Goude
bezañ aozet kaozeadennoù diwar–benn al Liger e oa bet goulennet
digant annezidi meurgêr Naoned lavarout o soñj diwar–benn ar
cheñchamant doare energiezh. N'eus ket pell e oa bet embannet
disoc'hoù an «Diviz Bras»–se.
E–touez tri–ugent kinnig a–bep
seurt emañ digoust an treuzdougen boutin. Droch e seblante ar
mennozh–se bezañ bloavezhioù zo; hogen n'eo ket ken faltazius
se ken hiziv an deiz.
E
Bro–C'hall eo bet lakaet
ar mennozh–se war sav
e 36 kêr, kêrioù bihan evit ar braz anezho. E Breizh n'eus nemet
div gêr e–lec'h ma c'haller mont gant an treuzdougen boutin evit
mann.
Gwitreg
eo an hini gentañ. Eno e felle d'an ti–kêr cheñch penn d'ar
vazh. Dre ma ne oa ket darempredet stank ar busoù ne oa
arc'hantaouet nemet 15% eus ar servij gant ar gwerzh tikedoù. Efedus
eo bet an digoust: digeriñ linennoù nevez zo bet posupl zoken, rak
muioc'h–mui a dud a ya gant ar bus. Bremañ eo liammet a–hed ar
bloaz kreiz–kêr Gwitreg ouzh 7 parrez tro–war–dro, ha 46
parrez e–pad ar vakañsoù–skol. Hervez an ti–kêr ne vefe ket
bet uhelaet an tailhoù gwech ebet, a–drugarez da kresk ar gwerzh
bilhedoù ha d'ar c'henlabour gant
ar c'humunioù all.
Karaez
eo an eil. «Ur gwir zibab politikel an hini eo» eme an eil
maer e–karg eus an treuzdougen boutin e kêr–benn Kreiz–Breizh.
«Dister 'oa hor rouedad kent.
Dre zek eo bet lieskementet
an niver a veajourien abaoe m'eo digoust».
115.000€ e koust d'ar gumuniezh–kumunioù, met gouez
d'an
dilennad eo «marc'hadmatoc'h
eget a–raok: n'eo ket ret ken moulañ tikedoù, merañ ar rouedad,
paeañ kement a implijidi...».
Seul
vrasoc'h ar c'hêrioù, seul uheloc'h ''koust an digoust''. Se zo
kaoz n'eus kredet meurgêr vras ebet en ober evit poent. Aubagne ha
Niort eo ar re vrasañ, an eil abaoe miz Gwengolo. 14 milion a
euroioù a gousto dezhi. Paeet e vo gant an implijerien
dreist–holl: uhelaet eo bet feur
an taos treuzdougen.
An
darn vrasañ eus ar c'hêrioù a vez gwelloc'h ganto ober a–hent–all,
kavout un doare etre, da skouer o kinnig prizioù bihan d'ar
rummad–mañ–rummad. E Baiona e c'haller tapout ar bus evit netra
etre kreiz–kêr hag ar parklec'hioù tro–dro hepken. Paeañ zo
ret, avat, evit mont gant al linennoù intra–muros. E Breizh
emañ kêr Lannuon etre daou soñj, met ma vez digoust an treuzdougen
boutin eno e vo serret linennoù zo: pep bazh he deus daou benn, evel
ma lavarer.
Kazetennerien
an Télégramme zo aet e darempred gant tud dilennet er
c'hêrioù bras a Vreizh, evit gouzout ha prest e oa ar bolitikerien
eno da lakaat an treuzdougen boutin digoust war ar stern. E Brest e
karfed gouzout pelec'h an diaoul e vefe kavet an digoll
eus ar gwerzh tikedoù, 12 milion a euroioù dastumet bep bloaz. «Ha
goude, an tikedoù c'hoariva 'vo evit mann?» eme un dilennad er
veurgêr. «'Vije ket reizh
'vije paeet gant Brestiz ur servij 'hallje an holl tennañ
splet anezhañ, ha pa ne vijent ket o chom war dachenn
ar veurgêr». E Roazhon e vez klevet arguzennoù all: disteraet
e vije kalite ar servij, kresket e vije an tailhoù... En Naoned e oa
difennet an digoust e 2008 gant Benoît Blineau, aet war ar renk evit
an dilennadegoù kêr, evit ar strollad MoDem. Dezhañ e oa un diviz
«ekologel ha ekonomikel». Evit enebiñ outañ e c'houlennas
Sophie Jozan, plac'h an UMP, ma vije gwelloc'h marc'had an tikedoù.
Da Jean–Marc Ayrault ne oa «ket sirius», peogwir e vije
«peurleun an
treuzdougen en Naoned» e–giz–se. Bloaz zo e oa roet lañs
d'ur sinadeg gant Yves Ardil, ezel d'ar France Insoumise. Gant
5.400 den hepken e oa bet sinet enlinenn.
An
arc'hantaouiñ, aze emañ an dalc'h e gwirionez. En Naoned eo bet
jedet priz ar cheñchamant
bras–se: 58 milion a euroioù (52 milion ma vez lamet
rann ar c'hontrolliñ). A–dra–sur e vefe lieskementet an niver a
veajourien (hervez studiadennoù zo e c'hallfe bezañ teir gwech muioc'h). Ne vefe tiked ebet ken, met ret e vefe azasaat al
linennoù ouzh emdroadur an
trafik memes tra: kementad, stankter... Pezh a vefe ker–ruz hervez Johanna Rolland: «an digoust n'eus
ket anezhañ. Gant unan bennak eo paeet tu pe du,
bepred. Ha petra eo ar gwellañ:
paeañ ar servij dre an tailhoù, evel truajad,
pe pa vez prenet un tiked?». E teuliad an Diviz
Bras eo skrivet e vefe «arc'hantaouet gant an tailhoù
lec'hel: drezo en defe aotre pep hini da vont gant an holl zoareoù
treuzdougen boutin er veurgêr». Tud all a c'houlenn ma vo
ret paeañ evit mont e–barzh kêr gant e garr–tan, ma vo
postet muioc'h a arc'hant evit an treuzdougen boutin, ma vo keroc'h
parkañ... Met kresket e vo priz an tuañ
dija (35€ an dell–gastiz
e–lec'h 17€ e kreiz–kêr), pa vo fiziet
penn–da–benn an atebegezh–se
er c'hêrioù gant ar Stad.
Evit
ar mare emañ pell Yann diouzh e gazeg digoust. Hervez Presse Ocean
ne vefe ket meurgêr an Naoned e soñj da lakaat an digoust war sav;
lakaat prizioù an tikedoù hag ar c'houmanantoù war zigresk ne
lavaran ket.
©
atersadennoù gant CABANAS Éric,
«Bus et trams: la gratuité en
question», Presse Océan, d'ar Gwener 22 a viz
Gwengolo 2017
ha gant TANCA Louis, «Transports en commun: la
gratuité paye-t-elle?», le Télégramme, d'ar 6 a viz Here
2017.
Ha
ma vefe goulennet ouzh Naonediz...
• Emile:
«Diskoulmoù zo ouzhpenn ar c'hirri–tan, evel ar
marc'hoù–houarn ordin pe dredan, a c'haller mont
ganto en tram. Saotrus 'vez ar c'hirri, ha dañjerus ouzhpenn se,
evit an dud war droad ha war velo.»
• Eliza:
«Un araokadenn eo ar cheñchamant doare energiezh. Ma vefe
digoust an treuzdougen boutin 'vefe dreist, sur. Met ret eo
prederiañ, evit ma vo arc'hantaouet hep lakaat bec'h war an
annezidi. Me 'vefe prest da skodenniñ
diwar ma gounidoù.»
• Padrig:
«Ur mennozh mat eo an digoust, met gant piv 'vo paeet? Mont 'ra
mat en–dro e Strasbourg, ur gêr droadeien
anezhi. Ar c'harrbedoù
kas hepken 'zlefe kaout droed da vont e kreiz–kêr.
Dav diskoulmañ neudenn an annezidi avat, ha digeriñ parklec'hioù
digoust tro–dro d'ar gêr.»
• Tieri:
«Ur vezh 'vefe! Ar re a c'houlenn beajiñ evit mann 'vo klevet o
c'hrozmolat
peogwir 'vo kresket an tailhoù! Mat eo din paeañ evit an dud
nammet, ar re
gozh... met e mod ebet evit ar re divhar dezho: int a c'hall paeañ.
Ker eo an tiked? Paeet eo an hanter gant ar veurgêr dija. E
Amsterdam eo 2,90€ an tiked!»
• Gérard:
«E Tolosa 'oa digoust din, peogwir emaon war ma leve. Bremañ
emaon o chom en Naoned, hag e rankan paeañ ar priz leun. N'eo ket
bet kresket ma leve abaoe pemp bloaz. Gant ma gwetur ez an, neuze,
e–mod–se 'koust nebeutoc'h din»
• Cyril:
«Ma vije digoust 'vije falloc'h–fallañ
kalite ar rouedad. Ouzhpenn 'vije kresket an tailhoù. Taolioù
disevended
'vije, keroc'h 'vije ar c'hempenn. Diaesoc'h 'vije neveziñ ha
diorren ar servij. Gwelloc'h 'vefe liammañ ar parrezioù tro–dro,
da skouer Santez–Lusenn
ouzh Sant–Sebastian,
hep ma vefe ret ehanañ e kreiz–kêr».
—— GERIAOUEG
——
AN
ATEBEGEZH* (la responsabilité)
AN
DIGOLL (la compensation)
AN
DISEVENDED (l'incivilité)
DISTERAAT (déprécier)
DISTERAAT (déprécier)
AN
EMDROADUR (l'évolution)
FALTAZIUS
(fantaisiste)
AR
FEUR (le taux)
GOUEZ
DA = HERVEZ
GROZMOLAT
(grogner)
GWITREG
(Vitré)
AN
IMPLIJER (l'employeur)
JEDIÑ
(calculer)
KARRBED,
AR C'HARRBED (le véhicule)
KENT
(auparavant)
LAKAAT
WAR SAV (mettre en place)
LEMEL,
LAM- (enlever, supprimer)
LIESKEMENTIÑ
(multiplier)
NAMMET
(handicapé) = AMPECHET
PEURLEUN
(saturé)
REIZH
(juste; normal)
SKODENNIÑ
(cotiser)
AR
STANKTER (la fréquence)
TELL*–GASTIZ,
AN D— (l'amende, le
PV)
TENNAÑ
SPLET EUS (tirer profit de)
AN
TROADEG (le piéton)
TU
PE DU (d'une manière ou d'une autre)
AN
TRUAJAD (le contribuable)
TUAÑ
= PARKAÑ
Aucun commentaire:
Publier un commentaire