16 mars 2015

Bevañ asambles, mervel asambles...

Ha dav eo deomp klask mervel asambles, dre ma n'omp ket evit bevañ asambles? N'eus nemeur a zanvezioù ken tabou hag an eutanaziezh, ma digarezit, «fin ar vuhez», evel ma klever abaoe m'eo krog an divizoù diwar he fenn er parlamant.
D'ar Merc'her 11 a viz Meurzh ez eus bet nac'het un enkemmad aotreet gantañ «ur skoazell mezegel evit mervel». Abalamour da betra? Ne vefe ket prest ar C'hallaoued, arabat chalañ anezho.



Elec'h «skoazell evit vervel» e kav gwelloc'h ar gannaded ober «hezañ don ha dibaouez» eus an afer. Eus petra zo kaoz resis? Gant Alain Claeys, unan eus an danevellerien, e oa bet termenet evelhenn: reiñ d'ar re o vervel «diboan greñv, en ur baouez gant tout al louzaouiñ, en o zouez ar boueta hag an dourennañ artifisiel».
An neb o labourat gant tud toc'hor a oar e vez graet  e–giz–se dija, en ospitalioù, pe er gêr. Dres er memes mod. Evit kas ar glañvourien war o zremenvan d'an Anaon, buan hag aes.
Sed aze pal ar vezeien ha hini ar gerent, daoust ma ne vez ket geriet ganto james. Ne vez ket dibunet ar gerioùse; lennet e vezont, avat, gant an eil e daoulagad egile. N'ouzer ket hageñ eo mat pe ket. N'ouzer ket hageñ e vefe gwelloc'h ober gant ar gerioùse. E–giz–se emañ. En em gompren a reer.

Aotreet e vo an oberse gant al lezenn. Ganti e vo duet paper. Ur redi eo. Setu ar gerioù dibabet: «hezañ don ha dibaouez». Pegen dishañval eo diouzh ar gwir da vervel? N'eo ket tamm ebet: «ur skoazell da vervel eo an hezañ don», eme Claeys, fraezh ha sklaer. Ur skoazell da vervel an hini eo, daoust m'eo difennetgroñs en embann. Er parlamant da vihanañ. En ur gazetenn e c'hall bezañ embannet kement; hogen ne c'hall ket bezañ er parlamant. Komzoù ar seurt a vez distripet gant Claeys pa respont d'ur c'hazetenner bennak. Met ne gred ket en ober pa respont d'ur c'hannad bennak.
Er memes pennadskrid e oa souezhetmik ar gazetennerez gant kement a ardoù. «A–du gant an eutanaziezh emañ 96% eus ar C'hallaoued», emezi. Sell 'ta!
E gwirionez eo bet prenet ar sontadegse gant ar Gevredigezh evit kaout ar Gwir da Vervel en un doare Dereat (ADMD, Association pour le droit de mourir dans la dignité). Ar sontadeg n'eo ket sklaer anezhi. N'eus ket anv eus «eutanaziezh» enni. Pezh zo meneget eo «lakaat penn, hep poan, da vuhez an dud tonket da vervel rak ur c'hleñved dic'houzañvus, ma'z eo goulennet ganto». Evit tizhout 96% eo dav sammañ ar re o respont «ya, adu penndabenn» (54%) hag ar re o respont «ya, e degouezhioù zo» (42%). N'eo ket memes savboent, daoust m'eo sklaer awalc'h an traoù.

Abalamour da betra eo ken evezhiek ar bolitikerien? Aes eo gouzout. E penn kentañ miz Meurzh e oa bet embannet un destenn e pajenn gentañ le Monde. Honnezh a oa bet sinet gant pemp dileuriad e anv an darn vrasañ eus ar relijionoù kredet enno e BroC'hall. An titl anezhi: «ret eo diwall an difenn da lazhañ».

Adrasur emañ ar muiañniver gant an dud hep kredenn, en deizahiziv, e BroC'hall. Met bez' ez eus eus an aozadurioùse. Dav eo damantiñ dezho. Hag en abeg da se lezenniñ diwar hanterc'her. Ha mat eo pe ket? Feiz! Gant ma c'haller, tammhatamm, mervel asambles...

© diwar SCHNEIDERMANN Daniel, Ne dites pas euthanasie..., Arrêt sur images, d'an 12 a viz Meurzh 2015.

———— GERIAOUEG ————
AN ARDOÙ (les manières, les artifices)
DAMANTIÑ DA (ménager)
AN DANEVELLER (le rapporteur; le narrateur)
AN DILEURIAD (le représentant) → LEUR
DRES (précisément)
AN ENKEMMAD (l'amendement) → KEMMADUR
EVEZHIEK (prudent; attentif)
GERIAÑ (exprimer) → GERIADUR
AN HEZAÑ (la sédation)
TERMENIÑ (définir)
TOC'HOR (agonisant)
TONKAÑ (destiner)