Abaoe ma oa bet embannet e levr les Brutes en blanc gant Martin Winckler, en diskar–amzer, e vez kaoz eus taolioù feulster mezegel. Poent e oa?
O
kregiñ gant ar vicher–se e oan sur
e oa sikouret an dud gant ar vedisined. Abaoe em eus degemeret
e–leizh a destenioù
o tiskouez ne veze ket e–mod–se
bepred... Ur statud meur o deus ar vedisined. Pouezus eo e c'hallfe
ar glañvourien en abegiñ.
Pa lavar klañvourezed e vez mat an traoù e fizier enno; abalamour
da betra e vefe «mezeg bashing» pa
lavaront e vez fall an traoù? Foll e vefe an neb o krediñ eo
dizrouk ar stereotipoù d'ar
vedisined. En o mesk e kaver kement a bennoù peul uhel ar c'haoc'h
en o zoull hag er bobl dre vras.
Ar
gwallgas–se
zo anezhañ e gwirionez?
Din
eo dizampartiz kentoc'h. Pet
fazi am eus–me bet graet! Me a gred
din eo bet treuzfurmet komzoù Marin Winckler, er rouedadoù sokial
a–wechoù, gant #docbashing.
Lakaomp e fazi Winckler: petra zo kaoz e vefe resevet ganin kement a
destenioù negativel gant tud o c'houzañv?
Petra
zo kaoz e rafe medisined zo poan, e–lec'h
louzaouiñ?
Ar
medisinerezh n'eo ket ur vicher skiantel, met ur vicher a gehentiñ.
Evel e pep darempred e c'hall bezañ dizintent.
Lod medisined a glask mougañ
o fromoù. Ouzhpenn
teknisianed omp. Tud omp ivez, a c'hall bezañ fromet. C'hoarvezet eo
ganin, ur wech, huchal war ur glañvourez: ma mamm–gozh a oa o
paouez mont da Anaon. Goude merenn em boa pellgomzet dezhi, da
gaozeal ganti. Digareziñ n'eo ket en em lakaat izel: aze emañ an
dalc'h. Evel er vuhez pemdez eo ar c'hehentiñ a ra
diouer, etre ar re o louzaouiñ hag ar re louzaouet. Ne
gompren ket ar vedisined e c'hall an dud bezañ skoet gant komzoù
dibunet ganto. Betek daou–ugent den
klañv a vez gwelet bemdez. Met ne vez gwelet nemet ur medisin gant
ar gouzañver avat. Ha ma
tremen fall an traoù e c'hall roudoù chom un toullad bloavezhioù.
Ar
peadra ivez a ra diouer d'an
ospitalioù?
Sur.
Soñj am eus eus ur glañvdiourez he doa goulennet diganin peadra da
stagañ ar re glañv. Nac'het ganin. Hec'h–unan
e vez oc'h ober war–dro daou–ugent
den. N'eo ket honnezh a zo kaoz, budjed an ospital ne lâran ket. Dav
eo selaou ar re o c'houzañv, louzaouer pe louzaouet e vefent.
Ur
bern mezeien a skriv er rouedadoù sokial: aet bihan o c'halon,
skuizh ganti... N'eer ket re bell gant ar mezeg
bashing?
Arabat
lavarout ez eo gaou pa vezer skoet
gant pezh a lavar an dud. Dav eo selaou an dud–se,
evel e pep stourm ouzh un aotrouniezh.
Kontañ a ra an dud klañv warnomp. N'haller ket divizout pe nac'h ar
pezh santet ganto. N'a ket mignonezed din da di ar benelour
abaoe daou vloaz, abalamour d'ur medisin bezañ graet poan dezho...
Marlène
Schiappa zo bet goulennet ur danevell
ganti, diwar–benn an
taolioù feulster mezegel. Un dra vat eo evit mont war–raok?
Ya,
me a gav din. Pouezus eo fiziañ an enklask–se
e unan dizalc'h, na vo na louzaouer na louzaouet. Evit klevout ar
barnioù e vo ret d'ar vedisined diskenn diouzh o c'hlud.
Pe bevañ an taolioù–se. Ur mignon
din, medisin anezhañ, a oa diskuliet ar «mezeg bashing» gantañ.
Betek ma voe graet ur golladenn
gant e wreg. Hag o medisin da zisplegañ: «un euzhvil 'pije graet».
Difronket ma mignon. ''Ne
gredas ken ne welas''...
Penaos
gwellaat an darempredoù klañvourien / mezeien?
Kentelioù
sokiologiezh a vefe mat kinnig er skolioù–meur
medisinerezh. Evit diframmañ ar c'hlichedoù. Ar braz eus ar
vedisined zo tud gwenn anezho, eus ar renkadoù
brientek. Kalz anezho
n'ouzont dare petra a c'hall bezañ bevañ diwar ur GIEK...
Ret e vefe deskiñ dezho kehentiñ ivez. E Danmark e vez kentelioù
empatiezh d'ar vugale adalek 6 vloaz: perak ne vefe ket?
En
ho plog hag e Twitter e klaskit divroc'hañ
ar re louzaouet hag ar re o louzaouiñ. Abalamour da betra?
Degemeret
e vez ganin kement a danevelloù pozitivel hag a re negativel. Met
vad a ra lenn istorioù war an tu mat. Me a gred e c'hall an optimizm
bezañ efedus... Diskouezet e vez e–giz–se
e c'haller louzaouiñ mat, daoust d'ar vicher da vezañ start–start.
A–wechoù e vez dibunet ganeomp
diagnostikoù n'hallont ket bezañ klevet... Emichañs e c'hallo ar
vedisined yaouank, an danvez medisined... deskiñ diwar an
istorioù–se, o tiskouez dezho
doareoù kehentiñ a–feson.
©
diwar GABRIEL Oihana, Violences médicales: «Il faut écouter la
souffrance, qu’elle
vienne des soignés ou des soignants», 20 Minutes, d'ar 25 a
viz Eost 2017.
—— GERIAOUEG
——
ABEGIÑ
(mettre en cause)
AN
AOTROUNIEZH* (l'autorité)
AR
BENELOUR (le gynécologue)
BEZAÑ
SKOET (être frappé, choqué)
BRIENTEK
(privilégié)
AN
DANEVELL* (le rapport; le récit)
DIFRONKAÑ
(sanglotter)
DIVROC'HAÑ
= DIFACHAÑ
AN
DIZAMPARTIZ* (la maladresse)
AN
DIZINTENT (l'incompréhension)
DIZROUK
(inoffensif)
AR
FEULSTER (la violence)
AR
FROM (l'émotion)
GOPR
IZEK ETREMICHEREL KRESK (SMIC)
AR
GOUZAÑVER ≈ AR C'HLAÑVOUR
AR
GWALLGAS (la maltraitance)
KEHENTIÑ
(communiquer)
KLUD,
AR C'HLUD (le perchoir)
KOLLADENN*,
UR G— (une fausse
couche)
MOUGAÑ
(étouffer)
OBER
DIOUER = MANKOUT
AR
PEADRA (les moyens)
AR
RENKAD* (la classe sociale; la rangée)
TESTENI*,
AN DESTENI (le témoignage)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire