Nevez zo eo deuet er–maez Sauvons le muscadet d'une mort programmée, ul levr skrivet gant Alan Coraud, gwinier kozh ha maer Kerravaot betek 2014. D'ar gelaouenn Bretons en deus displeget en abeg da betra en doa kroget en e bluenn.
Gwin
ar Vretoned e oa ar muskadig?
57
vloaz on. Pa oan yaouank ez aen d'ar festoù–noz
e Kreiz–Breizh, kostez Poullaouen
ha Karaez, gant mignoned din eus Naoned. D'ar Sul vintin e veze evet
muskadig gant tout an dud, boutailhadoù eus an dibab a–hend–all.
Evit ar Vretoned e oa ur c'hustum anat, e–skoaz
rannvroioù gall all e–lec'h ma
veze evet pastis kentoc'h.
Sifroù
zo meneget ganeoc'h: 45% eus ar muskadig a oa evet gant ar Vretoned e
1981.
Ya,
gant Bretoned Paris en o zouez. Ur milion a Vreizhiz a oa e Paris
d'ar c'houlz–se, hag en tavarnioù
breizhat e Montparnasse e veze evet muskadig gant an holl. Evel o
gwin–dezho e veze gwelet ar
muskadig gant ar vevezerien
vreizhat.
Spontus–abominabl eo an traoù hiziv an deiz?
En
ur ober 20 vloaz eur tremenet eus 1050 tiegezh da 400. Aet eo 600
tiegezh gwin da get. Bez' e oa 13.000 hektar; bez' e chom ur 6.500
bennak. Diskaret eo bet an hanter eus ar winieg. Ar re yaouank
stummet war ar winoniezh a gav gwell mont da lec'h all, da
Vro–C'hall, da Galifornia... Dazont
ur rannvro a goller pa'z a kuit he yaouankiz. Ur gwir c'hwitadeg,
sklaer evel lagad an naer eo.
Groñs
e savit a–enep ar
rakvarn e vefe
ar muskadig ur gwin izel e galite.
Estreget
muskadig mat a oa a–dra–sur.
Met n'oa ket muioc'h a ouezwin e Breizh eget e lec'h all. Deoc'h da
c'houzout, n'eus nemet 4% eus gwinoù Elzas hag a zo er rummad krec'h
skalfad. Petra zo kaoz
e kav–eñ
gwerzh aes? Rak e identelezh kreñv.
Daou
fazi a lakait war-wel. Da
gentañ e vije bet kehentet
oc'h ober un traoñ skalfad anezhañ: «muskadig, gwin
guinguette».
Ober
hara–kiri an hini e oa. O vrudañ
an traoñ skalfad eo bet
kehentet. Gwell e vije bet komz ouzh ur vaouez vonedus
eget ouzh Momo ha Ginette. Ur fazi grevus–tre
e oa kehentiñ diwar–goust ar
winierien, o tidalvoudiñ o froduiñ. E deroù ar bloavezhioù 1990 e
oa bet diskuliet ganin dija,
hag an eil fazi ivez: mont war–du
Traonienn al Liger.
A–gevret
gant gwinoù all al Liger eo bet graet al labour
kehentiñ diwar neuze?
A–viskoazh
e oa bet pinvidik gwiniegi Naoned a–drugarez
d'an ezporzhiañ. O teuziñ
e gwinoù gwenn al Liger eo bet digoret hor marc'had d'ar chardonnay,
sauvignon. Koulskoude eo gwinieg Naoned brasañ gwinieg gwin
gwenn sec'h Europa: barrek omp d'he brudañ hon–unan
eta. Un dibab fall–put e oa mont er
framm Interloire. Perak cheñch trumm identelezh? Amspis
eo deuet da vezañ ar muskadig, ur gwin ezdouar.
Koulskoude
n'eo ket re fall ar skeudenn–se?
Ar
winierien zo bet gwisket bonedoù
dezho d'ar mare–se. Livañ
gevier o deus graet ar bolitikerien hag ar renerien vicherel. Gant
yalc'hadoù Broioù al Liger
ez eus bet paeet studiadennoù evit sankañ don ar gaou–se:
brudetoc'h e vije Traonienn al Liger eget Breizh en
estrenvro. Hiziv emaon e penn un ajañs ar seurt. Keñveriet
eo bet ganeomp pegen brudet e oa Breizh e–skoaz
Traonienn ha Broioù al Liger, diwar meur a yezh, er genrouedad.
Sebezus eo ar sifroù.
Hervezoc'h
eo bet graet an dibab–se a–ratozh,
evit ma'z afe breizhadelezh ar gwinoù–se
da get, ha d'he heul hini al Liger–Atlantel.
Gwir–Bater.
Ar youl bolitikel–se zo anezhi, ha
kalz produerien a resev arc'hant digant Broioù al Liger. Noazus
eo ar skoazell–se. Memes tra o deus
klasket ober gant an douristelezh, gant holen Gwenrann, gant ar
saverien istr. Dre chañs o deus graet tro wenn gant ar re–se.
Pezh a rebechan ouzh pennoù bras an departamant ha re gwinieg Naoned
eo bezañ asantet dre gemplegouriezh.
Meneget
eo ganeoc'h logo gwinierien Naoned, hag an erminig aet diwar–wel
dioutañ.
Ya.
Bez' emañ ivez gwiniadegoù
Anna Breizh er bloavezhioù 1960, an anv Marzoù Breizh, ar voutailh
la Nantaise – brav he neuz, erminigoù engravet en he
gwer... Mouget eo bet pep tra.
Anv
a rit ivez eus afer ar vreudeur Cheneau, savet bec'h warno abalamour
dezho bezañ skrivet «gwin Breizh» war o boutailhoù.
A–drugarez
da stourm ar gevredigezh keodedel
breizhat eo bet klozet an afer. Ne gred ket ken ar galloudoù
politikel enebiñ ouzh se. Didrubuilh e c'hall ar winierien kehentiñ
diwar skeudenn Breizh, evel Phillipe Chon, ur gwinier o werzhañ
mat–tre abaoe ma skriv «Produet e
Breizh» war e etiketennoù, evel ma raen–me.
En
dazont e vefe dav gwriziennañ ar muskadig e Breizh adarre,
emezit–c'hwi.
Ur
strategiezh adc'hounid a ginnigan, o tisplegañ pezh zo bet noazus
deomp ha da betra e c'hallfed reiñ lañs en–dro.
Din–me e c'hallfe bezañ diazezet
hor gwin war teir identelezh war un dro: ar mor, Breizh, Keltia.
A–bouez
eo an hini geltiek, a gav din. Ret eo deomp ezporzhiañ d'ar bed
a–bezh
adarre, ha d'ar Stadoù–Unanet
dreist–holl.
Evel ar celtic salt, holen Gwenrann. 140 milion a Gelted zo er
bed–holl.
Ha n'eus takenn muskadig ebet e Gouel ar Gelted, evit an 850.000
arvester, nag e gouel Padrig e New–York!
Sed un nebeud tresoù da brederiañ warno. Ur marc'had a ranker
aloubiñ eo, o krouiñ
frammoù kenwerzh, o vodañ gwinierien skrivet ganto «product of
Brittany, celtic wine» war o boutailhoù. Sed ma alioù. Ma vijent
bet lakaet da dalvezout ne vije ket bet kollet 600 gwinier. Met ar
c'hontrol–mil
zo bet graet...
©
diwar RAYNAUDON–KERZERHO Maiwenn,
«On a voulu effacer l'identité bretonne du muscadet»,
Bretons, miz Here 2015.
Bretons, miz Here 2015.
————
GERIAOUEG
————
ALOUBIÑ (conquérir,
envahir)
AMSPIS (vague)
AR
BEVEZER (le
consommateur)
DISKULIAÑ (dénoncer)
E–SKOAZ (comparé
à)
EZDOUAR (hors-sol)
GWINIADEG*, AR WINIADEG (la cuvée)
GWINIADEG*, AR WINIADEG (la cuvée)
GWISKAÑ
BONEDOÙ DA
(mentir
à)
KEHENTIÑ (communiquer)
KEMPLEGOURIEZH*, AR G— (le conformisme)
KEMPLEGOURIEZH*, AR G— (le conformisme)
KENROUEDAD*,
AR G— (le
réseau internet)
KEODEDEL (civil)
MONEDUS (actif)
NOAZUS (néfaste)
NOAZUS (néfaste)
AR
RAKVARN* (le
préjugé)
AR
SKALFAD (la
gamme)
TEUZIÑ (se
fondre, fusionner)
AR YALC'HAD* (la bourse, la subvention)
AR YALC'HAD* (la bourse, la subvention)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire