Nevez
zo ez eus bet embannet studiadennoù o kanañ
meuleudi da Naoned. Brud vat he deus kêr–benn
Breizh, ha desachet ez eus ganti labourerien koulz hag
embregerezhioù. Bep bloaz e vez 8.000 den oc'h ober o annez e kêr
hag en trowardroioù. En trede
gennad e kavont fred:
bed an arc'hant, ar stlenneg,
ar velestradurezh... Eus Paris emañ an darn vrasañ anezho o tont,
aet skuizh gant o buhez skuizhus pe gant ar feurmoù ker–ruz.
6.000 embregerezh a vez krouet war dachenn ar veurgêr bep bloaz, hag
un nebeud a ra berzh fonnus. Met estreget startoù–up
zo diazezet e Naoned: embregerezhioù bras evel ar Société Générale
hag ar SNCF o deus digoret rannoù
dezho e kêr an duged.
Meur
a gudenn a vo dav diskoulmañ avat. Penaos ober evit ma vo labour
c'hoazh hag adarre? Petra ober evit kinnig servijoù a galite d'ar re
gozh a vo niverusoc'h–niverus?
Penaos adaozañ kêr evit degemer muioc'h–mui a dud, e–keñver an
treuzdougen da skouer? Met ar brasañ skoilh a
rankor talañ
outañ eo
an digevatalder,
hep mar ebet.
En un AIF emaint o chom. E Naoned ne reer ket banlevioù anezho, met ranngêrioù poblek: Bellevue, le Clos–Toreau, le Breil... Tost ha pell eus kreiz–kêr emaint war un dro. Eno o dez bec'h an dud, kerkent ha krog ar miz, abalamour d'an dilabour ha d'ar baourentez.
En desped d'ar politikerezhioù lakaet da dalvezout gant an ti–kêr ez a an diforc'hioù war vrasaat. A–dra–sur eo izeloc'h feur an dilabour (8%) e Naoned eget e lec'h all; hogen kuzhet eo an digevatalder gantañ. N'eo ket tizhet an tourioù gant ar birvilh naonedat: e–harz dezho ez a da get. E Malakoff emañ 31% eus an dud o klask labour, ha lod anezho o fritañ laou (52% dindan gwehin ar baourentez, da lavarout eo o vevañ diwar nebeutoc'h eget 828€ ar miz). Gwashoc'h zo: hervez an INSEE e vefe paouroc'h–paour ar beorien abaoe penn kentañ an enkadenn, e 2010. Ar maouezed dreist–holl a vez el lagenn. 25 bloaz zo e laboure stankoc'h merc'hed ar c'harterioù eget re kreiz–kêr. Cheñchet eo penn d'ar vazh (15% a ziforc'h etrezo) abaoe, rak aet eo stal lod micherourien da stalig, hag an darn vrasañ eus ar postoù labour nevez zo tapet gant tud uhel o studioù,sternerien dreist–holl.
©
diwar Enquête sur
l'attractivité de la métropole nantaise,
Ouest-France, d'ar 4 a viz Genver
GERIAOUEG
AIF
(ANNEZ IZELFEUR) = HLM
EN
DESPED DA = DAOUST DA
AN
DIGEVATALDER = AN
DISINGALDED*
AN
ENKADENN* (la
crise)
FRITAÑ
LAOU (vivre
dans la pauvreté) →
FRIRE
DES POUX
AR
GWEHIN (le
seuil)
KANAÑ
MEULEUDI DA (dresser
les louanges de)
KAVOUT
FRED = KAVOUT LABOUR
BEZAÑ
EL LAGENN* (être
dans la merde)
PEORIEN,
AR BEORIEN (les
pauvres)
AR
RANN* (le
service)
AR
RANNGÊR* = AR
C'HARTER
AR
SKOILH (l'obstacle)
AR
STERNER (le
cadre [métier])
AR
STLENNEG* (l'informatique)
TALAÑ
OUZH
(affronter,
s'opposer à)
AN
TREDE GENNAD (le
secteur tertiaire)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire