12 décembre 2016

Aet ar maout glas gant al Liger-Atlantel.

Abaoe pell e oa plaset mat al LigerAtlantel e loreadeg an ekologiezh, aozet bep bloaz gant ar gelaouenn La Vie. Dageñver an 10vet hini eo bet priziet BroNaoned abenn ar fin. Un tiriad dibar e lec'hioù naturel eo al Liger–Atlantel. Intrudu a bep seurt a gemer ivez e annezidi evit cheñch an traoù: labour–douar bio, energiezhioù nevez... Gwareziñ an endro a zleer ober eno avat: n'eo ket gwall vat kalite an aer ha hini an dour, hag en entremar emeur c'hoazh gant raktres aerborzh Kernitron–al–Lann...

al LennVeur, er mervent d'an Naoned


«Dispar eo hon takadoù naturel: genoù al Liger, ar Briwer, ar paludoùholen... Dav eo deomp ober ganto, gant an diorren greantel (Airbus, chanterioù sevel bigi SantNazer) ha gant ul labourdouar a berzh mat» eme Philippe Grosvalet, prezidant kuzul departamant al LigerAtlantel. «Bep bloaz ez eus sachet 15.000 annezad nevez, gant kalite bevañ hor bro. Kement a dud hag e kêr SantNazer en ur ober pemp bloaz! Ober ganto a zleomp ivez».

Kostez Gwenrann e ouzer mat pegen bresk eo ar paludoùholen. «Epad ar bloavezhioù 1960 - 1970 e felle d'ar bolitikerien diskar anezho, ha sevel un henttizh pevar forzh o kas eus an Naoned d'ar Groazig» eme Fréderic Verger, paluder er Groazig. Hiziv eo gwarezet ar Vro Wenn, ha diwallet mat an holen adrugarez d'un anvadur a orin kontrollet. Muioc'h eget 300 paluder a labour diwarnañ, hag an darn vrasañ anezho zo ezel d'ar gevelouri «Silinoù Gwenrann». Dastumet e vez ganto ouzhpenn 15.000 tonenn bep bloaz. «Buhezek eo an takadoù gleb. Se zo kaoz e stourm ar baluderien ouzh KernitronalLann» emezañ.

Re wir. Ahed hor beaj e voe graet anv eus ar raktres kozhse, gant hogos holl an dud. Gant ar votadeg aozet en departamant hepken, e dibenn miz Mezheven, e oa bet diskouezet splann e oa rannet an dud etre daou du. Emañ an aotrou Grosvalet adu gant ar raktres: «ar meurgêrioù rannvroel bras o deus ezhomm eus aerborzhioù modern» emezañ. «Met gwir eo o deus lod enebourien ur c'hoant gwirion da amprouiñ doareoù bevañ all».

Ouzhpenn e ZAD Kernitron ez eus takadoù gleb koulskoude. Gwarezet eo al LennVeur, ul lec'h hep e bar abalamour d'e vevliesseurted. «Al LennVeur eo al lenn naturel vrasañ e kompezennoù BroC'hall» eme Olivier Hubert, e penn Ti al LennVeur. «Cheñchdicheñch eo live an dour amañ, gant pradeier izel, gwezkorz, geoteg warneuñv. An eil gwarezva laboused eo ivez er Frañs, goude ar Camargue». Dianav awalc'h eo al LennVeur, daoust dezhi da vezañ tost ouzh an Naoned. E 2015 hepken e voe digoret ar mirdi, en un ti profet d'an departamant e 1980 gant ar fronder Guerlain. Didrouz eo al lec'h, «evel ur mor diabarzh», warbouez fraoñv ar c'hirrinij o tibradañ er pellder. Etre meurgêr an Naoned hag al LennVeur emañ aerborzh KastellBegon, war dachenn kêr Vegon. Hervez ar studiadennoù ne rafe ket droug an trafik d'al laboused. Gwelloc'h e vefe mirout an aerborzh–se zoken, rak un arvar brasañ a vefe kêraozañ douaroù an aerborzh hag e drowardroioù.

Estreget ar glad naturel en deus lakaet BroNaoned da vezañ priziet. Barrek eo an departamant e–keñver ar beveziñ padus. 126 KDLP zo, an hanter anezho e meurgêr an Naoned. Perak e reont berzh? «Din ez eus pemp abeg» eme Patrice Hurel. «Bro–Naoned zo ur veurgêr vras en he c'hreiz. Dalc'het ez eus ul labour–douar bihan ha krenn, dre stourmoù ar Gouerien–Labourerien. Diorroet eo bet ar bio. Klouar eo an hin, peadra da c'hounit legumaj. Ha stank eo rouedad lec'hel ar c'hevredigezhioù». E Trelier, da skouer, ez eus 200 familh o kerc'hat boued digant ar KDLP. Lec'hel ha bio eo kement tra gwerzhet ganti: kebell–touseg, bara, formaj–laezh, kig–oan, ha legumaj evel–just. Hanterour ebet: eeun eo al liamm an etre ar broduerien hag an debrerien. 300.000€ eo sifr hec'h aferioù bloaziek. Un toullad tud a laka da vevañ, en o mesk Claire Le Coq, legumajerez e Enorzh abaoe dek vloaz. «Gant teir KDLP eo gwerzhet ma holl frouezh. E–giz–se e c'hall tri den gounit o zamm kreun».

Memes tra eo gant al labour–douar bio. E Bourc'hnevez–Raez, nepell diouzh ar mor ha Geunioù Breizh, o deus Guylain ha Stéphanie ur menaj war o anv. 34.000 litrad laezh bio zo gorroet bep bloaz digant o saout. Gwerzhet eo an hanter: «450€ ar mil litrad, neket 300€ evel al laezh ordin». Treuzfurmet ar peurrest ganto: «1220€ ar mil litrad e vez gwerzhet, peogwir e tegasomp talvoudegezh ouzhpenn». An darn vrasañ zo gwerzhet dre hantererezh div KDLP hag ur stal Biocoop. Da Stéphanie «n'eo ket ar bio ur marc'had dister; labour–douar an dazont ne lâran ket». Lorc'h zo er gouerez o lavarout eo al Liger–Atlantel «ar c'hentañ departamant e Bro–C'hall e–keñver al laezh bio, hag an trede evit an tachennoù labour–douar aet da vio».

Efedus eo labour an departamant e–keñver an energiezhioù nevezadus ivez. Er–maez da Sant–Nazer e vo lakaet 80 rod–avel ac'hann da 2018. Nepell diouzh ar Groazig e vo staliet unan savet gant Skol Greiz an Naoned: un rod–avel war–neuñv. 15.000 a diegezhioù a c'hallfe bezañ pourvezet ganti. «N'eus ket da dermal evit paouez gant an energiezhioù nukleel ha fosil» eme rener ar skol–se. «Chañs hon eus da arnodiñ seurt traoù en hor bro, rak efedoù a vo war al labour».

A–wechoù e sav bec'h rak an teknologiezhioù nevez–se. E Severeg, avat, eo en em gavet lod annezidi e penn kentañ ar bloavezhioù 2000 evit sevel ur «park rodoù–avel keodedel». 11 milion a euroioù a oa ret dastum. Emvodoù o deus dalc'het evit dedennañ tud all, ha 500 o deus postet arc'hant. Gant an departamant ivez eo bet skoazellet ar raktres. D'ar 7 a viz Mae 2016 e krogas ar peder rod da broduiñ tredan. 3.000 tiegezh zo pourvezet ganto. Abalamour da betra o doa boulc'het Alan, Klaoda ha Lionel an afer–se? «'Blam da Blogo. E penn kentañ ar bloavezhioù 1980 e oamp bet hon–tri o vanifestiñ eno».

© diwar NOUAILLAS Olivier, La LoireAtlantique, une nature engagée, La Vie, d'an 3 a viz Du 2016.


GERIAOUEG
A BERZH MAT = A GALITE
AMPROUIÑ (éprouver)
AN ANVADUR (l'appellation)
ARNODIÑ (expérimenter, tester)
AN ARVAR (le danger)
BEVEZIÑ (consommer)
BEVLIESSEURTED*, AR V (la biodiversité)
ERMAEZ DA (au large de)
BEZAÑ EN ENTREMAR (dans l'incertitude)
AR FORZH (la voie)
AR FRAOÑV (le bourdonnement)
AR FRONDER (le parfumeur)
GORREIÑ, GORRO (traire)
GWIRION (authentique, véritable)
AN HANTEROUR (l'intermédiaire)
HOGOS = KAZI
AN INTRUDU (l'initiative)
KDLP, KEVREDIGEZH EVIT DELC'HER UL LABOURDOUAR GANT PEIZANTED (AMAP)
KEODEDEL (citoyen)
KÊRAOZAÑ (urbaniser)
KEVELOURI*, AR GEVELOURI (la coopérative)
KOMPEZENN*, AR G (la plaine)
AL LOREADEG (le palmarès)
AR MENAJ = AN TIFEURM
NEVEZADUS (renouvelable)AR SILIN* (la saline)
TERMAL = BEZAÑ ETRE DAOU
AN TIRIAD (le territoire)
WARNEUÑV (flottant)