Aucun message portant le libellé Kevredigezh. Afficher tous les messages
Aucun message portant le libellé Kevredigezh. Afficher tous les messages

18 juin 2018

Tresadennoù.

Ar pellgomzerioù, Macron, ar vell–droad, ar glifozat, an armoù, ar skolioù...
Setu amañ un dastumadeg tresadennoù a bep seurt, embannet e kazetennoù pe er rouedad en nevezamzer!

Klikit da sellout outo:
• Pajenn 1 / trawalc'h gant ar fobal; glav a rafe; kemmesket
• Pajenn 2 / gwirioù ha labour; raktres ha budjed; saverez sokial
• Pajenn 3 / glifozat; tiez–debriñ; pellgomzerioù
• Pajenn 4 / dañjerus eo; istorioù


4 juin 2018

Na zilezomp ket ar merc'hed yaouank!

Kunujennet ar merc'hed yaouank er c'hentelioù, touellet dre ar rouedadoù sokial, drouktunet dre ar pellgomzerioù, harellet er privezioù, gourdrouzet er c'hlasoù, argadet er porzhioù... Sebezus eo an aergelc'h el liseoù hag er skolajoù hervez un enklask gant ar gelaouenn l'Express. Ha dibourvez ar plac'hed: alies–mat e chom mut evel ur pesk an dud gour, dreist–holl er skolioù chik a vez gwelloc'h ganto mougañ ar reuz ha diwall o brud. Abalamour da betra chom hep ober?



«Laisse tomber les filles, laisse tomber les filles... Un jour c'est toi qui pleureras». Pemp bloaz ha hanter–kant zo e oa kanet an ton yeye gant France Gall, taolenn zu ur sal glas a–dreñv dezhi. N'haller ket mirout da gavout ur ster all dezhi hiziv, ur ster drol.

Ha dilezet eo bet ar merc'hed yaouank? Er pennad–skrid ganeomp e lenner e vez harellet revel c'hoazh an dimezelled er privezioù, el lise Galieni e Tolosa, daoust d'un dijikod (biskoazh!) bezañ staliet en o mont e–barzh, ha d'ar ger–kuzh bezañ anavezet gant ar plac'hed hepken. Ouzhpenn se e chomont pevar–ha–pevar pe pemp–ha–pemp bepred, kuit da vezañ hegaset gant lakepoded. Int a glask bezañ mestr en ti–skol, asur ma'z int ne vint ket kastizet. Hervez ar c'helenner matematikoù Mathieu Pieron eo «ar merc'hed lakaet en arvar ar c'hentañ seblant eus breskter an ensavadur. En hol lise, evel e re all, e tiskouez he deus daoulinet ar Republik».

Ha dilezet eo bet ar merc'hed yaouank? Akord eo Hajar ha Shanley, skoliataet e lise Camille Pissaro e Pontoise. Aet skuizh ar merc'hed gant ar gourdrouzioù, ar c'hunujennoù, an argadoù fizikel zoken, gwelet pe gouzañvet hogos bemdez ganto digant ar baotred... Klasket o deus emellout o c'hamaladezed. Berzh zo bet graet: 300 lisead ha liseadez zo en em dolpet dirak ar skol, da ziskouez e oant arru skuizh pe gengred. Brud zo bet graet ivez, rak kalzik mediaoù a oa deuet ivez. Bremañ e karfe an div blac'h bezañ klevet gant ar re goshañ.

Ha dilezet eo bet ar merc'hed yaouank? Tri bloaz zo, en ur skolaj chik e Paris, e oa bet kastizet pemp paotr – ha skarzhet daou anezho zoken – evit bezañ touchet meur a wech kamaladezed dezho eus ar 6vet klas, dindan levezon an X trash gwelet ganto er rouedad. «Ar baotred a sell ouzh borno (sic) e–pad an ehanoù» a lavaras ur plac'hig d'he zud, da gelaouiñ anezho. E 2016 e oa bet perzh 9.600 minor e aferioù gwallañ ha harellañ revel (+7% e–skoaz 2014).

Ha dilezet eo bet ar merc'hed yaouank? Amañ–ahont ez eus diorroet un islamouriezh yaouank–flamm a garfe rediañ he reolioù e lod porzhioù–skol. En ul levr gant Bernard Ravet, bet e penn ur skolaj e ranngêrioù norzh Massilia, eo skrivet n'azez ket ar baotred e–kichen ar plac'hed ken. Lod plac'hed a chom hep mont d'ar c'hentelioù sport. «Ouzhpenn se e kav d'ar baotred–se eo normal bezañ perzh e desevel o ''c'hoarezed'', dimeziñ d'ur plac'h yaouank glan... hep asantiñ ober memes aberzh».

Rak ar grennarded sellout abretoc'h–abretañ ouzh ar porno, rak an harellañ er rouedadoù sokial, rak paotred vihan pe menivigoded hag a glask abafiñ... Liesseurt eo an abegoù, unan o disoc'hoù. Re a verc'hed a vez gwallgaset bemdez e Bro–C'hall, e 2018, el liseoù, er skolajoù, er skolioù–kentañ, er skolioù–mamm zoken. Peadra zo da gaout nec'hamant goude bezañ lennet an testenioù dastumet e metoù a bep seurt gant hor c'hazetennerez. Piv a ra forzh, d'ur mare ma tro–distro #metoo war ar poellgomzerioù? Aet eo an emgann veur diwar hor soñj, hini ar rummad dazont a zo o kreskiñ hiziv. Ledanoc'h eo tachenn an emgann–se eget hini ar wregelouriezh. Ar gwashañ a c'hoarvezo ma lezomp ul lodenn eus hor yaouankiz disleberiñ un dra diazez d'hor c'hevredigezh – ar c'hevatalderetre paotred ha merc'hed. Anavezet eo an ton ganeomp. Laisse tomber les filles... Un jour c'est toi qui pleureras.

© ROSENCHER Anne, «Violences sexistes, n'abandonnons pas les filles», l'Express, d'ar 6 a viz Mae 2018.



—— GERIAOUEG ——
ABAFIÑ (intimider)
AN ABERZH (le sacrifice)
ARGADIÑ (agresser)
DESEVEL (éduquer)
DIBOURVEZ (démuni)
DISLEBERIÑ (dénaturer, avilir)
DROUKTUNAÑ (faire du chantage)
EMELLOUT (se mêler)
EN ARVAR (en danger)
AN ENSAVADUR (l'institution)
AR GER–KUZH (le mot de passe)
GLAN (pur, chaste)
GOURDROUZ (menacer)
GWREGELOURIEZH*, AR WREGELOURIEZH (le féminisme)
HARELLAÑ (harceler)
KENGRED (solidaire)
KEVATALDER = INGALDED*
AL LEVEZON* (l'influence)
MENI (mini)
AR METOÙ (le milieu, l'environnement)
MOUGAÑ (étouffer)
REVEL (sexuel)
SEBEZUS (stupéfiant)
TOUELLAÑ = TROMPLAÑ

14 mai 2018

Stéphane Gatignon, bet maer kêr Sevran: "ar Stad n'he deus tamm youl ebet da lakaat ar ghetto da darzhañ".

Maer kêr Sevran, er biz da Baris, eo bet Stéphane Gatignon e–pad 17 vloaz. E dibenn miz Meurzh en doa divizet reiñ e zilez, riñset, skuizh–divi gant e garg. En un atersadenn gant ar gelaouenn Society en deus displeget ar rag hag ar perag eus an disparti etre eñ hag ar politikerezh: ar bec'h da gas an traoù war–raok e banlevioù an 9–3, ar skoilhoù niverus plantet gant ar Stad, an diouer a arc'hant, e zoareoù brudañ ha kabaliñ... Evel kustum eo distagellet mat teod an aotrou maer bet.

• Abaoe bloavezhioù e vez lâret ganeoc'h: «emañ ma c'hêr o vont da darzhañ». A–benn ar fin oc'h–c'hwi an hini o tarzhañ, peogwir ho peus roet ho tilez...
S. GATIGNON: Abaoe 17 vloaz on maer. Ar muiañ posupl a glaskan ober. Met aze 'meus ket startijenn ken. Pounner ar bec'h pa reer war–dro ur gêr 'ma vev 35% eus an dud dindan ar feur paourentez. Kudennoù lojeiz zo, kudennoù surentez ivez. Dav stourm atav. Skuizhus eo. Dav chom a–sav pa grog da vezañ re boanius.

(...)

+ Klikit amañ da lenn ar pennad–skrid en e bezh.




9 avril 2018

Mae 68 e Breizh.

Istorour eo Christian Bougeard diouzh e vicher. Nevez zo eo bet skrivet Les années 68 en Bretagne gantañ, embannet gant ar Presses Universitaires de Rennes. Asambles gantañ he deus lakaet ar gelaouenn Bretons ar gaoz war darvoudoù skoet ar rannvro ganto hanter–kant vloaz zo.
Gant KDSK eo bet pedet Christian Bougeard da Vro–Naoned: d'an 29 a viz Mae, da 8e diouzh an abardaez, e vo kaset ur brezegenn gantañ e ti Yezhoù–ha–Sevenadur.

• Estreget er C'harter Latin hag e Paris e oa c'hoarvezet traoù e miz Mae 68...
Er vro a–bezh e oa degouezhet traoù da–geñver darvoudoù miz Mae 68, er c'hêrioù bihan zoken. Dishañval eo Breizh un tamm bennak: kreñv–mat al luskad eno. Roudoù anezhañ a c'haller kavout kentoc'h, ha pelloc'h en deus padet ivez.

• Penaos e oa Breizh e fin ar bloavezhioù 60?
E fin ar Pevare Republik e oa ar Frañs o vont war–raok, gant un armerzh war ziorren, hini an «Tregont Lorc'hus». Bez' e oa an traoù o cheñch e Breizh ivez. Met ar Vretoned a gave dezho ne oa ket diorroet o rannvro evel ma tleje bezañ. Se zo kaoz e oa oberiant ar CELIB, e veze nec'het ar studierien – abalamour dezho da rankout labourat e–maez o rannvro...
Un dra bouezus all: nec'h a oa, abalamour d'ar cheñchamantoù bras ha fonnus a oa c'hoarvezet, el labour–douar dreist–holl. Nec'het ar gouerien rak o dazont, rak ar marc'had boutin... Hag int da vanifestiñ, adalek deroù ar bloavezhioù 1960. Eus an tu all e oa kouerien yaouank hag a gave dezho ne cheñche ket buan a–walc'h an traoù. A–du gant modernaat ar rannvro e oa ar re–se. Dezho ne oa ket oberiant a–walc'h ar Stad: dav dezhi ober buanoc'h.
Dishañval e oa Breizh, ya, peogwir e tarzhe buan an traoù eno, ha peogwir e oa manifestadegoù bras, evel re brezel an artichaod, e Bro–Leon. Gant seziz isprefeti Montroulez e oa krog an traoù, e 1961. Un arouez n'oa ken koulskoude. Met alies e veze taer respont ar Stad: ne gomprene ket pezh a c'hoarveze, ha ne felle ket dezhi, e mod ebet, plediñ gant goulennoù dibar ar Vretoned.
War an dro, hag aze emañ an digenveizad, eo harpet a–vras ar jeneral de Gaulle, Pompidou ha Giscard gant Breizh. A–du gant an tuioù dehou ha kreiz e chom Breizh a–hed ar mare–se.

• Skrivet eo ganeoc'h e oa labouradeg Sud–Avitation, e Kêrvegon, ar c'hentañ hini dalc'het e miz Mae 1968. E Breizh e krogas an traoù, neuze!
Gwir–Bater. Dre zegouezh, marteze. Dalc'het Sud–Aviation d'ar 14 a viz Mae. Antronoz an devezh harz–labour hollek, a–enep d'ar bec'h war studierien ar C'harter Latin e Paris. Deroù an harz–labour hollek brasañ e istor Bro–C'hall an hini e oa.

• Goude bezañ lennet ho levr eur souezhet ne vije ket bet muioc'h a dud varv. N'eus bet hini ebet e Breizh. En Naoned, pa oa bet taget ar prefeti gant ar studierien, en doa goulennet ar prefed aotre da dennañ. Nac'het outañ...
Kreñv–kenañ e oa bet al luskad e Breizh; hogen sioul hogos e pep lec'h, nemet en Naoned. Dibar eo an Naoned e Breizh. Kann a oa bet e fin meur a vanifestadeg. E miz C'hwevrer 1968 e oa krog an traoù, pa oa bet dalc'het ar rektordi gant studierien. Re daer e oa bet ar prefed: bazhataet ar studierien, harzet o fennoù... Trenket ar soubenn e–mod–se, hag aet an traoù war daeraat. D'an 13 a viz Mae, da skouer, e oa barrikadennoù diouzh noz, kann gant ar polis, ha tud gloazet e–leizh.

• Diaes d'ar stourmerien en em glevout, evel e lec'h all: studierien, micherourien, kouerien...
Da–gentañ e oa bet dizemglev, pe diouer a anaoudegezh etrezo. Harz–labour an 13, da skouer, a oa bet lañset gant ur sindikad kelennerien, ha chomet diseblant micherourien zo: perak stourm evit studierien, bourc'hizien anezho? Met dre gaozeal e oa tostaet micherourien ha studierien e–kerzh darvoudoù miz Mae. Un dra nevez an hini e oa, gant efedoù war harzoù–labour ar bloavezhioù 1970. Kalz studierien, bet pe a–vremañ, a gaved er strolladoù skoazell, evel hini ar Joint Français.

• Ar skolioù–meur ivez a oa o cheñch, e Brest dreist–holl: pobleloc'h–poblelañ orin ar studierien?
Dav tennañ kont eus an dra–se. Aet an niver a studierien war gresk, gant bugale eus ar renkadoù etre, eus ar renkadoù poblel a–wechoù. Bugale munut o orin, dezho tud labourerien–douar, artizaned, kenwerzhourien vihan... Hag int d'en em gavout er skolioù–meur. Cheñchet an traoù, neuze.
Ouzhpenn se e oa ur c'hoant mont war–du ar bobl, en em gavout ganti, komz ganti, dindan levezon mennozhioù an tu kleiz pellañ. Dishañval penn–da–benn e oa ar gwirvoud sokiologel diouzh ar raksoñjoù e–keñver Mae 68: ouzhpenn bourc'hizien Paris a oa war ar barrikadennoù.

• En diwezh e chomas ar stur e daouarn ar jeneral de Gaulle. Hag ar bihanniver a oa bet perzh el luskad, emezit–c'hwi...
Ya. Sebezus eo an niver a dud oc'h ober harz–labour, o vanifestiñ... Met buan a–walc'h e voe nec'het ar muiañ–niver didrouz. Anv eus an arvar komunour a voe graet gant ar gouarnamant, daoust d'ar Parti Communiste da vezañ sioul. Hag efedoù a voe en dilennadegoù e 1968. An dud reizh, eus an tu kreiz, a yeas niverus da votiñ da zifenn ar Stad hag ar jeneral de Gaulle.

• Anv zo ivez en ho levr ganeoc'h eus an dekvloaziad da–heul. Er stourmoù sokial hag ekologel e vefe hêrezh miz Mae 68?
Gwir–Bater. Betek 1975 en doa padet ar Mae breizhat, evit ar pezh a denn eus ar sokial. Luskadoù bras a oa bet. Harzoù–labour tenn, hir, a–enep da renerien na felle ket dezho kaozeal. Harzoù–labour dibar ivez, evel hini ar Joint Français a oa broadel e reuz. N'o doa ket goulennoù a zispac'h: kreskiñ o goproù a–live gant re uzinoù Paris, hag un trizekvet miziad. Ar rannvro a–bezh a oa perzh ha kengred gant an harzerien–o–labour: an dud, ar c'hêrioù, an arzourien... Goulenn kreskiñ ar goproù a veze goulennet dreist–holl, e kalz uzinoù bihan. Pergen re gounezvouedel, e–lec'h ma veze gwallgaset ar vicherourien, maouezed alies–mat.

• Penn kentañ ar stourmoù ekologel e oa ivez?
An enkadenn, kresk an dilabour... Diaes bezañ an tu gounid gantañ adalek kreiz ar bloavezhioù 1970. En em zifenn a rae an dud kentoc'h, evit ma ne vije ket serret uzinoù, ma ne vije ket kollet labour. Ul lodenn eus al luskad sokial, hag ar re yaouank, en em daol d'ar stourmoù a–enep d'an nukleel, e Pentelloù, en Erdeven, pe e Plougoñ. Efedoù o deus ar gwallreuzioù ekologel, al lanvioù du. Aze emañ Breizh e penn an traoù. Dreistordinal e oa al luskad eno, dreist–holl e Plougoñ.

• Ha distro e oa ar mennozhioù breizhat d'an dachenn bolitikel?
Ya, met diwar ziazezoù all. Fall–put e oa skeudenn an Emsav war–lerc'h ar brezel, abalamour d'e re o doa kenlabouret. Aze e teu da vezañ pozitivel. Ur c'hemm politikel pouezus a oa: gant an tu kleiz hag an tu kleiz pellañ ez a ar stourm breizhat. Mare an FLB e oa ivez. Bez' e oa–eñ ivez o cheñch, o vont war–du mennozhioù an tu kleiz pellañ breizhat.
An identelezh vreizhat ivez a zeuas da vezañ pozitivel–mat, goude bezañ bet kaset diwar ar speredoù e–pad ugent vloaz. Goulennoù a veze graet evit ar yezh, evit ma vije kelennet. Diwar se e voe krouet Diwan e 1977. Ur revival zo bet, un adc'hanedigezh sevenadurel: bras pouez ar sonerezh hag ar ganerien, darempredet stank ar festoù–noz a–nevez...

• Un hêrezh da Vae 68 eo?
Din ez eo. Sellit 'ta: kalz studierien ha ne oant ket eus Breizh–Izel, e Roazhon da skouer, a reas anaoudegezh gant sevenadur Breizh, gant he dañsoù... Lod zo bet desket ar yezh ganto. Ur darvoud nevez–flamm e oa. Diorren ar goulennoù rannvroelour eo an eil, douget gant an tu kleiz pellañ hag ar Parti Socialiste.

• Deoc'h e oa achu ar mare–se e 1981?
Deomp–ni, istorourien, eo ar bloavezhioù 68 ar prantad–amzer etre fin brezel Aljeria hag ar cheñchamant tu politikel c'hoarvezet er vro e 1981. Seul wiroc'h eo e Breizh. Betek–en e oa gwelet Breizh evel un dachenn e dalc'h an tu dehou. Uheloc'h an disoc'hoù anezhañ e Breizh e–keñver ar geidenn vroadel. Krog penn ar vazh da cheñch d'ar mare–se, hag e 1981 e oa ar wech kentañ da Vreizh bezañ a–du gant an tu kleiz. Tost–tost e oa Mitterand d'ar muiañ–niver (49,2%), hag ar «wagenn roz» a voe kaset d'ar Gambr ganti 19 kannad PS diwar 33. Aze e oa ur cheñchamant da vat, padus e efedoù. Din eo un efed dieeun eus Mae 68: hejet ha modernaet ar gevredigezh gantañ, ha gant stourmoù ar bloavezhioù 1970 war e lerc'h.

© RAYNAUDON–KERZERHO Maiwenn, «Christian bougeard:“Mai 68 a été très puissant en Bretagne”», Bretons, miz Genver 2018.




—— GERIAOUEG ——
AN ARMERZH = AN EKONOMIEZH*
AN AROUEZ* (le symbole)
AN ARVAR (le péril, le danger)
BAZHATA (matraquer; frapper à coups de bâton)
DA–GEÑVER (à l'occasion de)
AN DIAZEZ (la base)
DIBAR (unique)
DIEEUN (indirect)
AN DIGENVEIZAD (le paradoxe)
AN DIOUER A (le manque de)
E–LEIZH = KALZ
EN EM DEULER DA (se consacrer à)
AN ENKADENN* (la crise)
ESTREGET (il n'y a pas que)
EUR (on est)
GLOAZAÑ (blesser)
GOUNEZVOUEDEL (agroalimentaire)
AR GWALLREUZ (la catastrophe)
AR GWIRVOUD (la réalité)
HARPAÑ = SOUTEN
HEJAÑ (secouer)
HOGOS = KAZI
KANN*, AR GANN (la bagarre, la rixe)
KEIDENN*, AR GEIDENN (la moyenne)
KEMM, AR C'HEMM = AR CHEÑCHAMANT
KENGRED GANT (solidaire avec)
KENTOC'H (plus tôt, avant)
KÊRVEGON (Bouguenais) → BEGON
KOUER = PEIZANT
AL LABOURADEG* = AN UZIN*
AL LEVEZON* (l'influence)
AL LUSKAD (le mouvement, la mobilisation)
AN NEC'H (l'inquiétude)
OBERIANT (actif)
PENTELLOÙ (le Pellerin)
PLEDIÑ GANT = OBER WAR–DRO
POBLEL (populaire)
AR RAKSOÑJ (le préjugé)
REIZH (modéré)
AR RENKAD* (la classe sociale)
SEBEZUS (stupéfiant)
SEUL —OC'H (d'autant plus)

15 janvier 2018

Seizh miliard a boellgomzerioù, ha ni.

«Smartphone», «poellgomzerioù»: pellgomzerioù ''speredek'', e brezhoneg flour. E Bro–C'hall o deus 73% eus ar re a–us 12 vloaz unan. Abaoe ma'z eus anezho, e 2007, ez eus bet gwerzhet 7 miliard a boellgomzerioù. Kement hag a dud war an tamm douar patatez–mañ. Un arouez eo deuet da vezañ ar mekanikoù–se, hini an araokadennoù niverel bedel graet abaoe dek vloaz: pellgomzer, urzhiataer, GPS, luc'hskeudennerez int war un dro.
Ha gwelet e oa bet dija kement a dud oc'h ober ken buan gant un teknologiezh nevez? En ul levr gant an Amerikan Thomas L. Friedman eo kontet penaos e oa c'hoarvezet an nivereladur–se, war–lerc'h un heuliad araokadennoù teknologel. Bep daou vloaz e vefe daougmentet galloud an urzhiataerioù: «lezenn Moore» an hini eo. M'o dije troet an traoù ken fonnus evit ar c'hirri–tan ''Buoc'hig–Doue'', gant Volkswagen, «ez ajent da 180.000 km d'an eur, bevezet ganto ul litrad bep 800.000km»!
An aezamantoù degaset ganto eo an eil abeg. Pep lec'h, bepred, diouzhtu... e c'haller gouzout an amzer, lenn disoc'hoù dilennadegoù, kavout luc'hskeudennoù eus ar bidoc'hig, prenañ ur bilhed tren, sellout ouzh e gontoù bank... Aesoc'h ar vuhez gant an arvidinkoù–se: respont a reont d'hor goulennoù, brudañ a reont hon taolioù imor mat pe fall...
Servijoù dibar a c'hallont rentañ, abalamour dezho da vezañ efedus. E kampoù repuidi, e tiriadoù drastet, e vez degaset boued, louzeier hag... ar WIFI gant an aozadurioù e–maez gouarnamant! E–mod–se e chom ar repuidi liammet gant o c'herent strewet amañ–ahont. Dezho n'eo ket dister tamm ebet.
Buan–buan eo c'hoarvezet pep tra avat. Daou c'houlenn zo diwar se, dibar int ivez. A–fet lezenn: pep tra a oar hor poellgomzerioù diwar hor penn. Met petra a ouzomp–ni anezho hag eus ar roadennoù diwar hor penn dastumet ganto? Nebeut a dra. Treuzkaset eo an titouroù–se. Ganto e c'hall ramzed an niverel (Google, Apple, Facebook...) gwellaat ar servijoù kinniget deomp; hogen diwar–goust gwirioù an dud. E miz Mae e vo lakaet da dalvezout e Bro–C'hall al lezenn europat nevez diwar–benn gwarez ar roadennoù. Un tamm kempenn a vo graet e–giz–se d'an diouer a lezenn, o lakaat redioù war chouk an embregerezhioù.
Speredel ha sokial eo an eil goulenn. Peseurt efedoù o do an teknologiezhioù niverel war hon emzalc'hioù? Difennet e vo d'ar skolidi ha d'ar skolajidi ober ganto adalek miz Gwengolo 2018, he deus divizet an Deskadurezh Stad. Arabat skeiñ e–biou d'an dud deuet kennebeut. Sellit pegen sot eo Donald Trump gant Twitter, oc'h embann bidennoù. Sellomp ouzhomp hon–unan: piv n'eo ket bet souezhet oc'h en em gavout saouzanet gant e skramm, diseblant ha bouzar ouzh an dud tro–dro, el labour pe er familh?
Setu benvegoù hag a zo sañset hol liammañ an eil ouzh egile, hol lakaat da gompren gwelloc'h ar bed. A–wechoù hol lakaont d'en em serriñ ennomp. Labour zo c'hoazh evit ar bsikologourien hag ar bsikiatrourien.
Buanaet eo bet an emdroadur niverel gant an teknologiezhioù skiantel. Poent eo d'an teknologiezhioù sokial skoulmañ ganto, evit hor sikour da c'houzout ober ganto ha d'ober hor mad anezho.

© BOISSONNAT Philippe, Sept milliards de smartphones et nous, Ouest-France, d'ar 6 a viz Genver 2018.



—— GERIAOUEG ——
AN ARDIVINK = AR MEKANIK
AN AROUEZ (le symbole)
BEVEZIÑ (consommer)
BIDENN*, AR VIDENN (la blague, l'histoire)
AR BIDOC'HIG (le petit dernier)
DIBAR (unique, inédit [di/par])
DAOUGEMENTIÑ (doubler)
AN DIOUER A (le manque de)
DRASTET (ravagé)
AN EMDROADUR (l'évolution)
AN EMZALC'H (le comportement)
LAKAAT DA DALVEZOUT (mettre en vigueur)
AR GWAREZ (la protection)
AN NIVERELADUR (la numérisation)
SAOUZANAÑ (saisir, hypnotiser)
AR RAMZ (le géant)
REPUAD (le réfugié)
AR ROADENN (la donnée)
AR SKRAMM (l'écran)
STREWIÑ (éparpiller; disséminer)

18 décembre 2017

Bugale: da ziwall zo?

• Petra zo skrivet en danvez lezenn?
An destenn zo berr anezhi. Adskrivet eo bet gant ur bodad, ha bremañ eo anvet «annez ar vugale ma vez disparti». Er mellad kentañ eo skrivet «emañ chomlec'h ar bugel e ti pep kar; divizet eo an doareoù stankter ha padelezh gant an dud o–unan pe gant ar barner». «Ur mod dreistordinal» e teufe da vezañ an diwallerezh gant ur c'har hepken.
N'eus ket rediet doare ober ebet gant al lezenn: en em glevout a c'hall an dud ober (50/50, 70/30...). Gallout a rafe ur bugel chom daou vloavezh e ti e vamm, da skouer, ha tri bloavezh e ti e dad da c'houde.

• Pet bugel a vefe tizhet?
380.000 a vugale a vefe gouzañvet ganto disparti o zud bep bloaz, hervez an INSEE. En o zouez emañ an dispartioù diouzh un eured pe ur pacs (170.000 a vugale) hag ar c'houbladoù frank o unaniezh. En em glevout a rafe 80% eus ar c'houbladoù kozh–se diwar–benn diwallerezh o bugale.
E 2012, hervez ministrerezh ar justis, ne oa diwallet a–bep–eil nemet 17% eus ar vugale. An darn vuiañ anezho a oa fiziet er mammoù (73%), dek gwech muioc'h evit en tadoù (7%).
Choazet ez eus diwall a–bep–eil kentoc'h gant ar re torret o dimez ganto (30%). Ral eo d'ar c'houbladoù dizimez ober e–giz–se (11%). Ar vugale etre 6 ha 10 vloaz eo ar re tizhet ar muiañ (21%), muioc'h eget ar grennarded (15% etre 15 ha 17 vloaz) hag ar grouadurien (5% dindan daou vloaz).

• Peseurt efedoù war ar vugale?
Gant ar mod diwall–se e chom kreñv al liammoù etre an tadoù hag ar mammoù. Hervez ur studi gant an INED ne vefe ket gwelet o zadoù ken gant 17,8% eus ar vugale goude un torr–dimeziñ. Ma studier pizh ar studi–se eo bras–mat an diforc'h etre ar vugale diwallet gant o mamm kerkent ha dispartiet–hi (21% dizarempred) hag ar re diwallet a–bep–eil (1% hepken).
Da vredvezeien bugale zo o defe ar vugale–se daou gar da ober diouto. Aesoc'h e vefe bezañ emren. Pouezus e vefe d'ar grennarded. «N'eus trubuilh dibar ebet d'ar vugale–se, hervez al lennegezh skiantel etrebroadel» eme Serge Hefez er gazetenn Le Monde.
Gant al lec'hienn 20 Minutes, avat, ez eus bet dastumet testenioù bugale glemmus, abalamour dezho «ober–dizober o malizennoù bep sizhun»: lod a gav dezho e vez start en em ober outi (deverioù skol, dudioù...) peogwir n'o deus chomlec'h stabil ebet.
Startoc'h e vefe d'ar vugale vihan o dez ezhomm un den hag ul lec'h bevañ stabil. Dre m'eo diaes dezho meizañ an amzer e c'hallfe an diwallerezh a–bep–eil bezañ santet ganto evel un dilez. E 2014 e oa bet goulennet gant psikologourien bugale difenn an diwallerezh a–bep–eil a–raok 6 vloaz, pa ne vije ket a–du ar gerent.

• Peseurt efedoù war an dud?
Goulenn a ra ar c'hevredigezhioù tadoù, evel SOS–Papa, ma vo dalc'het ul liamm padus a garantez ouzh o bugale. Gant al lezenn nevez e vefe perzh an daou gar e deskadurezh o bugel, ha ne vefe ket lezet unan a–gostez. Ingaloc'h an traoù etre ar baotred hag ar merc'hed, eme an tadoù, rak int a gav dezho e vezont droukziforc'het gant an divizoù justis.
A–du gant ar diwallerezh e vefe 58% eus an tadoù ha 39% eus ar mammoù, e–mesk ar re dispartiet, hervez ur studi gant ministrerezh ar justis. Koulskoude n'eus nemet ur palevarzh anezho en doa goulennet en ober gant o vugel.
Gant an diwallerezh a–bep–eil o defe an daou gar, unan digenvez dreist–holl, muioc'h a amzer da sevel un ti nevez. Aesoc'h e vefe bleuniañ gant o buhez personnel ha micherel.
Eus un tu all, avat, e tle an tad hag ar vamm bezañ o chom tost a–walc'h an eil ouzh egile. N'eo ket dister, peogwir e c'hall mirout ouzh an eil pe egile da zilojañ, rak ul labour pe un amourouz nevez.
Ouzhpenn se e tle al lojeiz bezañ bras a–walc'h evit degemer bugale. Moarvat eo kaoz e vefe diwallet a–bep–eil aliesoc'h gant familhoù pinvidik evit gant re baour (peder gwech muioc'h hervez sifroù an INSEE).

• Peseurt efedoù war an arc'hant?
War–lerc'h un disparti ez afe war vrasaat an dizingalded diwar ar reizh: gant ar maouezed e vefe kollet 19% eus o gounid (muioc'h c'hoazh ma ne labourent ket kentoc'h); gant ar baotred e vefe 2,5% hepken. Rak se o deus embannet kevredigezhioù gwregelour e Le Monde e vefe krisoc'h efedoù an disparti gant an diwallerezh a–bep–eil, ha «paouraet» e vefe ar merc'hed en o–unan.
Peurliesañ n'eus ''leve–ar–vugale'' ebet pa vezont diwallet a–bep–eil. Rannet eo etre daou ar gounidoù telloù stag ouzh ar vugale, ha pa dremenont muioc'h a amzer e ti an eil. Ar goproù tiegezh a c'hall bezañ rannet etre daou ivez, met ar c'houbladoù bet a c'hall goulenn e vefent roet d'ur c'har hepken.

• Penaos plediñ gant an disparti pa vez reuz?
Da eizh kar diwar zek e oa anat dibab annez ar vugale war–lerc'h o disparti. Met pa vez reuz etre an tad hag ar vamm ne oa nemet 44% anezho a gave e oa ar gwir gant ar barner. Diwar se e c'hall trenkañ ar soubenn.
Pa vez sach blev etrezo e vez start lakaat an diwallerezh a–bep–eil war sav: dav d'an tad ha d'ar vamm bezañ ingal e darempred an eil gant egile. Ar c'hevredigezhioù gwregelour a lavar e vefe start d'ar maouezed gwallgaset ''dizonañ'' diouzh levezon o gwazed kozh. D'an alvokadez Isabell Steyer e vo diaes d'ar varnerien gouzout a–raok aotren an diwallerezh a–bep–eil gouzout ha kollet eo an den gant ar feulster pe ar boeson.


—— GERIAOUEG ——
BLEUNIAÑ (épanouir; s'épanouir)
AR BODAD (la commission)
AR BREDVEZEG = AR PSIKOLOGOUR
AN DANVEZ X (le projet de X, le futur X)
DIGENVEZ (isolé)
AN DIWALLEREZH* (la garde)
DIZONAÑ (sevrer, priver)
DROUKZIFORC'HIÑ (discriminer)
FIZIOUT E (confier à)
FRANK (libre)
AR GOPR TIEGEZH (l'allocation familiale)
GWREGELOUR (féministe)
KAR / KERENT (parent/s)
KLEMMUS (plaintif)
KRENNARD, AR C'H– (l'adolescent)
KROUADUR, AR C'H– (la progéniture; le jeune enfant)
MEIZAÑ (percevoir, comprendre)
AR MELLAD (l'article de loi)
OBER DIOUZH (se référer à)
AR PALEVARZH (le quart)
PIZH (précis)
RAL (rare)
AR REIZH (le genre, le sexe)
AR STANKTER (la fréquence)
TELL*, AN DELL (l'impôt, la taxe)