D'ar Meurzh 12 a
viz Genver he deus embannet Marisol Touraine – Ministrez ar Yec'hed
– divizoù evit ma vo maget fiziañs er vaksinoù adarre.
Evit poent e ranker ober tri anezho: difteriezh, poliomielit,
tetanoz. Skrivet eo el lezenn: n'hall ket ar vugale bezañ skoliataet
hep bezañ bet vaksinet ouzh an tri c'hleñved–se. Gant Kuzul–Meur
ar Yec'hed Foran ez eus bet kinniget o aliañ, ha neket o rediañ.
Setu pal ar c'hendiviz a vo
roet lañs dezhañ en nevezamzer gant ar vinistrez: ober ur choaz
etre ar redi hag ar c'huzul. A bep seurt tud a gemero perzh ennañ:
skiantourien, mezeien,
kevredigezhioù, aozadurioù, hag an dud ivez, dre ar genrouedad.
Abaoe dekvedoù ez
eus c'hoarvezet aferioù e–leizh: ar gwad kontammet, an hepatit
B, an hormonoù kreskiñ, ar grip A, ar Mediator... Kement–se en
deus lakaet ar C'hallaoued da gaout douetañs ha disfiziañs ouzh ar
vaksinoù. Warlene e vije bet lakaet ar vrec'h gant 46% hepken eus ar
re en arvar rak ar grip. Tud zo o deus nac'het vaksinañ o c'hrouadur
memes, abalamour d'ar produioù enno (aluminiom, merkur...)
ha d'an efedoù war hir dermen. Arguzet o deus ar re–se dirak al
lez–varn o tamall d'ar
Stad emellout eus yec'hed an dud: dezho e tlefe bezañ hiniennel
un dibab ar seurt. Da ziwall zo, koulskoude, hervez mezeien zo:
abalamour d'an diouer a vaksinadurioù e vefe aet ar ruzell
war wel en–dro e Europa.
GERIAOUEG
AN HEPATIT =
AN AVUFO
HINIENNEL
(individuel, privé)
KENDIVIZ,
AR
C'H—
(la
concertation)
KENROUEDAD*,
AR G—
= INTERNET
AR
MERKUR
= AR
BEVARGANT
MEZEIEN, AR V—
= AR VEDISINED
AR RUZELL*
(la rougeole)
TAMALL DA
(accuser, blâmer)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire