Ha
dav eo deomp klask mervel asambles, dre ma n'omp ket evit bevañ
asambles? N'eus nemeur a zanvezioù ken tabou hag an eutanaziezh, ma
digarezit, «fin ar vuhez», evel ma klever abaoe m'eo krog an
divizoù diwar he fenn er parlamant.
D'ar
Merc'her 11 a viz Meurzh ez eus bet nac'het un enkemmad
aotreet gantañ «ur skoazell mezegel evit mervel». Abalamour
da betra? Ne vefe ket prest ar C'hallaoued, arabat chalañ anezho.
E–lec'h
«skoazell evit vervel» e kav gwelloc'h ar gannaded ober
«hezañ don ha
dibaouez» eus an afer. Eus petra zo kaoz resis? Gant Alain
Claeys, unan eus an danevellerien,
e oa bet termenet evel–henn:
reiñ d'ar re o vervel «diboan
greñv, en ur baouez gant tout al louzaouiñ, en o zouez ar boueta
hag an dourennañ artifisiel».
An
neb o labourat gant tud toc'hor
a oar e vez graet e–giz–se dija,
en ospitalioù, pe er gêr. Dres
er memes mod. Evit kas ar glañvourien war o zremenvan d'an Anaon,
buan hag aes.
Sed
aze pal ar vezeien ha hini ar gerent, daoust ma ne vez ket geriet
ganto james. Ne vez ket dibunet ar gerioù–se;
lennet e vezont, avat, gant an eil e daoulagad egile. N'ouzer ket
hag–eñ eo mat pe ket. N'ouzer ket
hag–eñ e vefe gwelloc'h ober gant
ar gerioù–se. E–giz–se emañ. En em gompren a reer.
Aotreet
e vo an ober–se gant al lezenn.
Ganti e vo duet paper. Ur redi eo. Setu ar gerioù dibabet: «hezañ
don ha dibaouez». Pegen dishañval eo diouzh ar gwir da vervel?
N'eo ket tamm ebet: «ur skoazell da vervel eo an hezañ don»,
eme Claeys, fraezh ha sklaer. Ur skoazell da vervel an hini eo,
daoust m'eo difennet–groñs en
embann. Er parlamant da vihanañ. En ur gazetenn e c'hall bezañ
embannet kement; hogen ne c'hall ket bezañ er parlamant. Komzoù ar
seurt a vez distripet gant Claeys pa respont d'ur c'hazetenner
bennak. Met ne gred ket en ober pa respont d'ur c'hannad bennak.
Er
memes pennad–skrid e oa
souezhet–mik ar gazetennerez gant
kement a ardoù. «A–du gant an eutanaziezh emañ
96% eus ar C'hallaoued», emezi. Sell
'ta!
E
gwirionez eo bet prenet ar sontadeg–se
gant ar Gevredigezh evit kaout ar Gwir da Vervel en un doare Dereat
(ADMD, Association pour le droit
de mourir dans la dignité). Ar sontadeg n'eo ket sklaer
anezhi. N'eus ket anv eus «eutanaziezh» enni. Pezh zo
meneget eo «lakaat penn, hep poan, da vuhez an dud tonket
da vervel rak ur c'hleñved dic'houzañvus, ma'z eo goulennet ganto».
Evit tizhout 96% eo dav sammañ ar
re o respont «ya, a–du
penn–da–benn»
(54%) hag ar re o respont «ya,
e degouezhioù zo»
(42%). N'eo ket memes savboent, daoust m'eo sklaer a–walc'h
an traoù.
Abalamour
da betra eo ken evezhiek ar
bolitikerien? Aes eo gouzout. E penn kentañ miz Meurzh e oa bet
embannet un destenn e pajenn gentañ
le Monde.
Honnezh a oa bet sinet gant pemp dileuriad
e
anv an darn vrasañ eus ar relijionoù kredet enno e Bro–C'hall.
An titl anezhi: «ret eo diwall an difenn da lazhañ».
A–dra–sur
emañ ar muiañ–niver
gant an dud hep kredenn, en deiz–a–hiziv,
e Bro–C'hall.
Met bez' ez eus eus an aozadurioù–se.
Dav eo damantiñ dezho. Hag
en abeg da se lezenniñ diwar hanterc'her. Ha mat eo pe ket? Feiz!
Gant ma c'haller, tamm–ha–tamm,
mervel asambles...
© diwar SCHNEIDERMANN Daniel, Ne dites pas euthanasie..., Arrêt sur
images, d'an 12 a viz Meurzh 2015.
————
GERIAOUEG
————
AN
ARDOÙ (les manières,
les artifices)
DAMANTIÑ DA
(ménager)
AN
DANEVELLER (le rapporteur; le narrateur)
AN
DILEURIAD (le représentant) → LEUR
DRES (précisément)
AN
ENKEMMAD (l'amendement) → KEMMADUR
EVEZHIEK (prudent;
attentif)
GERIAÑ (exprimer) → GERIADUR
GERIAÑ (exprimer) → GERIADUR
AN
HEZAÑ (la sédation)
TERMENIÑ (définir)
TOC'HOR (agonisant)
TONKAÑ (destiner)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire