Ar
gwalldaol c'hoarvezet e Manchester, gant un "soudard" eus
ar Stad Islamek, a lakaio ar Stadoù–Unanet
hag o c'hevredidi da dagañ
buanoc'h, moarvat, ar c'hreñvlec'hioù diwezhañ eus ar strollad
sponterien e Mossoul (Iraq) hag e Raqqa (Siria). Ouzhpenn se e
c'hallfe bezañ digoret kaozioù diwar–benn
ar strategiezh eno: penaos kompezañ
an traoù en div vro pa vo achu gant Daech?
Daleet
eo bet emgann Raqqa abaoe mizioù, rak etre daou emañ ar
bolitikerien amerikan. Daoust ha fiziañ a c'haller er strollad kurd
YPG? Da Durkia eo–eñ ur strollad
sponterien. Koulskoude emañ ar Gurded hag o c'hevredidi sunnit
tost–kenañ
ouzh Raqqa, o c'hortoz gouzout petra a vo divizet gant an Amerikaned
ober ganto.
E–keit–se
en deus gallet Daech aozañ taolioù feulster,
itriket
e Raqqa. N'eus ket pell e lavare din pennoù–bras
amerikan e oa raktreset pemp taol sponterezh gant ar Stad Islamek. E
Europa emañ an holl lec'hioù buket
ganto. Se zo kaoz e c'houlenn ar gevredidi europat kas al labour da
benn e Raqqa an abretañ ar gwellañ.
Ar
pezh spontus degouezhet e Manchester a zegas da soñj deomp pegen
diaes eo plegañ gant taolioù fall Daech, ha pegen ker e talvez
deomp chom da dermal
e–giz–se.
War–gil ez a ar Stad Islamek, ha
tost distrujet eo ar galifelezh war an dachenn. Unan
difetis
a chom en e sav avat, e–giz
ur rouedad liammet ganti an holl re a garfe veñjiñ diskar ar
strollad, evel Salman Abedi, sponter Manchester.
Buan
e tle seziz Raqqa mont
war–raok bremañ. Ne raio ket
melestradurezh Trump diwar alioù Turkia. Skoazellet e vo YPG ganti.
Bez' e vo ar Gurded kalonenn un emglev ledan a vez graet Bagadoù
Demokratel Siria anezhañ. Bloaz zo e oa bet gweladennet ganin ur
c'hamp eus o Bagadoù Arbennik, e Norzh Siria: testeni a c'hallan–me
int stourmerien ampart ha youlek.
Diseblant
e selaouas melestradurezh Trump ar pezh kinniget gant Turkia: lakaat
war–sav
ur bagad all skoazellet gant Ankara. D'ar Pentagon ne vije ket bet
hennezh gwall efedus war an dachenn vrezel. Ar choaz nemetañ a oa
fiziañ en ur c'henarme heñchet gant ar Gurded pe kas miliadoù a
soudarded amerikan d'ober al labour.
An
dibab kentañ a savas an Ti Gwenn a–du
gantañ sizhunvezhioù zo. Evit dinec'hiñ Ankara e voe gwarantet e
vefe mestroniet bezañs ar soudarded kurd hag e vefe perzh ar bagadoù
sunnit nevez e merañ ar surentez e Raqqa hag e Deiz al–Zour.
Memes
tra e Mossoul: fin an emgann n'emañ ket pell. Hervez lod ne chomfe
nemet 6% eus ar gêr da dapout, da lavarout eo ar gêr gozh er
c'hornôg da stêr Tigr. Enni e vefe trapet 600 soudard.
Ur
wech achu gant emgann Raqqa ha Mossoul e vo dav dirouestlañ
un neudenn all: adsevel ar rannvroioù sunnit e Siria hag e Iraq,
gant ur gwir c'houarnamant hag ur gwir surentez, evit ma n'aio ket
war wel strolladoù estremour a–nevez.
Gouzout mat a ra ar servijoù amerikan eo ret soñjal en "deiz
goude". Met abaoe tri bloaz n'eus bet raktreset nemeur a draoù.
Un intrudu mallus e tle
bezañ koulskoude, d'ar Stadoù Unanet ha d'ar stadoù kevreet ganto,
evel Jordania, Ejipt, Arabia Saoudat hag an Emirelezhioù Arab
Unanet.
N'eus
ket pell, hervez Servijoù Sekred zo, e vefe en em gavet dre guzh
pennoù–bras sunnit ag Iraq, hag
int da glask en em glevout diwar–benn
dazont o bro. Met evit ar mare en deus bet an intrudu–se
efedoù kontrol: dizemglev zo aet war–wel,
ha neket ur stategiezh fraezh ha sklaer evit unaniñ ar Sunnited
asambles an eil re gant ar re all.
E
Iraq koulz hag e Siria eo ar Gurded
ar gartenn ''joker''. O–unan
e renont Rojava, un tiriad
etnek dezho e Siria. Awenet e c'hallfe Sunnited Siria bezañ
gant kement–se, o klask sevel
gouarnamantoù start o diazezoù er c'hornioù–bro
dieubet ganto. Eus an tu all eo bet kelaouet Washington gant Kurded
Iraq emaint e soñj da aozañ ur refereñdom diwar–benn
dizalc'h Kurdia, marteze
kerkent hag e miz Gwengolo.
Anaoudek–bras
eo an pennoù–bras amerikan ouzh
Kurded Iraq a zo kevredidi a c'haller fiziañ enno abaoe ar
bloavezhioù 1990. Met ur skoilh
eo ar votadeg–se: an Amerikaned a
vefe gwelloc'h ganto e vefe daleet, da nebeutañ goude an
dilennadegoù proviñs (raktreset e Iraq e miz Gwengolo).
Adaozet
e tle Iraq ha Siria bezañ, evit ma vint renet gwelloc'h, evit ma vo
kevreadel aozadur an div
stad, peadra da lezel ar minorelezhioù da alanañ eno. Aze emañ an
alc'hwez: an amzer goude Daech a zle bezañ un hent evit mont
war–raok, ha neket evit kendelc'her
gant an doareoù strizh o krignat
an div vro.
©
IGNATIUS David, How the world can prepare for the ''day after'' the
Islamic State, The
Washington Post, d'ar 25 a viz Mae 2017.
—— GERIAOUEG
——
BUKAÑ
(cibler, viser)
DIFETIS
(abstrait)
DIROUESTLAÑ (démêler)
DIROUESTLAÑ (démêler)
AN
DIZALC'H (l'indépendance) → DALC'H
AN
INTRUDU (l'initiative)
ITRIKAÑ
(imaginer, intriguer)
KEVREADEL
(fédéral)
KEVREDAD,
AR C'HEVREDAD
(l'allié)
KOMPEZAÑ
(aplanir; régler un problème)
KRIGNAT
(ronger)
AR
SEZIZ (le siège)
AR
SKOILH (l'obstacle; le problème)
TERMAL
= BEZAÑ ETRE DAOU
AN
TIRIAD (le territoire)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire