E
Paris e vo aozet ar C'hoarioù Olimpek 2024. D'ar Merc'her 13 a viz
Gwengolo e oa bet dibabet kêr–benn
Bro–C'hall gant ar Poellgor
Olimpek Etrebroadel, goude ma oa bet divizet gant Los Angeles gortoz
pevar bloaz evit o degemer. Laouen–bras
e tlefe ar C'hallaoued bezañ. Eus al lid–digeriñ
d'ar lid–klozañ e vo Paris kreizig–kreiz ar bed, rak an darvoud
sportel brasañ an hini eo ar C'hoarioù Olimpek. Un arouez
a beoc'h hag a levenez int ivez, bodet ganto miliadoù a sportourien,
sachet ganto milionoù ag arvesterien,
dedennet ganto miliardoù a sellerien. Koulskoude e seblant lod
Gallaoued bezañ diseblant, drouklaouen zoken, outo. Petra zo kaoz?
Ar
priz, aze emañ an dalc'h. Gouez da
Andrew Zimbalist, kelenner war an armerzh,
e koustfe ar C'hoarioù 10 miliard a euroioù da nebeutañ. Met re
Baris a gousto 6,2 miliard hervez ar strollad aozañ. Hag isprizet
eo ar sammad–se
gantañ? Moarvat, rak bewech e vez dispignet muioc'h a–vras
eget ar pezh a oa raktreset: 14 miliard e–lec'h
6 e Londrez, 50 miliard e–lec'h 12
e Sotchi... ''Mallozh ar maout'' a vefe kaoz. Bep pevar bloaz e vez
dispignet muioc'h–mui gant an ostizien,
evit klask aozañ ar c'hoarioù bravañ bet aozet a–viskoazh.
Treuzfurmet ger–stur
De Coubertin ganto: niverusoc'h an atletourien, brasoc'h ar
savadurioù, meurdezusoc'h
al lidoù... Pep tra a rank bezañ gwelloc'h eget ar gwechoù
diwezhañ. E–mod–se ez a ar c'houst war gresk a c'hoarioù da
c'hoarioù.
Ha
tremen e–biou d'an tech fall–se a ouezo ar C'hallaoued ober? An
darn vrasañ (70%) eus ar savadurioù zo anezho dija, met mont war
geraat a c'hallfe ar C'hoarioù memes tra.
Rak al labourioù: dale a vez peurliesañ, o lieskementiñ
koust ar chanterioù. Rak
ar surentez: e Kampionad Europa ar vell–droad 2016 he doa koustet
an hanter muioc'h eget ar pezh a oa bet jedet,
war–lerc'h ar gwalldaolioù. Rak ar c'hevratoù publik–prevez
ivez. An hanter eus budjed Paris 2024 a vo diazezet war gevratoù ar
seurt, evit sevel ar frammoù
a–is. Pa ne vo ket
frouezhus a–walc'h ar savadurioù nevez–se e vo ret d'ar Stad
paeañ, kredapl. E–giz–se e oa bet paeet ganti 110 milion a
euroioù da
strollad merañ
Stad Frañs en ur ober pemzek
vloaz, goude Kib ar Bed 1998.
Lod
efedoù eus ar C'hoarioù 2024 zo gouezet dija: a–drugarez dezho e
vefe rastellet 10,7 miliard a euroioù gant Paris. 250.000 labour
padus a vefe krouet. E–leizh a douristed a vefe degemeret, a
c'hallo an ostalerioù hag an tavarnioù ober o mad anezho.
Diaesoc'h, avat, eo gouzout efedoù an div sizhunvezh war hir dermen:
frouezhus pe koustus? E Gres e
oa bet buanaet an enkadenn
abalamour d'ar vro da vezañ aozet ar C'H.O. e Atena e 2004. Gant
Jacques Rogge, prezidant kozh ar Poellgor Olimpek Etrebroadel, e oa
bet anzavet zoken: «abalamour
da priz ar C'hoarioù eo bet kresket dle diavaez ar vro, etre 2 ha
3%».
Goude bezañ aozet ar C'hoarioù Goañv e rankas kêr C'hrenoble
delc'her taosoù
lec'hel uhel–uhel e–pad 24 bloaz evit peurbaeañ anezho. Ha memes
tra a c'hoarvezo gant Paris 2024? Gant enebourien daonet ar C'hoarioù
e vez lavaret eo diboell degemer ar c'hevezadegoù
ker–ruz–se pa rank ar Stad ober kof
moan.
Gwelloc'h e vije bet mont diwar ar renk, evel Boston, Roma, Hambourg
ha Budapest.
''An
arc'hant zo berr o lost'' emezo ivez. Gwelloc'h e vefe d'ar
stad paeañ ospitalioù, skolioù, programmoù imbourc'hiñ...
e–lec'h «savadurioù sportel na
vint ket talvoudus d'ar braz eus an dud».
Alies–mat e vez koustus kempenn anezho, ha re vras e vezont evit un
implij boas. E Atena, e Rio hag e Sotchi eo didud ar stadoù dija,
dirapar
an azezennoù, digempenn al leurennoù... Dre chañs e seblant Paris
2024 bezañ ragevezhiek.
Ne
vo savet nemet ur greizenn poulloù–neuial hag ur sal nevez,
e–kichen Bercy, a–benn 2024. Al linennoù treuzdougen a oa anv
anezho e raktresoù Paris Veur c'hoazh. Ar gêr olimpek, 3.500 lojeiz
enni, a yelo da garter annez.
Peadra da cheñch penn d'ar vazh e Seine–Saint–Denis, evel e
reter Londrez, adaozet ha nevezet da–geñver C'H.O. 2012?
Ma
vez gounezet muioc'h a vedalennoù gant an ostizien e vefe dister
a–walc'h an efedoù war ar gevredigezh. E Breizh–Veur e oa
kresket an niver a dud oc'h ober sport ur wech ar sizhun: 700.000
sportour ouzhpenn e 2012, bloavezh ar C'hoarioù eno. Pevar bloaz
war–lerc'h, avat, e oa «dipitus»
an traoù hervez ministr kozh ar sportoù. Nebeutoc'h a dud a rae
sport e 2016 eget e 2012, dre ma ne oa ket harpet
ken ar sportoù gant ur gwir bolitikerezh.
—— GERIAOUEG
——
AN
ANNEZ
(la résidence)
AN
AROUEZ*
(le symbole)
AN
ARVESTER
(le spectateur)
AN
ARMERZH = AN EKONOMIEZH*
DIRAPAR
(délabré)
AN ENKADENN* (la crise)
AR FRAMM A–IS (l'infrastructure)
AR FRAMM A–IS (l'infrastructure)
AR
GER–STUR (la
devise)
GOUEZ
DA = HERVEZ
HARPAÑ
(soutenir)
IMBOURC'HIÑ
(rechercher [scientifique])
ISPRIZAÑ
(sous-estimer)
JEDIÑ
(calculer)
KEVEZADEG*,
AR G— (la
compétition)
OBER
KOF MOAN (se serrer la ceinture)
LIESKEMENTIÑ
(multiplier)
MERAÑ
(gérer)
MEURDEZUS
(majestueux)
AN
OSTIZ (l'hôte)
AR
POELLGOR (le comité)
RAGEVEZHIEK
(prévoyant)
AN
TAOS (la taxe)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire