aes d'an tu kleiz. Met war an dro e c'hallfe an "tu dehoù gwir", ar sparf dour benniget en un dorn gantañ, ar skourjez e egile, kemer an digarez–se da vont war–wel en–dro.

N'eo ket dister ar gaoz a vo boulc'het, hep mar na marteze, kerkent ha lakaet an "HSM evit an holl vaouezed" war ar stern. Rak daou efed he defe al lezenn a c'hallfe bezañ votet. An holl verc'hed o do ar memes galloud ober gant an hiliadur ent–mezegel, forzh peseurt dibab buhez zo graet ganto. Drezañ e–unan ez aio an HSM e–maez an dachenn vezegel strizh evit mont war an hini gevredigezhel. Ne vo ket ken un diskoulm mezegañ evit stourm ouzh an difrouezhusted pe an nammoù fiziologel a vir ouzh an den da broduiñ "ent–naturel". Un droed digor d'ur rummad keodediz e teuio da vezañ. Gant un efed a–fed lezenn ha n'hallor ket tremen e–biou dezhañ: digevatal e vo an traoù hervez ar reizh. N'eo ket dister, daoust ma vo tennet gounid anezhañ – ur wech n'eo ket atav – gant ar maouezed.

Ma vez digoret an HSM d'an holl vaouezed e vo achu gant an dizingalded a zo anezhi etre ar re arallreviat hag ar re heñvelreviat. Eus an tu all e vo krouet unan nevez, etre ar c'houbladoù merc'hed hag ar c'houbladoù paotred. N'hall ket bezañ e chomfe ar priedoù gour hep lavarout: ha ni? Ar gwir a vefe ganto, diouzh lavar ar C'huzul Broadel Kuzuliañ a–zivout ar Vuhezegezh. E miz Gouere e oa bet embannet gantañ e tlefe holl ar c'houbladoù maouezed gallout ober gant an ensperiañ artifisiel gant roerien, evit ma vefe «digarezet ar pezh gouzañvet gant lod, abalamour dezho da vezañ difrouezhus rak o durc'hadur personel». O vezañ m'eo ar «gouzañv»–se an abeg pennañ a vo digoret an HSM abalamour dezhañ, e c'haller ober anv anezhañ ivez evit ar c'houbladoù paotred. Rak o durc'hadur personel ivez e c'hoarvez memes tra ganto. Met evit digareziñ ar stad–se eo ret ober gant an DEH an hini. Gant e dropellad kofoù–dozviñ, tadoù ha mammoù–beveziñ ha bugale–produ. An engehentadur n'eo ket un droed, ur perzh bevoniel ne lavaran ket. Gallout a reer divizout ober pe chom hep ober gantañ. Pa n'a ket mat en–dro e c'haller el louzaouiñ pe en digareziñ. Diboell–mik eo, avat, er goulenn evit an holl e anv ar "justis sokial" evel ma klemm Marlène Schiappa. A–hent–all e talvezje ez eus ur "gwir da gaout bugale" – pe ur gwir da broduiñ bugale kentoc'h; e c'haller brudañ bugale evel embregerezhioù, forzh pegen ker e vijent; e vije ar vugale e–giz ur Rolex: an neb n'en deus unan da 40 vloaz zo bet c'hwitet e vuhez gantañ. Daoust hag–eñ ne vefe ket aesoc'h, ha reishoc'h war an dro, d'ur politiker bezañ kalonek oc'h embann n'eo ket bezañ divugel ur c'hleñved grevus?

© diwar BIARD Gérard, «L'ovule en marche», Charlie Hebdo, d'an 20 a viz Gwengolo 2017.




• HSM (Hiliadur Skoazellet ent–Mezegel) / PMA (Procréation Médicalement Assistée)
HSM a vez graet eus un oberatadenn vezegel lakaet ganti ur viell hag ur spergellig da gejañ an eil ouzh egile. Div hentenn zo: produiñ in vitro pe ensperiañ artifisiel. Gallout a reer ober gant an HSM goude un diagnostik mezegel, evit «digareziñ an difrouezhusted pe mirout ouzh ur c'hleñved da vezañ treuzkaset d'ar bugel». E 2010 e oa c'hoarvezet 2,7% eus ar ganedigezhioù da–heul un HSM. Ret eo bezañ ur c'houblad arallreviat, a–oad evit produiñ, ha bevañ asambles abaoe daou vloaz da nebeutañ.

• DEH (Doug Evit an Hentez) / GPA (Gestation Pour Autrui)
Da gentañ eo un hentenn produiñ mezegel, evit ar c'houbladoù arallreviat, pa n'hall ket ar vaouez dougen (mammog ebet / fallstummet). Douget eo ar groueell gant ur vaouez all. Honnezh zo ganet ganti ur babig n'eo ket dezhi ent–genel. Koubladoù heñvelreviat a ra gant an DEH ivez: «Hiliadur Evit an Hentez» a vez graet pa vez ensperiet ur viell d'ar plac'h o tougen. Berzet eo an hentenn–se e Bro–C'hall, met ur c'hantad a goubladoù a yafe d'an estrenvro bep bloaz, d'ober ganti.


—— GERIAOUEG ——
AMSPIS (flou, vague)
ARALLREVIAT (hétérosexuel)
BERZAÑ = DIFENN
BEVONIEL (biologique)
BOULC'HAÑ (entamer)
BUHEZEGEZH*, AR V— (l'éthique)
DIGAREZIÑ (pallier; excuser)
AN DURC'HADUR (l'orientation [fig.])
AN ENGEHENTADUR (la procréation)
ENT–GENEL (génétiquement)
HEÑVELREVIAT (homosexuel)
AN HILIADUR (la fécondation) → HIL (semence)
HOALAÑ (séduire, charmer)
KEODEDAD, AR C'H— (le citoyen)
KROUEELL*, AR G— (l'embryon)
AR MAMMOG (l'utérus)
AN NAMM (le problème, le handicap)
PRODUIÑ (se reproduire; produire)
AR REIZH (le genre)
AR SALTET (le serre–tête)
AR SPARF (le goupillon)
AR SPERGELLIG* (le spermatozoïde)
AR VIELL* (l'ovule)
YAOU (Jupiter)

9 octobre 2017

Pegement eo an digoust?

Goude bezañ aozet kaozeadennoù diwar–benn al Liger e oa bet goulennet digant annezidi meurgêr Naoned lavarout o soñj diwar–benn ar cheñchamant doare energiezh. N'eus ket pell e oa bet embannet disoc'hoù an «Diviz Bras»–se. E–touez tri–ugent kinnig a–bep seurt emañ digoust an treuzdougen boutin. Droch e seblante ar mennozh–se bezañ bloavezhioù zo; hogen n'eo ket ken faltazius se ken hiziv an deiz.

E Bro–C'hall eo bet lakaet ar mennozh–se war sav e 36 kêr, kêrioù bihan evit ar braz anezho. E Breizh n'eus nemet div gêr e–lec'h ma c'haller mont gant an treuzdougen boutin evit mann.
Gwitreg eo an hini gentañ. Eno e felle d'an ti–kêr cheñch penn d'ar vazh. Dre ma ne oa ket darempredet stank ar busoù ne oa arc'hantaouet nemet 15% eus ar servij gant ar gwerzh tikedoù. Efedus eo bet an digoust: digeriñ linennoù nevez zo bet posupl zoken, rak muioc'h–mui a dud a ya gant ar bus. Bremañ eo liammet a–hed ar bloaz kreiz–kêr Gwitreg ouzh 7 parrez tro–war–dro, ha 46 parrez e–pad ar vakañsoù–skol. Hervez an ti–kêr ne vefe ket bet uhelaet an tailhoù gwech ebet, a–drugarez da kresk ar gwerzh bilhedoù ha d'ar c'henlabour gant ar c'humunioù all.
Karaez eo an eil. «Ur gwir zibab politikel an hini eo» eme an eil maer e–karg eus an treuzdougen boutin e kêr–benn Kreiz–Breizh. «Dister 'oa hor rouedad kent. Dre zek eo bet lieskementet an niver a veajourien abaoe m'eo digoust». 115.000€ e koust d'ar gumuniezh–kumunioù, met gouez d'an dilennad eo «marc'hadmatoc'h eget a–raok: n'eo ket ret ken moulañ tikedoù, merañ ar rouedad, paeañ kement a implijidi...».

Seul vrasoc'h ar c'hêrioù, seul uheloc'h ''koust an digoust''. Se zo kaoz n'eus kredet meurgêr vras ebet en ober evit poent. Aubagne ha Niort eo ar re vrasañ, an eil abaoe miz Gwengolo. 14 milion a euroioù a gousto dezhi. Paeet e vo gant an implijerien dreist–holl: uhelaet eo bet feur an taos treuzdougen.
An darn vrasañ eus ar c'hêrioù a vez gwelloc'h ganto ober a–hent–all, kavout un doare etre, da skouer o kinnig prizioù bihan d'ar rummad–mañ–rummad. E Baiona e c'haller tapout ar bus evit netra etre kreiz–kêr hag ar parklec'hioù tro–dro hepken. Paeañ zo ret, avat, evit mont gant al linennoù intra–muros. E Breizh emañ kêr Lannuon etre daou soñj, met ma vez digoust an treuzdougen boutin eno e vo serret linennoù zo: pep bazh he deus daou benn, evel ma lavarer.

Kazetennerien an Télégramme zo aet e darempred gant tud dilennet er c'hêrioù bras a Vreizh, evit gouzout ha prest e oa ar bolitikerien eno da lakaat an treuzdougen boutin digoust war ar stern. E Brest e karfed gouzout pelec'h an diaoul e vefe kavet an digoll eus ar gwerzh tikedoù, 12 milion a euroioù dastumet bep bloaz. «Ha goude, an tikedoù c'hoariva 'vo evit mann?» eme un dilennad er veurgêr. «'Vije ket reizh 'vije paeet gant Brestiz ur servij 'hallje an holl tennañ splet anezhañ, ha pa ne vijent ket o chom war dachenn ar veurgêr». E Roazhon e vez klevet arguzennoù all: disteraet e vije kalite ar servij, kresket e vije an tailhoù... En Naoned e oa difennet an digoust e 2008 gant Benoît Blineau, aet war ar renk evit an dilennadegoù kêr, evit ar strollad MoDem. Dezhañ e oa un diviz «ekologel ha ekonomikel». Evit enebiñ outañ e c'houlennas Sophie Jozan, plac'h an UMP, ma vije gwelloc'h marc'had an tikedoù. Da Jean–Marc Ayrault ne oa «ket sirius», peogwir e vije «peurleun an treuzdougen en Naoned» e–giz–se. Bloaz zo e oa roet lañs d'ur sinadeg gant Yves Ardil, ezel d'ar France Insoumise. Gant 5.400 den hepken e oa bet sinet enlinenn.

An arc'hantaouiñ, aze emañ an dalc'h e gwirionez. En Naoned eo bet jedet priz ar cheñchamant bras–se: 58 milion a euroioù (52 milion ma vez lamet rann ar c'hontrolliñ). A–dra–sur e vefe lieskementet an niver a veajourien (hervez studiadennoù zo e c'hallfe bezañ teir gwech muioc'h). Ne vefe tiked ebet ken, met ret e vefe azasaat al linennoù ouzh emdroadur an trafik memes tra: kementad, stankter... Pezh a vefe ker–ruz hervez Johanna Rolland: «an digoust n'eus ket anezhañ. Gant unan bennak eo paeet tu pe du, bepred. Ha petra eo ar gwellañ: paeañ ar servij dre an tailhoù, evel truajad, pe pa vez prenet un tiked?». E teuliad an Diviz Bras eo skrivet e vefe «arc'hantaouet gant an tailhoù lec'hel: drezo en defe aotre pep hini da vont gant an holl zoareoù treuzdougen boutin er veurgêr». Tud all a c'houlenn ma vo ret paeañ evit mont e–barzh kêr gant e garr–tan, ma vo postet muioc'h a arc'hant evit an treuzdougen boutin, ma vo keroc'h parkañ... Met kresket e vo priz an tuañ dija (35€ an dell–gastiz e–lec'h 17€ e kreiz–kêr), pa vo fiziet penn–da–benn an atebegezh–se er c'hêrioù gant ar Stad.
Evit ar mare emañ pell Yann diouzh e gazeg digoust. Hervez Presse Ocean ne vefe ket meurgêr an Naoned e soñj da lakaat an digoust war sav; lakaat prizioù an tikedoù hag ar c'houmanantoù war zigresk ne lavaran ket.
 
© atersadennoù gant CABANAS Éric, «Bus et trams: la gratuité en question», Presse Océan, d'ar Gwener 22 a viz Gwengolo 2017
ha gant TANCA Louis, «Transports en commun: la gratuité paye-t-elle?», le Télégramme, d'ar 6 a viz Here 2017.




Ha ma vefe goulennet ouzh Naonediz...
 
• Emile: «Diskoulmoù zo ouzhpenn ar c'hirri–tan, evel ar marc'hoù–houarn ordin pe dredan, a c'haller mont ganto en tram. Saotrus 'vez ar c'hirri, ha dañjerus ouzhpenn se, evit an dud war droad ha war velo.»
 
• Eliza: «Un araokadenn eo ar cheñchamant doare energiezh. Ma vefe digoust an treuzdougen boutin 'vefe dreist, sur. Met ret eo prederiañ, evit ma vo arc'hantaouet hep lakaat bec'h war an annezidi. Me 'vefe prest da skodenniñ diwar ma gounidoù.»
 
• Padrig: «Ur mennozh mat eo an digoust, met gant piv 'vo paeet? Mont 'ra mat en–dro e Strasbourg, ur gêr droadeien anezhi. Ar c'harrbedoù kas hepken 'zlefe kaout droed da vont e kreiz–kêr. Dav diskoulmañ neudenn an annezidi avat, ha digeriñ parklec'hioù digoust tro–dro d'ar gêr.»
 
• Tieri: «Ur vezh 'vefe! Ar re a c'houlenn beajiñ evit mann 'vo klevet o c'hrozmolat peogwir 'vo kresket an tailhoù! Mat eo din paeañ evit an dud nammet, ar re gozh... met e mod ebet evit ar re divhar dezho: int a c'hall paeañ. Ker eo an tiked? Paeet eo an hanter gant ar veurgêr dija. E Amsterdam eo 2,90€ an tiked!»
 
• Gérard: «E Tolosa 'oa digoust din, peogwir emaon war ma leve. Bremañ emaon o chom en Naoned, hag e rankan paeañ ar priz leun. N'eo ket bet kresket ma leve abaoe pemp bloaz. Gant ma gwetur ez an, neuze, e–mod–se 'koust nebeutoc'h din»
 
• Cyril: «Ma vije digoust 'vije falloc'h–fallañ kalite ar rouedad. Ouzhpenn 'vije kresket an tailhoù. Taolioù disevended 'vije, keroc'h 'vije ar c'hempenn. Diaesoc'h 'vije neveziñ ha diorren ar servij. Gwelloc'h 'vefe liammañ ar parrezioù tro–dro, da skouer Santez–Lusenn ouzh Sant–Sebastian, hep ma vefe ret ehanañ e kreiz–kêr».

 —— GERIAOUEG ——
AN ATEBEGEZH* (la responsabilité)
AN DIGOLL (la compensation)
AN DISEVENDED (l'incivilité)
DISTERAAT (déprécier)
AN EMDROADUR (l'évolution)
FALTAZIUS (fantaisiste)
AR FEUR (le taux)
GOUEZ DA = HERVEZ
GROZMOLAT (grogner)
GWITREG (Vitré)
AN IMPLIJER (l'employeur)
JEDIÑ (calculer)
KARRBED, AR C'HARRBED (le véhicule)
KENT (auparavant)
LAKAAT WAR SAV (mettre en place)
LEMEL, LAM- (enlever, supprimer)
LIESKEMENTIÑ (multiplier)
NAMMET (handicapé) = AMPECHET
PEURLEUN (saturé)
REIZH (juste; normal)
SKODENNIÑ (cotiser)
AR STANKTER (la fréquence)
TELL*–GASTIZ, AN D— (l'amende, le PV)
TENNAÑ SPLET EUS (tirer profit de)
AN TROADEG (le piéton)
TU PE DU (d'une manière ou d'une autre)
AN TRUAJAD (le contribuable)
TUAÑ = PARKAÑ

2 octobre 2017

Unan, daou, tri ... jeu pa gari!

E Paris e vo aozet ar C'hoarioù Olimpek 2024. D'ar Merc'her 13 a viz Gwengolo e oa bet dibabet kêr–benn Bro–C'hall gant ar Poellgor Olimpek Etrebroadel, goude ma oa bet divizet gant Los Angeles gortoz pevar bloaz evit o degemer. Laouen–bras e tlefe ar C'hallaoued bezañ. Eus al lid–digeriñ d'ar lid–klozañ e vo Paris kreizig–kreiz ar bed, rak an darvoud sportel brasañ an hini eo ar C'hoarioù Olimpek. Un arouez a beoc'h hag a levenez int ivez, bodet ganto miliadoù a sportourien, sachet ganto milionoù ag arvesterien, dedennet ganto miliardoù a sellerien. Koulskoude e seblant lod Gallaoued bezañ diseblant, drouklaouen zoken, outo. Petra zo kaoz?

Ar priz, aze emañ an dalc'h. Gouez da Andrew Zimbalist, kelenner war an armerzh, e koustfe ar C'hoarioù 10 miliard a euroioù da nebeutañ. Met re Baris a gousto 6,2 miliard hervez ar strollad aozañ. Hag isprizet eo ar sammad–se gantañ? Moarvat, rak bewech e vez dispignet muioc'h a–vras eget ar pezh a oa raktreset: 14 miliard e–lec'h 6 e Londrez, 50 miliard e–lec'h 12 e Sotchi... ''Mallozh ar maout'' a vefe kaoz. Bep pevar bloaz e vez dispignet muioc'h–mui gant an ostizien, evit klask aozañ ar c'hoarioù bravañ bet aozet a–viskoazh. Treuzfurmet ger–stur De Coubertin ganto: niverusoc'h an atletourien, brasoc'h ar savadurioù, meurdezusoc'h al lidoù... Pep tra a rank bezañ gwelloc'h eget ar gwechoù diwezhañ. E–mod–se ez a ar c'houst war gresk a c'hoarioù da c'hoarioù.

Ha tremen e–biou d'an tech fall–se a ouezo ar C'hallaoued ober? An darn vrasañ (70%) eus ar savadurioù zo anezho dija, met mont war geraat a c'hallfe ar C'hoarioù memes tra. Rak al labourioù: dale a vez peurliesañ, o lieskementiñ koust ar chanterioù. Rak ar surentez: e Kampionad Europa ar vell–droad 2016 he doa koustet an hanter muioc'h eget ar pezh a oa bet jedet, war–lerc'h ar gwalldaolioù. Rak ar c'hevratoù publik–prevez ivez. An hanter eus budjed Paris 2024 a vo diazezet war gevratoù ar seurt, evit sevel ar frammoù a–is. Pa ne vo ket frouezhus a–walc'h ar savadurioù nevez–se e vo ret d'ar Stad paeañ, kredapl. E–giz–se e oa bet paeet ganti 110 milion a euroioù da strollad merañ Stad Frañs en ur ober pemzek vloaz, goude Kib ar Bed 1998.

Lod efedoù eus ar C'hoarioù 2024 zo gouezet dija: a–drugarez dezho e vefe rastellet 10,7 miliard a euroioù gant Paris. 250.000 labour padus a vefe krouet. E–leizh a douristed a vefe degemeret, a c'hallo an ostalerioù hag an tavarnioù ober o mad anezho. Diaesoc'h, avat, eo gouzout efedoù an div sizhunvezh war hir dermen: frouezhus pe koustus? E Gres e oa bet buanaet an enkadenn abalamour d'ar vro da vezañ aozet ar C'H.O. e Atena e 2004. Gant Jacques Rogge, prezidant kozh ar Poellgor Olimpek Etrebroadel, e oa bet anzavet zoken: «abalamour da priz ar C'hoarioù eo bet kresket dle diavaez ar vro, etre 2 ha 3%». Goude bezañ aozet ar C'hoarioù Goañv e rankas kêr C'hrenoble delc'her taosoù lec'hel uhel–uhel e–pad 24 bloaz evit peurbaeañ anezho. Ha memes tra a c'hoarvezo gant Paris 2024? Gant enebourien daonet ar C'hoarioù e vez lavaret eo diboell degemer ar c'hevezadegoù ker–ruz–se pa rank ar Stad ober kof moan. Gwelloc'h e vije bet mont diwar ar renk, evel Boston, Roma, Hambourg ha Budapest.

''An arc'hant zo berr o lost'' emezo ivez. Gwelloc'h e vefe d'ar stad paeañ ospitalioù, skolioù, programmoù imbourc'hiñ... e–lec'h «savadurioù sportel na vint ket talvoudus d'ar braz eus an dud». Alies–mat e vez koustus kempenn anezho, ha re vras e vezont evit un implij boas. E Atena, e Rio hag e Sotchi eo didud ar stadoù dija, dirapar an azezennoù, digempenn al leurennoù... Dre chañs e seblant Paris 2024 bezañ ragevezhiek. Ne vo savet nemet ur greizenn poulloù–neuial hag ur sal nevez, e–kichen Bercy, a–benn 2024. Al linennoù treuzdougen a oa anv anezho e raktresoù Paris Veur c'hoazh. Ar gêr olimpek, 3.500 lojeiz enni, a yelo da garter annez. Peadra da cheñch penn d'ar vazh e Seine–Saint–Denis, evel e reter Londrez, adaozet ha nevezet da–geñver C'H.O. 2012?


Ma vez gounezet muioc'h a vedalennoù gant an ostizien e vefe dister a–walc'h an efedoù war ar gevredigezh. E Breizh–Veur e oa kresket an niver a dud oc'h ober sport ur wech ar sizhun: 700.000 sportour ouzhpenn e 2012, bloavezh ar C'hoarioù eno. Pevar bloaz war–lerc'h, avat, e oa «dipitus» an traoù hervez ministr kozh ar sportoù. Nebeutoc'h a dud a rae sport e 2016 eget e 2012, dre ma ne oa ket harpet ken ar sportoù gant ur gwir bolitikerezh.


 —— GERIAOUEG ——
AN ANNEZ (la résidence)
AN AROUEZ* (le symbole)
AN ARVESTER (le spectateur)
AN ARMERZH = AN EKONOMIEZH*
DIRAPAR (délabré)
AN ENKADENN* (la crise)
AR FRAMM A–IS (l'infrastructure)
AR GER–STUR (la devise)
GOUEZ DA = HERVEZ
HARPAÑ (soutenir)
IMBOURC'HIÑ (rechercher [scientifique])
ISPRIZAÑ (sous-estimer)
JEDIÑ (calculer)
KEVEZADEG*, AR G— (la compétition)
OBER KOF MOAN (se serrer la ceinture)
LIESKEMENTIÑ (multiplier)
MERAÑ (gérer)
MEURDEZUS (majestueux)
AN OSTIZ (l'hôte)
AR POELLGOR (le comité)
RAGEVEZHIEK (prévoyant)
AN TAOS (la taxe)

19 juin 2017

Ar bed goude Daech.

Ar gwalldaol c'hoarvezet e Manchester, gant un "soudard" eus ar Stad Islamek, a lakaio ar Stadoù–Unanet hag o c'hevredidi da dagañ buanoc'h, moarvat, ar c'hreñvlec'hioù diwezhañ eus ar strollad sponterien e Mossoul (Iraq) hag e Raqqa (Siria). Ouzhpenn se e c'hallfe bezañ digoret kaozioù diwar–benn ar strategiezh eno: penaos kompezañ an traoù en div vro pa vo achu gant Daech?
 
Daleet eo bet emgann Raqqa abaoe mizioù, rak etre daou emañ ar bolitikerien amerikan. Daoust ha fiziañ a c'haller er strollad kurd YPG? Da Durkia eo–eñ ur strollad sponterien. Koulskoude emañ ar Gurded hag o c'hevredidi sunnit tost–kenañ ouzh Raqqa, o c'hortoz gouzout petra a vo divizet gant an Amerikaned ober ganto.
 
E–keit–se en deus gallet Daech aozañ taolioù feulster, itriket e Raqqa. N'eus ket pell e lavare din pennoù–bras amerikan e oa raktreset pemp taol sponterezh gant ar Stad Islamek. E Europa emañ an holl lec'hioù buket ganto. Se zo kaoz e c'houlenn ar gevredidi europat kas al labour da benn e Raqqa an abretañ ar gwellañ.
 
Ar pezh spontus degouezhet e Manchester a zegas da soñj deomp pegen diaes eo plegañ gant taolioù fall Daech, ha pegen ker e talvez deomp chom da dermal e–giz–se. War–gil ez a ar Stad Islamek, ha tost distrujet eo ar galifelezh war an dachenn. Unan difetis a chom en e sav avat, e–giz ur rouedad liammet ganti an holl re a garfe veñjiñ diskar ar strollad, evel Salman Abedi, sponter Manchester.
 
Buan e tle seziz Raqqa mont war–raok bremañ. Ne raio ket melestradurezh Trump diwar alioù Turkia. Skoazellet e vo YPG ganti. Bez' e vo ar Gurded kalonenn un emglev ledan a vez graet Bagadoù Demokratel Siria anezhañ. Bloaz zo e oa bet gweladennet ganin ur c'hamp eus o Bagadoù Arbennik, e Norzh Siria: testeni a c'hallan–me int stourmerien ampart ha youlek.
 
Diseblant e selaouas melestradurezh Trump ar pezh kinniget gant Turkia: lakaat war–sav ur bagad all skoazellet gant Ankara. D'ar Pentagon ne vije ket bet hennezh gwall efedus war an dachenn vrezel. Ar choaz nemetañ a oa fiziañ en ur c'henarme heñchet gant ar Gurded pe kas miliadoù a soudarded amerikan d'ober al labour.
 
An dibab kentañ a savas an Ti Gwenn a–du gantañ sizhunvezhioù zo. Evit dinec'hiñ Ankara e voe gwarantet e vefe mestroniet bezañs ar soudarded kurd hag e vefe perzh ar bagadoù sunnit nevez e merañ ar surentez e Raqqa hag e Deiz al–Zour.
 
Memes tra e Mossoul: fin an emgann n'emañ ket pell. Hervez lod ne chomfe nemet 6% eus ar gêr da dapout, da lavarout eo ar gêr gozh er c'hornôg da stêr Tigr. Enni e vefe trapet 600 soudard.
 
Ur wech achu gant emgann Raqqa ha Mossoul e vo dav dirouestlañ un neudenn all: adsevel ar rannvroioù sunnit e Siria hag e Iraq, gant ur gwir c'houarnamant hag ur gwir surentez, evit ma n'aio ket war wel strolladoù estremour a–nevez. Gouzout mat a ra ar servijoù amerikan eo ret soñjal en "deiz goude". Met abaoe tri bloaz n'eus bet raktreset nemeur a draoù. Un intrudu mallus e tle bezañ koulskoude, d'ar Stadoù Unanet ha d'ar stadoù kevreet ganto, evel Jordania, Ejipt, Arabia Saoudat hag an Emirelezhioù Arab Unanet.
 
N'eus ket pell, hervez Servijoù Sekred zo, e vefe en em gavet dre guzh pennoù–bras sunnit ag Iraq, hag int da glask en em glevout diwar–benn dazont o bro. Met evit ar mare en deus bet an intrudu–se efedoù kontrol: dizemglev zo aet war–wel, ha neket ur stategiezh fraezh ha sklaer evit unaniñ ar Sunnited asambles an eil re gant ar re all.
 
E Iraq koulz hag e Siria eo ar Gurded ar gartenn ''joker''. O–unan e renont Rojava, un tiriad etnek dezho e Siria. Awenet e c'hallfe Sunnited Siria bezañ gant kement–se, o klask sevel gouarnamantoù start o diazezoù er c'hornioù–bro dieubet ganto. Eus an tu all eo bet kelaouet Washington gant Kurded Iraq emaint e soñj da aozañ ur refereñdom diwar–benn dizalc'h Kurdia, marteze kerkent hag e miz Gwengolo.
 
Anaoudek–bras eo an pennoù–bras amerikan ouzh Kurded Iraq a zo kevredidi a c'haller fiziañ enno abaoe ar bloavezhioù 1990. Met ur skoilh eo ar votadeg–se: an Amerikaned a vefe gwelloc'h ganto e vefe daleet, da nebeutañ goude an dilennadegoù proviñs (raktreset e Iraq e miz Gwengolo).
 
Adaozet e tle Iraq ha Siria bezañ, evit ma vint renet gwelloc'h, evit ma vo kevreadel aozadur an div stad, peadra da lezel ar minorelezhioù da alanañ eno. Aze emañ an alc'hwez: an amzer goude Daech a zle bezañ un hent evit mont war–raok, ha neket evit kendelc'her gant an doareoù strizh o krignat an div vro. 

© IGNATIUS David, How the world can prepare for the ''day after'' the Islamic State, The Washington Post, d'ar 25 a viz Mae 2017.




—— GERIAOUEG ——
BUKAÑ (cibler, viser)
DIFETIS (abstrait)
DIROUESTLAÑ (démêler)
AN DIZALC'H (l'indépendance) → DALC'H
AN INTRUDU (l'initiative)
ITRIKAÑ (imaginer, intriguer)
KEVREADEL (fédéral)
KEVREDAD, AR C'HEVREDAD (l'allié)
KOMPEZAÑ (aplanir; régler un problème)
KRIGNAT (ronger)
AR SEZIZ (le siège)
AR SKOILH (l'obstacle; le problème)
TERMAL = BEZAÑ ETRE DAOU
AN TIRIAD (le territoire)

15 mai 2017

Gwiskañ bonedoù gant ar gwiskamantoù?

