Istorour eo Christian Bougeard diouzh e vicher. Nevez zo eo bet skrivet Les années 68 en Bretagne gantañ, embannet gant ar Presses Universitaires de Rennes. Asambles gantañ he deus lakaet ar gelaouenn Bretons ar gaoz war darvoudoù skoet ar rannvro ganto hanter–kant vloaz zo.
Gant KDSK eo bet pedet Christian Bougeard da Vro–Naoned: d'an 29 a viz Mae, da 8e diouzh an abardaez, e vo kaset ur brezegenn gantañ e ti Yezhoù–ha–Sevenadur.
•
Estreget
er C'harter Latin hag e Paris e oa c'hoarvezet traoù e miz Mae 68...
Er
vro a–bezh e oa degouezhet traoù
da–geñver
darvoudoù miz Mae 68, er c'hêrioù bihan zoken. Dishañval eo
Breizh un tamm bennak: kreñv–mat
al luskad eno. Roudoù
anezhañ a c'haller kavout kentoc'h,
ha pelloc'h en deus padet ivez.
• Penaos
e oa Breizh e fin ar bloavezhioù 60?
E
fin ar Pevare Republik e oa ar Frañs o vont war–raok,
gant un armerzh war ziorren,
hini an «Tregont Lorc'hus». Bez' e oa an traoù o cheñch e Breizh
ivez. Met ar Vretoned a gave dezho ne oa ket diorroet o rannvro evel
ma tleje bezañ. Se zo kaoz e oa oberiant
ar CELIB, e veze nec'het ar studierien –
abalamour dezho da rankout labourat e–maez
o rannvro...
Un
dra bouezus all: nec'h a oa,
abalamour d'ar cheñchamantoù bras ha fonnus a oa c'hoarvezet, el
labour–douar dreist–holl.
Nec'het ar gouerien rak o
dazont, rak ar marc'had boutin... Hag int da vanifestiñ, adalek
deroù ar bloavezhioù 1960. Eus an tu all e oa kouerien yaouank hag
a gave dezho ne cheñche ket buan a–walc'h
an traoù. A–du gant modernaat ar
rannvro e oa ar re–se. Dezho ne oa
ket oberiant a–walc'h ar Stad: dav
dezhi ober buanoc'h.
Dishañval
e oa Breizh, ya, peogwir e tarzhe buan an traoù eno, ha peogwir e oa
manifestadegoù bras, evel re brezel an artichaod, e Bro–Leon.
Gant seziz isprefeti Montroulez e oa krog an traoù, e 1961. Un
arouez n'oa ken koulskoude.
Met alies e veze taer respont ar Stad: ne gomprene ket pezh a
c'hoarveze, ha ne felle ket dezhi, e mod ebet, plediñ
gant goulennoù dibar
ar Vretoned.
War
an dro, hag aze emañ an digenveizad,
eo harpet a–vras
ar jeneral de Gaulle, Pompidou ha Giscard gant Breizh. A–du
gant an tuioù dehou ha kreiz e chom Breizh a–hed
ar mare–se.
• Skrivet
eo ganeoc'h e oa labouradeg
Sud–Avitation, e Kêrvegon,
ar c'hentañ hini dalc'het e miz Mae 1968. E Breizh e krogas an
traoù, neuze!
Gwir–Bater.
Dre zegouezh, marteze. Dalc'het Sud–Aviation
d'ar 14 a viz Mae. Antronoz an devezh harz–labour
hollek, a–enep d'ar bec'h war
studierien ar C'harter Latin e Paris. Deroù an harz–labour
hollek brasañ e istor Bro–C'hall
an hini e oa.
• Goude
bezañ lennet ho levr eur
souezhet ne vije ket bet muioc'h a dud varv. N'eus bet hini ebet e
Breizh. En Naoned, pa oa bet taget ar prefeti gant ar studierien, en
doa goulennet ar prefed aotre da dennañ. Nac'het outañ...
Kreñv–kenañ
e oa bet al luskad e Breizh; hogen sioul hogos
e pep lec'h, nemet en Naoned. Dibar eo an Naoned e Breizh. Kann
a oa bet e fin meur a vanifestadeg. E miz C'hwevrer 1968 e oa krog an
traoù, pa oa bet dalc'het ar rektordi gant studierien. Re daer e oa
bet ar prefed: bazhataet ar
studierien, harzet o fennoù... Trenket ar soubenn e–mod–se,
hag aet an traoù war daeraat. D'an 13 a viz Mae, da skouer, e oa
barrikadennoù diouzh noz, kann gant ar polis, ha tud gloazet
e–leizh.
• Diaes
d'ar stourmerien en em glevout, evel e lec'h all: studierien,
micherourien, kouerien...
Da–gentañ
e oa bet dizemglev, pe diouer a
anaoudegezh etrezo. Harz–labour an
13, da skouer, a oa bet lañset gant ur sindikad kelennerien, ha
chomet diseblant micherourien zo: perak stourm evit studierien,
bourc'hizien anezho? Met dre gaozeal e oa tostaet micherourien ha
studierien e–kerzh darvoudoù miz
Mae. Un dra nevez an hini e oa, gant efedoù war harzoù–labour
ar bloavezhioù 1970. Kalz studierien, bet pe a–vremañ,
a gaved er strolladoù skoazell, evel hini ar Joint Français.
• Ar
skolioù–meur ivez a oa o cheñch,
e Brest dreist–holl:
pobleloc'h–poblelañ
orin ar studierien?
Dav
tennañ kont eus an dra–se. Aet an
niver a studierien war gresk, gant bugale eus ar renkadoù
etre, eus ar renkadoù poblel a–wechoù.
Bugale munut o orin, dezho tud labourerien–douar,
artizaned, kenwerzhourien vihan... Hag int d'en em gavout er
skolioù–meur. Cheñchet an traoù,
neuze.
Ouzhpenn
se e oa ur c'hoant mont war–du ar
bobl, en em gavout ganti, komz ganti, dindan levezon
mennozhioù an tu kleiz pellañ. Dishañval penn–da–benn
e oa ar gwirvoud sokiologel
diouzh ar raksoñjoù
e–keñver
Mae 68: ouzhpenn bourc'hizien Paris a oa war ar barrikadennoù.
• En
diwezh e chomas ar stur e daouarn ar jeneral de Gaulle. Hag ar
bihanniver a oa bet perzh el luskad, emezit–c'hwi...
Ya.
Sebezus eo an niver a dud
oc'h ober harz–labour, o
vanifestiñ... Met buan a–walc'h e
voe nec'het ar muiañ–niver
didrouz. Anv eus an arvar
komunour a voe graet gant ar gouarnamant, daoust d'ar Parti
Communiste da vezañ sioul. Hag efedoù a voe en dilennadegoù e
1968. An dud reizh, eus an
tu kreiz, a yeas niverus da votiñ da zifenn ar Stad hag ar jeneral
de Gaulle.
• Anv
zo ivez en ho levr ganeoc'h eus an dekvloaziad da–heul.
Er stourmoù sokial hag ekologel e vefe hêrezh miz Mae 68?
Gwir–Bater.
Betek 1975 en doa padet ar Mae breizhat, evit ar pezh a denn eus ar
sokial. Luskadoù bras a oa bet. Harzoù–labour
tenn, hir, a–enep da renerien na
felle ket dezho kaozeal. Harzoù–labour
dibar ivez, evel hini ar Joint Français a oa broadel e reuz.
N'o doa ket goulennoù a zispac'h: kreskiñ o goproù a–live
gant re uzinoù Paris, hag un trizekvet miziad. Ar rannvro a–bezh
a oa perzh ha kengred gant
an harzerien–o–labour:
an dud, ar c'hêrioù, an arzourien... Goulenn kreskiñ ar goproù a
veze goulennet dreist–holl, e kalz
uzinoù bihan. Pergen re
gounezvouedel,
e–lec'h
ma veze gwallgaset ar vicherourien, maouezed alies–mat.
• Penn
kentañ ar stourmoù ekologel e oa ivez?
An
enkadenn, kresk an
dilabour... Diaes bezañ an tu gounid gantañ adalek kreiz ar
bloavezhioù 1970. En em zifenn a rae an dud kentoc'h, evit ma ne
vije ket serret uzinoù, ma ne vije ket kollet labour. Ul lodenn eus
al luskad sokial, hag ar re yaouank, en
em daol d'ar stourmoù a–enep
d'an nukleel, e Pentelloù,
en Erdeven, pe e Plougoñ. Efedoù o deus ar gwallreuzioù
ekologel, al lanvioù du. Aze emañ Breizh e penn an traoù.
Dreistordinal e oa al luskad eno, dreist–holl
e Plougoñ.
• Ha
distro e oa ar mennozhioù breizhat d'an dachenn bolitikel?
Ya,
met diwar ziazezoù all.
Fall–put e oa skeudenn an Emsav
war–lerc'h ar brezel, abalamour d'e
re o doa kenlabouret. Aze e teu da vezañ pozitivel. Ur c'hemm
politikel pouezus a oa: gant an tu kleiz hag an tu kleiz pellañ ez a
ar stourm breizhat. Mare an FLB e oa ivez. Bez' e oa–eñ
ivez o cheñch, o vont war–du
mennozhioù an tu kleiz pellañ breizhat.
An
identelezh vreizhat ivez a zeuas da vezañ pozitivel–mat,
goude bezañ bet kaset diwar ar speredoù e–pad
ugent vloaz. Goulennoù a veze graet evit ar yezh, evit ma vije
kelennet. Diwar se e voe krouet Diwan e 1977. Ur revival zo
bet, un adc'hanedigezh sevenadurel: bras pouez ar sonerezh hag ar
ganerien, darempredet stank ar festoù–noz
a–nevez...
• Un
hêrezh da Vae 68 eo?
Din
ez eo. Sellit 'ta: kalz studierien ha ne oant ket eus Breizh–Izel,
e Roazhon da skouer, a reas anaoudegezh gant sevenadur Breizh, gant
he dañsoù... Lod zo bet desket ar yezh ganto. Ur darvoud
nevez–flamm e oa. Diorren ar
goulennoù rannvroelour eo an eil, douget gant an tu kleiz pellañ
hag ar Parti Socialiste.
• Deoc'h
e oa achu ar mare–se e 1981?
Deomp–ni,
istorourien, eo ar bloavezhioù 68 ar prantad–amzer
etre fin brezel Aljeria hag ar cheñchamant tu politikel c'hoarvezet
er vro e 1981. Seul wiroc'h
eo e Breizh. Betek–en e oa gwelet
Breizh evel un dachenn e dalc'h an tu dehou. Uheloc'h an disoc'hoù
anezhañ e Breizh e–keñver ar
geidenn vroadel. Krog penn
ar vazh da cheñch d'ar mare–se,
hag e 1981 e oa ar wech kentañ da Vreizh bezañ a–du
gant an tu kleiz. Tost–tost e oa
Mitterand d'ar muiañ–niver
(49,2%), hag ar «wagenn roz» a voe kaset d'ar Gambr ganti 19 kannad
PS diwar 33. Aze e oa ur cheñchamant da vat, padus e efedoù. Din eo
un efed dieeun eus Mae 68:
hejet ha modernaet ar
gevredigezh gantañ, ha gant stourmoù ar bloavezhioù 1970 war e
lerc'h.
©
RAYNAUDON–KERZERHO Maiwenn,
«Christian bougeard:“Mai 68 a été très puissant en Bretagne”»,
Bretons, miz Genver 2018.
—— GERIAOUEG
——
AN
ARMERZH = AN
EKONOMIEZH*
AN
AROUEZ* (le
symbole)
AN
ARVAR (le
péril, le danger)
BAZHATA
(matraquer; frapper à
coups de bâton)
DA–GEÑVER
(à l'occasion de)
AN
DIAZEZ (la
base)
DIBAR
(unique)
DIEEUN
(indirect)
AN
DIGENVEIZAD (le
paradoxe)
AN
DIOUER A (le
manque de)
E–LEIZH
= KALZ
EN
EM DEULER DA (se
consacrer à)
AN
ENKADENN* (la
crise)
ESTREGET
(il n'y a pas que)
EUR
(on est)
GLOAZAÑ
(blesser)
GOUNEZVOUEDEL
(agroalimentaire)
AR
GWALLREUZ (la
catastrophe)
AR
GWIRVOUD (la
réalité)
HARPAÑ
= SOUTEN
HEJAÑ
(secouer)
HOGOS
= KAZI
KANN*,
AR GANN (la
bagarre, la rixe)
KEIDENN*,
AR GEIDENN (la
moyenne)
KEMM,
AR C'HEMM = AR
CHEÑCHAMANT
KENGRED
GANT (solidaire avec)
KENTOC'H
(plus tôt, avant)
KÊRVEGON
(Bouguenais)
→ BEGON
KOUER
= PEIZANT
AL
LABOURADEG* = AN
UZIN*
AL
LEVEZON* (l'influence)
AL
LUSKAD (le
mouvement, la mobilisation)
AN
NEC'H (l'inquiétude)
OBERIANT
(actif)
PENTELLOÙ
(le Pellerin)
PLEDIÑ
GANT = OBER WAR–DRO
POBLEL
(populaire)
AR
RAKSOÑJ (le
préjugé)
REIZH
(modéré)
AR
RENKAD* (la
classe sociale)
SEBEZUS
(stupéfiant)
SEUL
—OC'H
(d'autant plus)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire