Ur
mare a–bouez e istor Bro–Naoned
eo dieubidigezh Sant–Nazer. A–hed
miz Mae e vo lidet 70vet deiz–ha–bloaz
an darvoud–se.
D'an
21 a viz Mezheven 1940 e arruas an Alamanted e kêr S.Nazer. Pemp
bloavezh e chomjont eno, ha dindan bec'h e vevas Santnazeriz neuze. E
miz Mezheven 1944 e stagas an Nazied war–du
S.Nazer, kerkent ha gouezet ez ae an armeoù saoz hag amerikan
war–raok. Tro–dro
da S.Nazer e voe savet ul linenn difennet start: Chakod Sant–Nazer
a voe graet eus an takad difennet ganti. E–pad
pemp miz e voe tapet 124.000 a dud ennañ, dindan beli kriz 32.000
soudard alaman, ar re–se o stourm
a–enep ar Gevredidi
hag ar Rezistañs. Daoust ma oa dieub ar Frañs abaoe an diskaramzer,
e rankas Bretoned ar gevred
gortoz an nevezamzer da heul. D'an 8 a viz Mae 1945 e voe sinet an
harz–tennañ, e Kordevez. Diwar an
emglev e rankas an Alamanted en em rentañ adalek an 10. E Bolvronn e
c'hoarvezas an daskor
ofisiel, d'an 11 a viz Mae. Divac'het
e oa annezidi Kalifornia vihan Breizh eta.
————
GERIAOUEG
————
AN
DASKOR (la
reddition)
DIVAC'HAÑ (soulager)
AR
GEVRED (le sud-est)
KEVREDIDI,
AR GEVREDIDI (les
Alliés)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire