Aucun message portant le libellé Yec'hed. Afficher tous les messages
Aucun message portant le libellé Yec'hed. Afficher tous les messages

22 janvier 2018

Kalon vat d'ho poued!

Hir eo bet ar stourm, kreñv pouez al lobbyoù. En diwezh eo bet lakaet war–sav Nutriscore gant ar Stad c'hall, ur sistem renkadur ofisiel a–zivout kalite ar boued. Dre al livioù skritellet ouzh ar pakadoù e c'haller gouzout pegen mat eo ar boued. E–mod–se e vefe aesoc'h da Yann–brener ha da Gatell–prenerez choaz boued yac'h. Siwazh! N'eo ket ret ar skritellañ, abalamour da embregerezhioù bras evel Mars, Nestle pe Coca–Cola. Ouzhpenn se e klask ar re–se ober gant ur benveg all krouet ganto.

Memes tra a oa c'hoarvezet kentoc'h gant ramzed ar butun, pe c'hoazh re an esañs. Ne fell ket dezho e vefe cheñchet ur mont en–dro hag a reont o mad anezhañ. Efedoù war ar yec'hed en deus hini greanterezhioù ar magañ: re a galorioù, a sukr, a holen hag a zanvezioù druz a gaver er boued a–vremañ. Re zister eo ar c'halite bouedus ivez. Evit plediñ gant an dra–se ez eus bet kavet ur benveg aes ober gantañ: ur sistem livioù an hini eo, eus al liv gwer d'al liv ruz, skritellet ouzh ar pakadoù evit ma vefe gouezet pegen mat eo ar produioù. A–du gant ar skeul–se emañ ar braz eus ar skiantourien.

Kreñv eo an enebiezh avat, pe e vefe ouzh Unaniezh Europa pe ouzh Ministrerezh gall ar Yec'hed. Hervez an AMG Corporate Europe Observatory e vefe bet dispignet e Brussel hogos ur miliard a euroioù gant ar greanterezh gounezvouedel evit mougañ ar raktres, dre lobbyañ. Hag efedus eo bet: divizet he deus Unaniezh Europa nompas mont pelloc'h ganti. E Bro–C'hall he deus klemmet an ANIA (Kevredigezh Vroadel Greanterezhioù ar Magañ) dreist–holl: dezhi e vefe «taolet re ar bec'h» warno gant ar skritelligoù, ha tagañ a rafent glad gall ar c'heginañ zoken! Dav eo gouzout eo ar boued treuzfurmet a vefe peget skritelligoù ruz outañ e gwirionez...

A bep seurt traoù zo c'hoarvezet abaoe. Gant kazetennerien Cash Investigations e oa bet diskouezet penaos e oa bet kinniget gant lod kannaded enkemmadoù hañval–mik ouzh ar re kaset dezho gant an ANIA. Abalamour da ministrerezh al labour–douar eo bet daleet an intrudu. Goulennet en doa ar ministr Stephane ar Foll e vefe amprouet skeulioù all, savet gant ar greanterezhioù o–unan. A–benn ar fin eo aet an tu kreñv gant ministrerezh ar yec'hed, hag he fenn Marisol Touraine, e miz Meurzh 2017, met tri bloavezh a oa bet kollet e–mod–se.

D'an 31 a viz Here e oa bet krouet Nutriscore, ur sistem dibar da Vro–C'hall. Ofisiel eo, met n'eo ket ret implijout anezhañ. Lod merkoù a ra avat: Auchan, Intermarché, Danone, Fleury Michon... Met kevredigezhioù evel UFC Que Choisir a c'houlenn mont pelloc'h: int a garfe e vefe ret–groñs ober gantañ. Rak embregerezhioù zo a glask kas Nutriscore d'ar strad, o reiñ lañs d'ur sistem all ha ne vefe ket ken strizh e varn. Gant Carrefour ez eus bet savet unan, hag un nebeud embregerezhioù liesvroadel zo bet krouet ganto un eil, Nutri Couleurs e anv. En o zouez emañ Coca Cola, Nestle, Mars, PepsiCo pe Unilever.

E–lec'h reiñ un notenn e vefe roet pemp, dre rummad: kalorioù, sukr, holen, danvezioù druz, trenkennoù druz peurvec'h. Diaesoc'h e vo da Yann–bratik lenn ar skritelligoù eta. Seul ziaesoc'h ma vo kinniget an titouroù dre «damm», neket dre 100g evel ma ra Nutriscore. Amsklaer eo ar sistem–se, ha n'eus ket fellet d'an embregerezhioù bras–se lavarout pegen uhel e tle ar feurioù bezañ evit tremen eus an eil liv d'egile.

Hervez skiantourien e vefe gwispid Twix, da skouer, ruz o skritellig Nutriscore met orañjez hini Nutri Couleurs. Dezho e vefe douget Nutri Couleurs gant an embregerezhioù liesvroadel fardet ganto ar produioù izeloc'h o c'halite magañ: «100% eus ar produioù gant Mars zo orañjez pe ruz, 86% eus re Vondelez, 55% eus re Nestle, 54% eus re Coca–Cola, 52% eus re Unilever, ha 46% eus re BepsiCo».


© PETITJEAN Olivier, Sel, sucre, matières grasses: comment les géants de la malbouffe ont entravé un étiquetage utile aux consommateurs,
Basta!, d'an 2 a viz Genver 2018.






—— GERIAOUEG ——
AMPROUIÑ (expérimenter)
AMSKLAER (obscur)
AOZADUR E–MAEZ GOUARNAMANT (ONG)
A–ZIVOUT = E–KEÑVER
BARN*, AR VARN (le jugement)
BOUEDUS (nutritionnel)
DRUZ (gras)
AN ENKEMMAD (l'amendement)
AR FEUR (le taux)
GOUNEZVOUEDEL = AGROBOUEDEL
AR GREANTEREZH (l'industrie)
AN INTRUDU (l'initiative)
PLEDIÑ GANT (s'occuper de)
AR PRATIK (le client)
AR RAMZ (le géant)
AR SKEUL* (l'échelle)
TEULER BEC'H (stigmatiser)
TRENKENN*, AN DRENKENN (l'acide)

20 novembre 2017

Glifozat.



6 novembre 2017

Bezañ louzaouet, bezañ mezhekaet. (1)

Abaoe ma oa bet embannet e levr les Brutes en blanc gant Martin Winckler, en diskar–amzer, e vez kaoz eus taolioù feulster mezegel. Poent e oa?
O kregiñ gant ar vicher–se e oan sur e oa sikouret an dud gant ar vedisined. Abaoe em eus degemeret e–leizh a destenioù o tiskouez ne veze ket e–mod–se bepred... Ur statud meur o deus ar vedisined. Pouezus eo e c'hallfe ar glañvourien en abegiñ. Pa lavar klañvourezed e vez mat an traoù e fizier enno; abalamour da betra e vefe «mezeg bashing» pa lavaront e vez fall an traoù? Foll e vefe an neb o krediñ eo dizrouk ar stereotipoù d'ar vedisined. En o mesk e kaver kement a bennoù peul uhel ar c'haoc'h en o zoull hag er bobl dre vras.
 
Ar gwallgas–se zo anezhañ e gwirionez?
Din eo dizampartiz kentoc'h. Pet fazi am eus–me bet graet! Me a gred din eo bet treuzfurmet komzoù Marin Winckler, er rouedadoù sokial a–wechoù, gant #docbashing. Lakaomp e fazi Winckler: petra zo kaoz e vefe resevet ganin kement a destenioù negativel gant tud o c'houzañv?
 
Petra zo kaoz e rafe medisined zo poan, e–lec'h louzaouiñ?
Ar medisinerezh n'eo ket ur vicher skiantel, met ur vicher a gehentiñ. Evel e pep darempred e c'hall bezañ dizintent. Lod medisined a glask mougañ o fromoù. Ouzhpenn teknisianed omp. Tud omp ivez, a c'hall bezañ fromet. C'hoarvezet eo ganin, ur wech, huchal war ur glañvourez: ma mamm–gozh a oa o paouez mont da Anaon. Goude merenn em boa pellgomzet dezhi, da gaozeal ganti. Digareziñ n'eo ket en em lakaat izel: aze emañ an dalc'h. Evel er vuhez pemdez eo ar c'hehentiñ a ra diouer, etre ar re o louzaouiñ hag ar re louzaouet. Ne gompren ket ar vedisined e c'hall an dud bezañ skoet gant komzoù dibunet ganto. Betek daou–ugent den klañv a vez gwelet bemdez. Met ne vez gwelet nemet ur medisin gant ar gouzañver avat. Ha ma tremen fall an traoù e c'hall roudoù chom un toullad bloavezhioù.
 
Ar peadra ivez a ra diouer d'an ospitalioù?
Sur. Soñj am eus eus ur glañvdiourez he doa goulennet diganin peadra da stagañ ar re glañv. Nac'het ganin. Hec'h–unan e vez oc'h ober war–dro daou–ugent den. N'eo ket honnezh a zo kaoz, budjed an ospital ne lâran ket. Dav eo selaou ar re o c'houzañv, louzaouer pe louzaouet e vefent.
 
Ur bern mezeien a skriv er rouedadoù sokial: aet bihan o c'halon, skuizh ganti... N'eer ket re bell gant ar mezeg bashing?
Arabat lavarout ez eo gaou pa vezer skoet gant pezh a lavar an dud. Dav eo selaou an dud–se, evel e pep stourm ouzh un aotrouniezh. Kontañ a ra an dud klañv warnomp. N'haller ket divizout pe nac'h ar pezh santet ganto. N'a ket mignonezed din da di ar benelour abaoe daou vloaz, abalamour d'ur medisin bezañ graet poan dezho...

Marlène Schiappa zo bet goulennet ur danevell ganti, diwar–benn an taolioù feulster mezegel. Un dra vat eo evit mont war–raok?
Ya, me a gav din. Pouezus eo fiziañ an enklask–se e unan dizalc'h, na vo na louzaouer na louzaouet. Evit klevout ar barnioù e vo ret d'ar vedisined diskenn diouzh o c'hlud. Pe bevañ an taolioù–se. Ur mignon din, medisin anezhañ, a oa diskuliet ar «mezeg bashing» gantañ. Betek ma voe graet ur golladenn gant e wreg. Hag o medisin da zisplegañ: «un euzhvil 'pije graet». Difronket ma mignon. ''Ne gredas ken ne welas''...
 
Penaos gwellaat an darempredoù klañvourien / mezeien?
Kentelioù sokiologiezh a vefe mat kinnig er skolioù–meur medisinerezh. Evit diframmañ ar c'hlichedoù. Ar braz eus ar vedisined zo tud gwenn anezho, eus ar renkadoù brientek. Kalz anezho n'ouzont dare petra a c'hall bezañ bevañ diwar ur GIEK... Ret e vefe deskiñ dezho kehentiñ ivez. E Danmark e vez kentelioù empatiezh d'ar vugale adalek 6 vloaz: perak ne vefe ket?
 
En ho plog hag e Twitter e klaskit divroc'hañ ar re louzaouet hag ar re o louzaouiñ. Abalamour da betra?
Degemeret e vez ganin kement a danevelloù pozitivel hag a re negativel. Met vad a ra lenn istorioù war an tu mat. Me a gred e c'hall an optimizm bezañ efedus... Diskouezet e vez e–giz–se e c'haller louzaouiñ mat, daoust d'ar vicher da vezañ start–start. A–wechoù e vez dibunet ganeomp diagnostikoù n'hallont ket bezañ klevet... Emichañs e c'hallo ar vedisined yaouank, an danvez medisined... deskiñ diwar an istorioù–se, o tiskouez dezho doareoù kehentiñ a–feson.

© diwar GABRIEL Oihana, Violences médicales: «Il faut écouter la souffrance, qu’elle vienne des soignés ou des soignants», 20 Minutes, d'ar 25 a viz Eost 2017.




—— GERIAOUEG ——
ABEGIÑ (mettre en cause)
AN AOTROUNIEZH* (l'autorité)
AR BENELOUR (le gynécologue)
BEZAÑ SKOET (être frappé, choqué)
BRIENTEK (privilégié)
AN DANEVELL* (le rapport; le récit)
DIFRONKAÑ (sanglotter)
DIVROC'HAÑ = DIFACHAÑ
AN DIZAMPARTIZ* (la maladresse)
AN DIZINTENT (l'incompréhension)
DIZROUK (inoffensif)
AR FEULSTER (la violence)
AR FROM (l'émotion)
GOPR IZEK ETREMICHEREL KRESK (SMIC)
AR GOUZAÑVER ≈ AR C'HLAÑVOUR
AR GWALLGAS (la maltraitance)
KEHENTIÑ (communiquer)
KLUD, AR C'HLUD (le perchoir)
KOLLADENN*, UR G— (une fausse couche)
MOUGAÑ (étouffer)
OBER DIOUER = MANKOUT
AR PEADRA (les moyens)
AR RENKAD* (la classe sociale; la rangée)
TESTENI*, AN DESTENI (le témoignage)

30 octobre 2017

23 octobre 2017

« Mervel zo ret, genel n'eo ket »

Aliesoc'h–aliesañ e vez klevet pe lennet an anvioù PMA ha GPA er mediaoù. Ouzhpenn diskoulmoù mezegel eo deuet an div hentenn–se da vezañ. Ur gudenn eo bremañ, evit ur gevredigezh he deus cheñchet buanoc'h eget he lezennoù. Penaos dirouestlañ an neudenn? Sed aze ar goulenn, a zo bet awenet gantañ ar pennad–stur amañ–dindan, embannet gant Charlie Hebdo.

Ha hoalet e vo stourmerien ar Vanif evit an Holl gant Emmanuel Macron? E vousc'hoarzh 64 dant dezhañ, e asur giz "Yaou", e zoareoù komz disprizus hag amspis a bep eil... N'eo ket sur e vo a–walc'h dezho evit kempouez dismegañs ul lezenn aotreet ganti an HSM (Hiliadur Skoazellet ent–Mezegel). Marlène Schiappa, sekretourez stad e–karg eus an ingalded etre ar maouezed hag ar baotred, he doa kemennet er sizhun dremenet e vo dalc'het d'e c'her gant prezidant ar republik, o seveniñ «ar gouestl–se, graet e–pad ar c'houlzad» gantañ. Evit poent n'halle ober gantañ nemet ar c'houbladoù arallreviat n'hallont ket produiñ. Digoret e vefe d'an holl vaouezed, lesbianezed en o mesk. Peadra da zihuniñ an aerouant roz. Moarvat emañ Santez Ludivine de la Rochère o vodañ he zud, saltetoù ha mokasinoù–o–mez ganto, evit dibunañ er straedoù hag el leurennoù tele, hag int da zifenn ar familh "wir": un tad, ur vamm. Marteze e karfe Macron kemer tro eus an HSM evit plijout aes d'an tu kleiz. Met war an dro e c'hallfe an "tu dehoù gwir", ar sparf dour benniget en un dorn gantañ, ar skourjez e egile, kemer an digarez–se da vont war–wel en–dro.

N'eo ket dister ar gaoz a vo boulc'het, hep mar na marteze, kerkent ha lakaet an "HSM evit an holl vaouezed" war ar stern. Rak daou efed he defe al lezenn a c'hallfe bezañ votet. An holl verc'hed o do ar memes galloud ober gant an hiliadur ent–mezegel, forzh peseurt dibab buhez zo graet ganto. Drezañ e–unan ez aio an HSM e–maez an dachenn vezegel strizh evit mont war an hini gevredigezhel. Ne vo ket ken un diskoulm mezegañ evit stourm ouzh an difrouezhusted pe an nammoù fiziologel a vir ouzh an den da broduiñ "ent–naturel". Un droed digor d'ur rummad keodediz e teuio da vezañ. Gant un efed a–fed lezenn ha n'hallor ket tremen e–biou dezhañ: digevatal e vo an traoù hervez ar reizh. N'eo ket dister, daoust ma vo tennet gounid anezhañ – ur wech n'eo ket atav – gant ar maouezed.

Ma vez digoret an HSM d'an holl vaouezed e vo achu gant an dizingalded a zo anezhi etre ar re arallreviat hag ar re heñvelreviat. Eus an tu all e vo krouet unan nevez, etre ar c'houbladoù merc'hed hag ar c'houbladoù paotred. N'hall ket bezañ e chomfe ar priedoù gour hep lavarout: ha ni? Ar gwir a vefe ganto, diouzh lavar ar C'huzul Broadel Kuzuliañ a–zivout ar Vuhezegezh. E miz Gouere e oa bet embannet gantañ e tlefe holl ar c'houbladoù maouezed gallout ober gant an ensperiañ artifisiel gant roerien, evit ma vefe «digarezet ar pezh gouzañvet gant lod, abalamour dezho da vezañ difrouezhus rak o durc'hadur personel». O vezañ m'eo ar «gouzañv»–se an abeg pennañ a vo digoret an HSM abalamour dezhañ, e c'haller ober anv anezhañ ivez evit ar c'houbladoù paotred. Rak o durc'hadur personel ivez e c'hoarvez memes tra ganto. Met evit digareziñ ar stad–se eo ret ober gant an DEH an hini. Gant e dropellad kofoù–dozviñ, tadoù ha mammoù–beveziñ ha bugale–produ. An engehentadur n'eo ket un droed, ur perzh bevoniel ne lavaran ket. Gallout a reer divizout ober pe chom hep ober gantañ. Pa n'a ket mat en–dro e c'haller el louzaouiñ pe en digareziñ. Diboell–mik eo, avat, er goulenn evit an holl e anv ar "justis sokial" evel ma klemm Marlène Schiappa. A–hent–all e talvezje ez eus ur "gwir da gaout bugale" – pe ur gwir da broduiñ bugale kentoc'h; e c'haller brudañ bugale evel embregerezhioù, forzh pegen ker e vijent; e vije ar vugale e–giz ur Rolex: an neb n'en deus unan da 40 vloaz zo bet c'hwitet e vuhez gantañ. Daoust hag–eñ ne vefe ket aesoc'h, ha reishoc'h war an dro, d'ur politiker bezañ kalonek oc'h embann n'eo ket bezañ divugel ur c'hleñved grevus?

© diwar BIARD Gérard, «L'ovule en marche», Charlie Hebdo, d'an 20 a viz Gwengolo 2017.




• HSM (Hiliadur Skoazellet ent–Mezegel) / PMA (Procréation Médicalement Assistée)
HSM a vez graet eus un oberatadenn vezegel lakaet ganti ur viell hag ur spergellig da gejañ an eil ouzh egile. Div hentenn zo: produiñ in vitro pe ensperiañ artifisiel. Gallout a reer ober gant an HSM goude un diagnostik mezegel, evit «digareziñ an difrouezhusted pe mirout ouzh ur c'hleñved da vezañ treuzkaset d'ar bugel». E 2010 e oa c'hoarvezet 2,7% eus ar ganedigezhioù da–heul un HSM. Ret eo bezañ ur c'houblad arallreviat, a–oad evit produiñ, ha bevañ asambles abaoe daou vloaz da nebeutañ.

• DEH (Doug Evit an Hentez) / GPA (Gestation Pour Autrui)
Da gentañ eo un hentenn produiñ mezegel, evit ar c'houbladoù arallreviat, pa n'hall ket ar vaouez dougen (mammog ebet / fallstummet). Douget eo ar groueell gant ur vaouez all. Honnezh zo ganet ganti ur babig n'eo ket dezhi ent–genel. Koubladoù heñvelreviat a ra gant an DEH ivez: «Hiliadur Evit an Hentez» a vez graet pa vez ensperiet ur viell d'ar plac'h o tougen. Berzet eo an hentenn–se e Bro–C'hall, met ur c'hantad a goubladoù a yafe d'an estrenvro bep bloaz, d'ober ganti.


—— GERIAOUEG ——
AMSPIS (flou, vague)
ARALLREVIAT (hétérosexuel)
BERZAÑ = DIFENN
BEVONIEL (biologique)
BOULC'HAÑ (entamer)
BUHEZEGEZH*, AR V— (l'éthique)
DIGAREZIÑ (pallier; excuser)
AN DURC'HADUR (l'orientation [fig.])
AN ENGEHENTADUR (la procréation)
ENT–GENEL (génétiquement)
HEÑVELREVIAT (homosexuel)
AN HILIADUR (la fécondation) → HIL (semence)
HOALAÑ (séduire, charmer)
KEODEDAD, AR C'H— (le citoyen)
KROUEELL*, AR G— (l'embryon)
AR MAMMOG (l'utérus)
AN NAMM (le problème, le handicap)
PRODUIÑ (se reproduire; produire)
AR REIZH (le genre)
AR SALTET (le serre–tête)
AR SPARF (le goupillon)
AR SPERGELLIG* (le spermatozoïde)
AR VIELL* (l'ovule)
YAOU (Jupiter)

26 septembre 2016

Petra 'po?

Al legumaj n'eus ket blaz al legumaj warno ken. A–raok pell ne vo ket a–walc'h a gig evit an holl. Rouez e teu ar pesked da vezañ er morioù. Klañv e vezer abalamour d'ar pezh debret ganeomp zoken. A–hervez e vo ret–groñs cheñch hon doareoù debriñ en dazont. Met petra emaomp o vont da zebriñ?


• FARDET E VO BOUED GANT MEKANIKOÙ 3D
Diouer a amzer, diouer a youl... Nebeutoc'h–nebeutañ e vez fardet boued er gêr. Brasañ mignon an dud didalvez eo ar skinfornioù en deiz a hiziv. Kevezerezh a vo koulskoude en bloavezhioù a zeu, gant ar mekanikoù 3D. N'eo ket tommañ pe diskornañ a c'hallint ober; keginañ ne lavaran ket. Kerkent hag enaouet an ardivink e krogo e vrec'h da fardañ ur meuz. «Kement–se n'eo ket skiant–faltazi. An teknologiezh–se zo anezhi dija» eme Freddy Thiburce, rener ar Greizenn Geginerezh A–vremañ e Roazhon. Gant un embregerezh katalanat ez eus gwerzhet mekanikoù barrek da aozañ boued diwar danvezioù simpl: sukrerezhioù, gwastili, toazennoù, pizzaoù... «En dazont e vo muioc'h a danvezioù er mekanikoù. Peadra da fardañ diwar e–leizh a sekredoù kegin enrollet pe bellgarget».

• AMPREVANED 'PO?
Skrilhed, kranked–raden, kilheien–raden... Pell zo e reer anv eus an amprevaned: sañset int bezañ boued–marmouz an dazont. Un drederenn eus an dud a zebr amprevaned, e Azia hag e Kreiz–Amerika dreist–holl. Metdister eo ar marc'had–se e Europa. Eno e vez heuget kalz tud gant al loened bihan–se, daoust dezho bezañ temzet, da skouer gant kumin pe sezam. Koulskoude e c'hallfent bezañ debret muioc'h–mui. Hervez Aozadur ar Broadoù Unanet evit ar Magañ hag al Labour–douar e c'hallfent mirout ouzh an naon d'ober e reuz. E–lec'h ar c'hig e c'hallfent bezañ debret: an amprevaned ivez zo e–leizh a brotein enno. Ouzhpenn se eo skañvoc'h efedoù ar produiñ (12 gwech nebeutoc'h a vouedbevezet e–keñver ar c'hig).

• 'PO KET SUKR?
Imbourc'her er CNRS eo Gilles Fumey, ha dezhañ ez aio kuit ar sukr diouzh taol: «par e vo ar brezel ouzh ar sukr d'an hini zo bet ouzh ar butun». Estreget ar stevia a c'hallo e erlec'hiañ. E koadoù trovanel Afrika ar C'hornôg, pergen e Ghana, e vez gounezet frouezh a–vent gant ar c'herez: ar mirakulin. «Irin ar burzhudoù» a vez graet anezho. A–drugarez dezho ne vez ket klevet ar blaz trenk ken gant an empenn: sukret e seblant ur sitroñsenn bezañ evel un aval–orañjez. Padus eo an efedoù, e–tro un eurvezh. Abalamour da lobby ar sukr hag ar c'hwekauzennoù eo berzet e Europa c'hoazh, met er Stadoù–Unanet eo bet meneget evit stourm ouzh an teuc'hder, o reiñ saour d'ar boued digalori.

• LEGUMAJ 'PO?
Abaoe pell e vez ar c'hig pe ar pesked ar meuzioù pennañ, hag al legumaj an eilmeuz, tra ken. Ha cheñchet e vo penn d'ar vazh? Hervez Gilles Fumey «ne vo ket ar c'hig kalon ar meuz ken. Liesseurtoc'h e vo ar magañ. Er rummadoù yaouank ez eus muioc'h a dud kontant da chom hep debriñ kig ingal, debrerien glasvez en o zouez». Evit ar mare eo bihan a–walc'h an niver a zebrerien glasvez e Bro–C'hall (3%), e–keñver Breizh–Veur, da skouer.Raksoñjoù o dez an dud: divlaz e vefe ar meuzioù vejetarian, war–bouez hini ''ar re nebeud''. Aze emañ an dalc'h: ret e vo cheñch sell an dud, diskouez dezho n'eo ket ar meuzioù «glas» un diouer, met un doare da adkavout ar saour. Penn–keginerien zo krog d'en ober, evel Joel Robuchon: «keginerezh an dek bloavezh kentañ eo ar glasvez: ne oar ket an dud pegen mat e c'hall bezañ ur pladad piz–rous, kourjetez pe soja!».

• LOUZEIER 'PO?
Bec'h d'ar chaous ha d'an amann: fardañ yac'h a ranko ar geginerien ober! War ar marc'had ez eus traoù mat dija evit dijeriñ, evit ar startijenn pe evit an difennoù naturel. Evit o brudañ e reer gant anvioù nevez: louzavoued, supervoued... Muioc'h–mui anezho a gavot er stalennoù. Ur benveg meur e tleo ar geginerezh bezañ evit gwareziñ ar yec'hed. Gwerzhet e vo boued rouez evit ar mare, an darn vrasañ anezho gounezet e Amerika ar Su: plantennoù evel an asperjez–mor (38% a brotein), ed evel ar rika–rika...
Produiñ yac'hoc'h, doujañ an natur: a–du emañ Massimo Bottura gant ar mennozh–se. Emañ l'Osteria Fracescanawar e anv, dilennet da gwellañ preti ar bed. «Lakaat an dud da zebriñ yac'hoc'h eo hon dever. N'eo ket dav produiñ muioc'h. Dav eo produiñ gwelloc'h, paouez da foraniñ ken–ha–ken. Er bed a–vremañ ez eus 860 milion a dud naonek, 1.4 miliard a dud dreistpouez, ha 33% eus ar boued taolet d'al lastez».

• TOMATEZ 'PO EN–DRO?
14kg a domatez a vez debret dre zen e Bro–C'hall bep bloaz. Koulskoude e vefe aet blaz ar frouezh–se da get. Piv zo kaoz? Ar greanterezh gounezvouedel, war a lavar Laurent Bergé, an Naonedad e penn AOG tomatez ha konkombrez. «Dibabet ez eus bet lod greun gant an haderien, peogwir e veze goulennet tomatez padus gant an dasparzherezh, rak an treuzdougen. Ar ouenn Daniela, da skouer, a c'hall chom ruz ha tenn he c'hroc'hen e–pad teir sizhun. Blaz n'he deus ket avat». Penaos reiñ saour d'an tomatez en–dro? Er Stadoù–Unanet e klask imbourc'herien zo uhelaat feur ar sukr enno, o kemmañ ar c'henenn SIGLK2. E Bro–C'hall eo dishañval an hentenn. Krog eo ar broduerien da hadañ gouennoù all: «ne fell ket deomp e vo gounezet ar memes tomatez e pep lec'h er bed». Ret eo d'ar vevezerien doujañ ar c'houlzoù–amzer ivez, o prenañ tomatez etre miz Mae ha miz Gwengolo. Ha «kompren eo divlaz an tomatez a c'haller c'hoari tennis ganto: dav eo dibab ar re n'int ket krenn, prenañ ar re dishañval o liv, gounezet gant legumajerien».

• HAMBURGER 'PO?
Ar meuz muiañ debret e oa an hambergerioù e Bro-C'hall e 2015: 1.19 miliard anezho zo bet gwerzhet (+11%). Dibaouez eo ar c'hresk: dre drizek eo bet lieskementet marc'had ar bara–touseg en ur ober trizek vloaz (dre dri evit ar bara pok–ha–pok). «Tamm–ha–tamm eo bet degemeret hag azasaet an hambergurioù ouzh ar boazioù gall. Da gentañ e veze fardet er stalioù fast–food hepken. Arouez ar boued fall e oa neuze, da vare José Bové. Bremañ e kaver burgerioù en holl ostalerioù. Moarvat e vo digoret stalioù adarre, o werzhañ burgerioù a galite» eme Remy Lucas. Kuzulier war ar magañ eo hemañ. Diaes eo dezhañ diouganiñ peseurt meuz a c'hallfe peuriñ e park ar burgerioù, met ar croque–monsieur zo meneget gantañ. Prim e c'hall bezañ debret. Aes e vefe brudañ anezhañ: ur meuz hengounel eo, keginet diwar danvezioù lec'hel, ha «liammet ouzh ar bugaleaj». Gwellaat an doare fardañ a vo ret avat, peogwir e vez «fardet fall hiziv, gant bara fall».

• SOYLENT 'PO?
E–lec'h boutailhoù dour e c'haller prenañ boullouigoù, ur c'hroc'hen bezhin en–dro dezho. En o fezh e c'hallont bezañ lonket. Ha debret e vo e–giz–se en dazont? Er Silicon Valley emañ Rob Rhinehart o klask peuraozañ boued dourennek. Dindan daou vunut e c'haller debriñ e bred o lonkañ ur werennad Soylent. Ret eo meskañ dour gant poultr Soylent, ennañ sodiom, karbohidratoù, protein ha danvezioù ar seurt. Ur banne zo trawalc'h evit gwalc'hañ ezhommoù an den! A–hervez e vefe lonket dija gant embregerien ha tud tik gant ar c'hoarioù video. Hogen n'eo ket bet trec'het an NASA gant ar boutailhoù gwenn–se. Noazus e vefe da spered an astraerien bezañ maget dre zourennoù: ur mare sioul ha plijus e tle ar predoù bezañ. Fall e vefe d'o c'horf ivez: evit lañsañ an dijeriñ e ranker chaokat.

© diwar PEDRO Alexandre, Ce que vous mangerez dans 10 ans, Society, miz Gwengolo 2016.


== GERIAOUEG ==
ANVADUR A ORIN GWAREZET (AOP)
AN ARDIVINK = AR MEKANIK
AZASAAT OUZH (adapter à)
BERZAÑ (interdire)
BEVEZIÑ (consommer)
AR C'HWEKAUZENN* (l'édulcorant)
AN DASPARZHEREZH (la distribution)
AN DEBRER GLASVEZ (le végétarien)
DIDALVEZ (feignant)
DIOUGANIÑ (prédire)
DOURENNEK (liquide)
AN EMBREGER (l'entrepreneur)
FORANIÑ (gaspiller)
GENENN*, AR C'HENENN (le gêne)
GOUENN*, AR OUENN (la variété, l'espèce)
GOUNEZVOUEDEL (agroalimentaire)
AR GREANTEREZH = AN INDUSTRIEZH*
AN IMBOURC'HER (le chercheur scientifique)
KILHOG–RADEN, AR C'H— (la sauterelle)
KRANK–RADEN, AR C'H— (le criquet)
KRENN = RONT
LIESKEMENTIÑ (multiplier)
NOAZUS (nuisible)
PIZ–ROUS (des lentilles)
AR RAKSOÑJ (le préjugé)
AR SAOUR (la saveur)
AR SKRILH (le grillon)
TEMZAÑ (épicer, assaisonner)
AN TEUC'HDER (l'obésité)
TROVANEL (tropical)

18 janvier 2016

Bezañ vaksinet pe chom hep bezañ vaksinet?

D'ar Meurzh 12 a viz Genver he deus embannet Marisol Touraine – Ministrez ar Yec'hed – divizoù evit ma vo maget fiziañs er vaksinoù adarre. Evit poent e ranker ober tri anezho: difteriezh, poliomielit, tetanoz. Skrivet eo el lezenn: n'hall ket ar vugale bezañ skoliataet hep bezañ bet vaksinet ouzh an tri c'hleñved–se. Gant Kuzul–Meur ar Yec'hed Foran ez eus bet kinniget o aliañ, ha neket o rediañ. Setu pal ar c'hendiviz a vo roet lañs dezhañ en nevezamzer gant ar vinistrez: ober ur choaz etre ar redi hag ar c'huzul. A bep seurt tud a gemero perzh ennañ: skiantourien, mezeien, kevredigezhioù, aozadurioù, hag an dud ivez, dre ar genrouedad.

Abaoe dekvedoù ez eus c'hoarvezet aferioù e–leizh: ar gwad kontammet, an hepatit B, an hormonoù kreskiñ, ar grip A, ar Mediator... Kement–se en deus lakaet ar C'hallaoued da gaout douetañs ha disfiziañs ouzh ar vaksinoù. Warlene e vije bet lakaet ar vrec'h gant 46% hepken eus ar re en arvar rak ar grip. Tud zo o deus nac'het vaksinañ o c'hrouadur memes, abalamour d'ar produioù enno (aluminiom, merkur...) ha d'an efedoù war hir dermen. Arguzet o deus ar re–se dirak al lez–varn o tamall d'ar Stad emellout eus yec'hed an dud: dezho e tlefe bezañ hiniennel un dibab ar seurt. Da ziwall zo, koulskoude, hervez mezeien zo: abalamour d'an diouer a vaksinadurioù e vefe aet ar ruzell war wel en–dro e Europa.



GERIAOUEG
AN HEPATIT = AN AVUFO
HINIENNEL (individuel, privé)
KENDIVIZ, AR C'H— (la concertation)
KENROUEDAD*, AR G— = INTERNET
AR MERKUR = AR BEVARGANT
MEZEIEN, AR V— = AR VEDISINED
AR RUZELL* (la rougeole)
TAMALL DA (accuser, blâmer)

9 novembre 2015

El labour emañ ar yec'hed?

E Izrael e–giz e lec'h all ez eus tud kozh–Noe start dezho diskregiñ diouzh al labour. Dezho eo a–bouez ar vuhez oberiant, evel un arouez eus o buhez.


Peder gwech ar sizhun, da greisteiz, ez a Misu Faignbaum d'e breti e Jaffa. 91 vloaz eo met n'eo ket un afer. «Ar gwellañ louzoù eo al labour. Oberataet on bet ur wech: en e blom emañ paotr Misu; ar surjian, avat, zo aet da Anaon abaoe» emezañ en ur vousc'hoarzhin. Abaoe 55 bloaz e ra war–dro e ostaleri. E–giz beajiñ en tremened eo mont tre enni. Marellet eo ar mogerioù gant luc'hskeudennoù ha tammoù kazetennoù melen–louet. Dister eo chomet ar prizioù ivez. Ur skritell hepken a ra testeni eus an XXIvet kantved: «hon adkavit e Facebook: Misu, roue ar c'hebaboù». Ouzh ar voger ez eus ur pennad–skrid, e anv «na zebrit ket en ul lec'h prop james evit ma chomo yac'h ho kof». Sed pezh dibunet gant Misu pa voe aterset gant ar gazetenn Hadashot e 1984. Aet eo homañ da get e 1993, met dibistig eo Misu c'hoazh.

N'eo ket an ostiz ur c'hozhiad hep e bar. E pep kêr e Izrael ez eus annezidi o dije gallet mont war o leve pell zo a gendalc'h da labourat koulskoude. Estreget ar gwenneien a laka anezho da sevel diouzh o gwele bep mintin: c'hoant o deus da abuziñ o amzer ha da gaout un digarez da guitaat o zi.

«Plijout 'ra din, daoust ma n'eo ket gwall frouezhus. Arc'hant 'meus, bennozh Doue, met petra 'hallan ober ganto? C'hoari? Beajiñ? N'eo ket ma doare–den» eme Asher Kasher, 80 vloaz. Un uzin beloioù zo war e anv, hag a–hed e vuhez en deus kiet eviti. E Izrael e oa al labouradeg kentañ oc'h ober marc'hoù–houarn. «600 marc'h–houarn 'veze produet bep miz ur mare zo bet. 6 'ran bremañ, 'vit ma flijadur dreist–holl» eme Asher. Pa oa birvidik an embregerezh e laboure hanter–kant den eviti. Pa grogas Asher ganti e 1962 e oa an hini yaouankañ. Gwir eo kement–mañ c'hoazh: 88 vloaz eo Haim Moskovsky, an implijad nemetañ. «Bloavezhioù zo 'moa un' all, met da 73 vloaz 'oa arru skuizh ganti», a ouzhpenn ar rener. Pegeit e c'hallo–eñ labourat c'hoazh? Keit ha ma c'hallo: «'Ran ket bil gant ma yec'hed, 'mod–all 'n em gavan klañv». Startoc'h ar jeu gant Haim avat. «Labourat 'ro din kontantamant. Hogen diaes eo din kerzhout, dav eo din chom em c'hoazez» emezañ en ur stagañ rodoù.

E Tel–Aviv emañ Ella Lipanovsky o chom. 97 vloaz eo homañ. E–kreiz an XIXvet kantved e oa bet oberiet he mekanik–gwriat Singer. E Bro–Alamagn e oa aet war ar vicher wrierez, kent ober hec'h annez e Izrael e 1949. Eno e krouas hec'h atalier. Bremañ emañ o labourat war he fouez, o peurlipat ur boned, daoust ma vez diaes dezhi gwechoù zo. «Labourat a rankan. N'a ket mat ma spered ganin ma ne labouran ket. Pa labourer e c'haller disoñjal pep tra, ha poan am bez da zisoñjal». E–pad ar brezel e voe lazhet he gwaz, pa oant o–daou o stourm gant ar bartizaned.

E Kirya, nepell diouzh Tel–Aviv, ez eus toullet ur riboul evit ar metro. Eno emañ Haim Posner gant e labour e sal ar mekanikoù, oc'h ober war–dro ar sistemoù elektronek. Diseblant e chom daoust d'an tommder, daoust dezhañ bezañ 82 vloaz ivez. «Skiant–prenañ am eus. Buanoc'h egedon e pign ar yaouankizoù gant an diri a–dra–sur; hogen ur wech e krec'h n'ouzont ket petra ober. Gortoz a reont neuze ma arrufen!». Abaoe m'eo aet war e leve, da 65 bloaz, emañ o labourat evel gourseller dizalc'h. «Chom er gêr? Petra an diaoul 'rafen eno? An neb na labour ket 'ya e vuhez war verraat».

© diwar ADERET Ofer, Des seniors qui ont du mal à décrocher, Courrier International, miz Here 2014.

———— GERIAOUEG ————
ABUZIÑ E AMZER (passer le temps)
ATERSIÑ (interviewer)
DIBISTIG = YAC'H
AN DOARE–DEN (le caractère)
AN EMBREGEREZH* (l'entreprise)
ESTREGET (il n'y a pas que)
AR GOURSELLER (le superviseur)
KIAÑ = POANIAÑ
E KREC'H (en haut, au sommet)
AL LABOURADEG* = AN UZIN
MARELLAÑ (barioler, bigarrer)
PEURLIPAT (peaufiner)
AR RIBOUL (le tunnel)
AR SISTEM = AR REIZHIAD
AR SURJIAN (le chirurgien)
LABOURAT WAR E BOUEZ (sans se presser)