Gwiraourez ha kelennerez eo Anne Deysine diouzh he micher. Arbennik eo war ar Stadoù–Unanet, war ar politikerezh hag ar gwir eno dreist–holl. Amañ–dindan emañ he respontoù diwar–benn respedoù Barack Obama, dilennet 8 vloaz zo dija.
ANNE
DEYSINE: Pa oa bet
dilennet da brezidant ne veze ket gwerzhet an tiez ken. Tud dilabour
e–leizh
a oa, muioc'h–mui bep sizhun...
Darbet
eo bet d'ar bankoù tarzhañ, ha d'ar greanterezh
kirri–tan
mont da get. Da gentañ en deus saveteet ar vro diouzh an enkadenn.
900.000 labour zo bet krouet, aet eo koll
ar stad war zigresk. Hervezon
eo pozitivel–kenañ bilañs ekonomikel Obama. Koulskoude n'eus nemet 40% eus an
Amerikaned a zo laouen gant ar pezh graet gantañ. Votet eo bet an Obamacare,
al lezenn e–keñver
ar yec'hed hag ar gwarez sokial, daoust m'eo bet luziet–kenañ
an afer. A–drugarez
dezhi ez eus kretaet
18 milion a Amerikaned en ur ober daou vloaz.
ARTE:
Hag ar politikerezh diavaez?
ANNE
DEYSINE: Sinet eo an emglev gant Iran, distennet an traoù
gant Kuba, daoust da rebechoù ar republikaned. Aet eo kuit an arme
amerikan diouzh Irak hag Afghanistan, evel ma oa bet prometet e 2008.
Aet eo ar c'haozeadennoù war–raok
war an TAFTA, an emglev treuzatlantel. Obama a blijfe dezhañ e savfe
a–du ar C'hongres gant an
emglev–se, evit ma vefe aesoc'h ar c'haozeadennoù gant lod broioù e Azia, ha stourm ouzh levezon
Sina. N'en deus ket gallet, avat, lakaat al lezenn diwar–benn
an enbroañ da dalvezout. Ar republikaned zo savet a–enep.
ARTE:
E 2008 e oa promesaoù ha spioù. Ha dalc'het
en deus Obama d'e c'her?
ANNE
DEYSINE: N'en deus ket, evel–just.
Abalamour d'ar C'hongres da gentañ. Dav eo gouzout n'eo ket
holl–c'halloudus ar prezidant er
Stadoù-Unanet e–giz e Bro–C'hall.
N'hall ket mont war–raok hep mouezh
ar C'hongres. Hennezh a dal ouzh Obama, dre m'emañ ar muianiver
eno gant ar republikaned. N'hall ket ar prezidant ober kalz tra,
a–zivout
an armoù, da skouer. Se zo kaoz en deus lavaret n'eus ket pell e
tlefe ar bobl amerikan «ober enep–lobbying»
evit bezañ pouez–ha–pouez
gant ar C'hongres. Ur gwir c'halloud zo gant ar justis ivez er
Stadoù–Unanet. A–benn
ar fin eo diaes ober ur bilañs.
ARTE:
Petra emañ o vont d'ober a–benn
fin e resped?
ANNE
DEYSINE: Dav eo
mont pelloc'h gant an enbroañ, ar c'hontrol war an armoù, an
endro... Er brezegenn dirak ar C'hongres, e miz Genver, en doa
meneget meur a dra a–bouez
evit dazont Amerika. Reiñ ur chañs da bep hini, reiñ labour da bep
hini. Ar surentez sokial hag armerzhel
eo kement–se,
neuze. Goude–se
ar surentez diabarzh, hini ar Stadoù–Unanet,
o stourm ouzh ar sponterezh. En diwezh en deus graet anv eus ar bec'h
gant ar C'hongres, peogwir eo bet ar brasañ skoilh en deus miret
outañ da vezañ oberiantoc'h.
© diwar CAPDEVIOLE Helene, "Obama a un vrai bilan économique
positif", Arte, d'an 13 a viz Genver 2016.
GERIAOUEG
ARBENNIK WAR
(spécialiste de, expert sur)
A–ZIVOUT = E–KEÑVER
ARMERZHEL = EKONOMIKEL
BEZAÑ DARBET (être
presque, sur le point)
DELC'HER
D'E C'HER (tenir
sa parole)
E–LEIZH = KALZ
AN
ENKADENN* (la
crise)
AR
GREANTEREZH (l'industrie)
AR
GWIRAOUR (le
juriste)
KOLL,
AR C'HOLL (la perte, le déficit)
KRETAAT (assurer)
AL
LEVEZON* (l'influence)
LUZIET (compliqué)
AR
MUIANIVER (la
majorité)
OBERIANT (actif)
AR
RESPED (le
mandat)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire