E
Izrael e–giz e lec'h all ez eus tud
kozh–Noe start dezho diskregiñ
diouzh al labour. Dezho eo a–bouez
ar vuhez oberiant, evel un arouez eus o buhez.
Peder
gwech ar sizhun, da greisteiz, ez a Misu Faignbaum d'e breti e Jaffa.
91 vloaz eo met n'eo ket un afer. «Ar gwellañ louzoù eo al
labour. Oberataet on bet ur wech: en e blom emañ paotr Misu; ar
surjian, avat,
zo aet da Anaon abaoe» emezañ en ur vousc'hoarzhin. Abaoe 55
bloaz e ra war–dro e ostaleri.
E–giz beajiñ en tremened eo mont
tre enni. Marellet eo ar
mogerioù gant luc'hskeudennoù ha tammoù kazetennoù melen–louet.
Dister eo chomet ar prizioù ivez. Ur skritell hepken a ra testeni
eus an XXIvet
kantved: «hon adkavit e Facebook: Misu, roue ar c'hebaboù».
Ouzh ar voger ez eus ur pennad–skrid,
e anv «na zebrit ket en ul lec'h prop james evit ma chomo yac'h
ho kof». Sed pezh dibunet gant Misu pa voe aterset
gant ar gazetenn Hadashot e 1984. Aet eo homañ da get e 1993, met dibistig eo
Misu c'hoazh.
N'eo
ket an ostiz ur c'hozhiad hep e bar. E pep kêr e Izrael ez eus
annezidi o dije gallet mont war o leve pell zo a gendalc'h da
labourat koulskoude. Estreget
ar gwenneien a laka anezho da sevel diouzh o gwele bep mintin:
c'hoant o deus da abuziñ o amzer
ha da gaout un digarez da guitaat o zi.
«Plijout
'ra din, daoust ma n'eo ket gwall frouezhus. Arc'hant 'meus,
bennozh Doue, met petra 'hallan ober ganto? C'hoari? Beajiñ? N'eo
ket ma doare–den»
eme Asher Kasher, 80 vloaz. Un uzin beloioù zo war e anv, hag a–hed
e vuhez en deus kiet eviti.
E Izrael e oa al labouradeg
kentañ oc'h ober marc'hoù–houarn.
«600 marc'h–houarn
'veze produet bep miz ur mare zo bet. 6 'ran bremañ, 'vit ma
flijadur dreist–holl»
eme Asher. Pa oa birvidik an embregerezh
e laboure hanter–kant den eviti. Pa
grogas Asher ganti e 1962 e oa an hini yaouankañ. Gwir eo kement–mañ
c'hoazh: 88 vloaz eo Haim Moskovsky, an implijad nemetañ.
«Bloavezhioù zo 'moa un' all, met da 73 vloaz 'oa arru skuizh
ganti», a ouzhpenn ar rener. Pegeit e c'hallo–eñ
labourat c'hoazh? Keit ha ma c'hallo: «'Ran ket bil gant ma
yec'hed, 'mod–all 'n
em gavan klañv». Startoc'h ar jeu gant Haim avat. «Labourat
'ro din kontantamant. Hogen diaes eo din kerzhout, dav eo din chom em
c'hoazez» emezañ en ur stagañ rodoù.
E
Tel–Aviv emañ Ella Lipanovsky
o chom. 97 vloaz eo homañ. E–kreiz
an XIXvet
kantved e oa bet oberiet he mekanik–gwriat
Singer. E Bro–Alamagn
e oa aet war ar vicher wrierez, kent
ober hec'h annez e Izrael e 1949. Eno e krouas hec'h atalier. Bremañ
emañ o labourat war
he fouez, o peurlipat
ur boned, daoust ma vez diaes dezhi gwechoù zo. «Labourat
a rankan. N'a ket mat ma spered ganin ma ne labouran ket. Pa labourer
e c'haller disoñjal pep tra, ha poan am bez da zisoñjal».
E–pad ar brezel e voe lazhet he
gwaz, pa oant o–daou o stourm gant
ar bartizaned.
E
Kirya, nepell diouzh Tel–Aviv, ez
eus toullet ur riboul
evit ar metro. Eno emañ Haim Posner gant e labour e sal ar
mekanikoù, oc'h ober war–dro ar
sistemoù
elektronek.
Diseblant e chom daoust d'an tommder, daoust dezhañ bezañ 82 vloaz
ivez. «Skiant–prenañ
am eus. Buanoc'h egedon e pign ar yaouankizoù gant an diri
a–dra–sur;
hogen ur wech e krec'h
n'ouzont ket petra ober. Gortoz a reont neuze ma arrufen!».
Abaoe m'eo aet war e leve, da 65 bloaz, emañ o labourat evel
gourseller dizalc'h. «Chom
er gêr? Petra an diaoul 'rafen eno? An neb na labour ket 'ya e vuhez
war verraat».
©
diwar ADERET Ofer, Des seniors qui ont du mal à décrocher,
Courrier International, miz Here 2014.
————
GERIAOUEG
————
ABUZIÑ E AMZER (passer
le temps)
ATERSIÑ (interviewer)
DIBISTIG = YAC'H
AN
DOARE–DEN (le caractère)
AN
EMBREGEREZH* (l'entreprise)
ESTREGET (il
n'y a pas que)
AR
GOURSELLER (le
superviseur)
KIAÑ = POANIAÑ
E
KREC'H (en
haut, au sommet)
AL
LABOURADEG* = AN UZIN
MARELLAÑ (barioler,
bigarrer)
PEURLIPAT (peaufiner)
AR
RIBOUL (le
tunnel)
AR
SISTEM = AR
REIZHIAD
AR
SURJIAN (le
chirurgien)
LABOURAT WAR E BOUEZ (sans
se presser)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire