Kemennet he deus Johanna Rolland e vo krouet un Ti ar Sioulder e Naoned. Da c'houde e vo lakaet e plas ar videoevezherezh hag an enezadiñ.
Un ti ar sioulder, en abeg da betra?
Dilun e vo votet gant kuzul–kêr an Naoned: evit ma vo krouet un Ti ar sioulder foran. Er Manufacture e vo staliet hag e miz Du 2016 e vo digoret. Krog eo al labourioù da adaozañ al lec'h. Eno e c'hallo Naonediz mont e darempred gant an ti–kêr «e–keñver an amezegezh, an trouz, an naeted, ar parkañ pe an disevended» eme Jil Nikolaz, eilmaer e–karg eus ar surentez. «A–dost e vo heuliet an temoù–se gant an ti–kêr, en un doare hiniennel. Pep hini a vo respontet d'e c'houlenn, m'en asur deoc'h, ha pep hini a ouezo an intrudu kemeret da–heul. Ma vez dav e lakaimp an dud e darempred gant kenlabourerien varrek diavaez an ti–kêr». Ur burev hep e bar a vo Ti ar sioulder, e–lec'h ma vo kreizennet ar goulennoù evit plediñ gwell ganto. Un niverenn bellgomz en do ivez. Pegement e kousto? 1.145.000€ «Da c'hortoz ez eus rannoù all eus an ti–kêr o vont en–dro c'hoazh: ar gêrreizh, an hanterourien er ranngêrioù hag e kreiz–kêr, ar bagad kontrolliñ da noz, implijidi an evezherezh er straedoù [ASVP], ha me 'oar–me», a embann an aotrou Nikolaz.
Ur bitrak ouzhpenn?
«Diwallit,»
eme Johanna Rolland, «ar
Stad zo ar surentez hag ar stourm ouzh an torfedoù belioù dezhañ,
neket d'an tiez–kêr,
evel ma vez klevet a–wechoù.
War hor pazenn e klaskomp–ni
efediñ. Lubanelouriezh ebet,
re–gredoni
ebet kennebeut; met dalc'h avat».
War un dro e vurutell an
Itron Vaerez «dizonestiz
ar re o klask ober o gounid eus an darvoud–mañ–darvoud. Un
droed evit an holl eo ar surentez. Diriaou e oan gant annezidi
Malakoff. Arru int skuizh, pezh a gomprenan. Emañ ar surentez un
darn eus ar stourm evit an ingalded.»
Se zo kaoz he deus skrivet da Vanuel Valls, peogwir n'eo ket arruet e
Breizh ar 54 poliser prometet gantañ e miz C'hwevrer 2014. «Dav
eo reiñ fiziañs d'an dud. Perak n'hallfed ket broudañ hag
aotren an testenioù dizanv?»,
a c'houlenn Jil Nikolaz, daoust m'eo kement–se
e beli ar justis hag ar Stad.
Petra nevez gant an enezadiñ hag ar videoevezhezh?
E–touez promesaoù an danvez–maerez Johanna Rolland e oant. «Lakaet e vint er pleustr da c'houde. Met arabat faziañ: n'eo ket gant an daou dra–se e vo diskoulmet bec'h ar forbannerezh e Naoned», a gemenn ar vaerez. «En ul lec'h videoevezhet eo c'hoarvezet an emgann», a ouzhpenn an eilmaer, oc'h ober anv eus ar paotr lazhet er C'harrdi Bananez, d'an 18 a viz Here.
© diwar GAMBERT Philippe, Sécurité: «ni angélisme ni démagogie», Ouest-France, d'an 30 a viz Here.
GERIAOUEG
BELI*, AR VELI (la compétence; l'autorité)
AR BITRAK (la bricole; le gadget)
BROUDAÑ (inciter)
BURUTELLAÑ (critiquer)
AN DALC'H (la fermeté; la tenue)
AN DISEVENDED (l'incivilité)
DIZANV (anonyme) ≠ DIANAV (inconnu)
AN ENEZADIÑ (l'ilôtage)
AR FORBANNEREZH (le banditisme)
AN HANTEROUR (le médiateur)
AN INTRUDU (l'initiative)
KÊRREIZH*, AR GÊRREIZH = AR POLIS
AL LUBANELOURIEZH* = AN DEMAGOGIEZH*
PLEDIÑ GANT = OBER WAR–DRO
Aucun commentaire:
Publier un commentaire