Abalamour da betra goulenn digant ar skolidi c'hall lakaat ur gwiskamant a–nevez? Eus an eil strollad politikel d'egile e cheñch an arguzennoù: stourm ouzh emzalc'hioù zo, degas un hengoun en–dro, liammañ startoc'h ouzh e skol, koachañ an disingalded, lezel ar merkoù e–maez ar skolioù... Liesseurt eo an doareoù ober kinniget gant an eil pe egile: ur gwiskamant dre skol pe ar memes hini er vro a–bezh? ul liv, ur pezh dilhad pe ur gwiskamant? Evit tud all, avat, ne dalvezfe ket ar boan lakaat ar gaoz war ar mennozh–se: didalvoud e vefe, re zister e efedoù e–keñver an disingalded. Ha gwisket eo bonedoù gant difennerien ar gwiskamantoù–skol?


Skrivet e oa e programm François Fillon, e rann an deskadurezh, «evit adlakaat war–wel ster ar strivoù hag an doujañs ouzh ar veli». Er skolioù hag er skolajoù e vefe degaset «ur gwiskamant dibar da bep skol». «Ne vefe ket ur gwiskamant en e bezh dre ret», eme Annie Genevard, kannadez LR e–karg eus an deskadurezh evit an danvez–prezidant. «Ne vefe ket ur saro ordin ivez. Bez' e c'hall bezañ ur pezh dilhad, evel un tee–shirt, pe ur sweat–shirt ur c'habuch outañ». Distro ar gwiskamantoù, neuze, met gwiskamantoù cool anezho.

E 2003 e oa bet graet anv eus an diarbenn–se gant an tu dehou dija. Xavier Darcos, ministr an Deskadurezh Skol, a reas dave dezhañ e–kerzh ar c'haozeadennoù diwar–benn ar merkoù relijiel er skolioù. E–giz–se eo deuet en–dro ar gwiskamantoù er jeu, liv ar patriotism warno: un doare da stourm ouzh ar «gumunielezhouriezh» eo, d'an tu dehou. E miz Genver 2015 e voe kinniget un danvez–lezenn gant kannaded, Eric Ciotti ha Nicolas Dupont–Aignan en o zouez, o dije karet lakaat ar gwiskamantoù da vezañ ret er skolioù. Hervez an destenn e vefe «aet skolioù Jules Ferry da skolioù an diforc'hioù hag an disentiñ, a–wechoù re nac'h talvoudoù hor Republik». Da–heul gwalldaolioù Charlie Hebdo ha Hyper Casher o doa c'hoant stagañ gant emzalc'hioù darn skolidi. An islam a vefe kaoz da–gentañ, war a lavar ar senadour Jacques Grosperrin war ar gazetenn la Croix: «e–mod–se e c'hallfed stourm ouzh an dilhad azeuliñ. Krennardezed zo a vez saeoù hir–mat ganto, abayaoù o anv, evit abostoliñ».

Plijet eo ar c'hannad Bernard Debré gant ar gwiskamantoù abalamour d'ar «romant broadel»: hervezañ e vefe un doare da gendelc'her gantañ. Koulskoude ne vefe ket bet anezhañ da vat. Da Christian Chevalier, sekretour–meur ar sindikad SE–UNSA, eo «ur seurt mojenn: n'eus bet na gwiskamantoù nag unvanded morse». A zo gwir: saroioù ordin, na oant ket ret, a veze gwisket evit «gwareziñ an dilhad ouzh ar tachoù liv, d'ur mare ma oa ker ar gwiad» eme an istorour Claude Lelièvre. Dezhañ e vijent aet diwar–wel abalamour d'ar stiloioù Bic, en em gavet en troñsennoù adalek 1965, ha neket abalamour da viz Mae 1968.

Al laikelezh, an hengoun... Ouzhpenn ar savboentoù politikel zo: efedoù pozitivel o defe ar gwiskamantoù. «Un arouez eus an emezelañ d'ur skol e vefe ar pezh dilhad–se, rak diaezez ar gumuniezh deskiñ eo ar skol, evel m'eo ar familh diazez ar gevredigezh» eme Annie Genevard. Tud zo a soñj dezho e vefe liammetoc'h ar vugale an eil ouzh egile dre o gwiskamant, hag ouzh o skol war an dro. Lorc'h a vefe enno o wiskañ dilhad gwriet ardamez o skol warno. «Ne gav ket deomp e vo diskoulmet pezh a–dreuz er skolioù e–mod–se, met interesus e c'hall bezañ en em santout stag outi, evit diskouez emeur en ul lec'h dibar» eme Jean–Rémi Girard, bez–prezidant Sindikad Broadel al Liseoù hag ar Skolajoù. «Un arouez e vefe. N'eus ket ezhomm eus ur gwiskamant a–bezh, ul liv hepken a c'hallfe bezañ».

Evit lod e vefe an dilhad–skol peadra da unvaniñ. Evit lod all, avat, e vefe ur c'hrenn da frankiz pep hini. Hag int da lavarout eo stummet ar gerioù gallek «uniformisation» hag «uniforme» diwar ar memes gwrizienn. «Ne vez ket ur seblant mat pa grog ur Stad da rediañ war ar c'horfoù. Pouezus eo gallout choaz, evit personelezh an den. N'eus ket a zibarder gant ar gwiskamantoù» eme Christian Chevalier. «Ul lec'h hep e bar, diwallet, eo ar skolioù c'hoazh. Ar bed zo liesseurt anezhañ ouzhpenn se». Petra a zle ar skolioù bezañ, sed kalonenn ar c'haozeadennoù: bezañ ur santual pe bezañ digor war ar bed? 

Er strolladoù all ez eus nebeutoc'h a bolitikourien a–du gant ar gwiskamantoù, met ar re–se a vez arguzet ganto o c'houlenn diverkañ an diforc'hioù sokial. «Evit ar vugale eo ar skolioù al lec'h pennañ ma rankont talañ ouzh an direizhder sokial» eme Jean–Pierre Chevènement. A–du emañ ar senadourez PS Samia Ghali: «memes tra gant an holl, hag ouzhpenn se ez eo bravoc'h». François Bayrou a oa savet a–enep «pouez ar merkoù er skolioù». Evit ar FN e lavar Alain Avello e c'hallfe gwiskamantoù hañval «stourm ouzh an disingaldedoù sokial o orin, a zo merket gant an dilhad». Ganto e vefe disteroc'h an droukziforc'hiñ, neuze? «Evel–just ne vo ket diskoilhet an disingaldedoù er skolioù e–giz–se» eme Michel Richard, sekretour Sindikad Koskor ar Renerezh. «Met gallout a ra mirout da blantañ kevezerezh etre ar skolidi».

Ne gred ket da Jean–Rémi Girard e vo trawalc'h evit bihanaat an digevatalderioù: «forzh penaos e vint gwelus, e mod–pe–vod. Gant an dafar skol, ar pellgomzerioù...». Hervez Christian Chevalier e vefe ''livet'' ar c'hudennoù: «ar grennarded a fell dezho bezañ dishañval an eil re diouzh ar re all. Chupennoù Chanel ha chupennoù Tati a vefe? A–benn ar fin eo un touell. Kuzhet e vefe an disingaldedoù, tra ken. Ha skoet e vefe e–biou d'ar goulenn pennañ: pe sistem kevatalek ha justoc'h a zle bezañ lakaet war–sav ganeomp?».

Diskouez da wiskamant din, me 'lâro dit eus pelec'h emaout o tont: hervez lod e vefe krouet un urzhaz nevez diwar–goust an hini kozh, o lakaat kemm etre ar skolioù, ar skolajoù, ar ranngêrioù... A–hend–all e c'hallfe ar Stad rediañ ar memes gwiskamantoù eus an eil penn eus ar vro d'egile. Met piv a baeo? Ar strollegezhioù lec'hel, evel ma kinnig Alain Avello? Aze emañ an dalc'h. «Ne vefe ket dister ar c'houst, gant ur gwiskamant evit an hañv hag unan evit ar goañv. Met produiñ e Bro–C'hall a c'hallor» eme Michel Richard.

Da c'houde e vefe kudenoù pleustrek da ziskoulmañ. «Hag ar vugale a nac'ho o gwiskañ?» eme Christian Chevalier. «Petra ober ganto? N'afent ket d'ar skol? Reuz a vefe e–pad sizhunvezhioù ha sizhunvezhioù». Hag eñ d'ober anv eus Robert Menard e kêr Veziers: «hennezh a felle dezhañ ober saroioù eno, chomet int war e glud».

© diwar BELAICH Charlotte, Uniforme à l'école: l'éternel retour, Libération, d'an 18 a viz Meurzh 2017.



—— GERIAOUEG ——
ABOSTOLIÑ (faire du prosélytisme)
AN ARDAMEZ (l'armoirie)
AZEULIÑ (adorer [culte])
BELI*, AR VELI (l'autorité)
AN DIARBENN (la mesure)
AN DIAZEZ (la fondation, la base)
AN DIBARDER (la singularité)
AN DIFORC'H (la différence)
AN DIGEVATALDER = AN DISINGALDED*
AN DIREIZHDER (l'injustice)
DISKOILHAÑ ≈ DISKOULMAÑ
DROUKZIFORC'HIÑ (discriminer)
AN EMEZELAÑ (l'adhésion, l'appartenance)
AN EMZALC'H (le comportement)
AR GWIAD (le tissu, le textile)
GWISKAÑ BONEDOÙ (mentir, raconter des sornettes)
GWRIAT (coudre)
GWRIZIENN*, AR WRIZIENN (la racine)
KALONENN*, AR GALONENN (le centre)
KANNAD, AR C'HANNAD (le député)
KEVATALEK (égalitaire)
KEVEZEREZH*, AR G— (la concurrence)
KOACHAÑ = KUZHAT
KOSKOR, AR C'HOSKOR (le personnel)
KRENN, AR C'HRENN (la coupe)
KUMUNIELEZHOURIEZH*, AR G— (le communautarisme)
OBER DAVE DA = OBER ANV EUS
AR SARO (la blouse)
AR STROLLEGEZH* (la collectivité)
AN TALVOUD (la valeur)
AN TOUELL (l'illusion; le leurre)
AN UNVANDED* (l'uniformité)
AN URZHAZ (la hiérarchie)