28 septembre 2015

Brud fall war ar beloioù.

Er c'hêrioù gall ez eus muioc'h–mui a dud war velo. Alies–mat ne vezont ket gwelet mat gant an implijidi all war an hentoù. Ha meritet eo ar vrud fall–se?
 

Moarvat oc'h bet hegaset ur wech bennak gant emzalc'h marc'hhouarnerien zo. Ingal e vez tamallet dezho chom hep doujañ al lezenn. Evit darn e vefe tud o beloioù «ar re dizoujusañ war an hentoù». Kerzherien memes a embann «o dez aon da dreuziñ an hent, pa vez gwer ar boulomig, rak dic'hortoz eo emzalc'h ar varc'hhouarnerien». Ha cow–boys ar makadam eo deuet da vezañ ar re–se?

N'eus nemeur a studiadennoù evit gouzout hiroc'h diwar–benn an afer. Nac'het eo bet gant prefeti polis Paris respont d'hor goulennoù. Gant an embregerezh kretadur MMA, avat, e oa bet embannet unan en diskaramzer: 88% eus an dud war varc'h–houarn o defe torret lezenn an hentoù c'hoazh.

Anat deoc'h, n'emañ ket a–du paotred ha merc'hed o Bicloo. «Ne dorront ket anezhi aliesoc'h eget ar re all. Koulskoude ez eus kalzik kerzherien oc'h en em santout lakaet en arvar ganto, muioc'h eget gant an otoioù a welont evel un droug ordin» eme Bêr Toulouse, o labourat gant ar gouarnamant evit diorren ar marc'h–houarn. «Seul stankoc'h e vezont war an hentoù, seul niverusoc'h e vez ar rebechoù. Met ur santad n'eo ken. Pa seller a–dost n'eo ket grevus an anadenn», hervez Veronique Michaud, sekretourez veur Kleub ar C'hêrioù Divrodegoù.

Tomaz, ur Parizian kar e varc'h treut, a anzav e wel bemdez «un toullad marc'hhouarnerien oc'h ober sotonioù. Forzh penaos, ar re–se ne reont ket forzh eus ar pezh a c'hoarvez en–dro dezho, war velo pe get». Anzav a ra koulskoude n'en dez ket doujañs ouzh al lezenn bepred: «din eo ur gouleier tri liv kement hag ur stop. Ma'z eo ruz ha ma n'eus den e tremenan goustad, hep diaezañ den ebet».

Dav mont war velo evit kompren pegen torr–penn e c'hall bezañ ar c'hroashentoù a redi chom a–sav hag adloc'hañ dibaouez. «Bep tro e vez kollet startijenn hag amzer. Gounit amzer: en abeg da se em eus dibabet mont war velo, kea?», eme Domaz. «Perak e tlefe ar varc'hhouarnerien bezañ disi? N'eo ket saotrus ar mod treuzdougen–mañ, na c'hortozer ket re diganto» eme Christine Lambert, e anv Dilec'hiañ Aesoc'h war Velo.

An darn vrasañ eus ar siklerien a gav dezho ne glot ket ken kod an hentoù gant buhez an divrodeien a–vremañ. «Ma vefe doujadus kod an hentoù e vefe doujet. Sotoc'h eget ur gouleier n'eus ket. Kalz re zo», a lavar an Itron Lambert. «Ar c'hod n'eo ket ul levr santel a ranker ober dave dezhañ dizehan», eme an Itron Vichaud.

E lod kêrioù ez eus bet degaset kemmoù, evel en Naoned. Eno eo bet azasaet an dilec'hiañ war velo: mont a–c'hin da straedoù untu a c'haller ober, hag ul lezit da dremen zo evito e gouleier zo.

Arabat disoñjal ivez ez eo ar beloioù ur mod diblasañ dañjerus c'hoazh, e–mesk ar marc'hoù–tan, ar c'hirri–tan hag an dud war droad. Pêr Toulouse a soñj dezhañ e tlefed «lakaat ar vugale da bleustriñ war varc'h–houarn er skolioù». Hervez Tomaz e vefe efedusoc'h «rediañ an dud da heuliañ ur stummadur div eurvezh a–raok kregiñ gant hini ar ''madagaskar''».

Pezh zo sur, ouzh ar varrenn pe ouzh ar rod eo gwell chom seder!

© SIMEON Gabriel, Les cyclistes urbains sont-ils des dangers publics?,
Libération, d'ar 24 a viz Gwengolo.

———— GERIAOUEG ————
AN ANADENN* (le phénomène)
DISI (parfait, sans défaut)
DOUJADUS (respectable)
AN EMZALC'H (le comportement) → DALC'H
MONT A–C'HIN DA (aller en contresens de)
OBER DAVE DA (se référer à)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire