Estreget ar skritur ebarzhiñ zo evit ma vefe kevataloc'h ar yezh c'hallek. Un nebeud hentennoù all zo bet kinniget dija, ouzhpenn ar pikoù lakaet e–kreiz ar gerioù. Abalamour da betra, emezit–hu? Evit «bezañ asur ma vo diskouezet par–ouzh–par ar baotred hag ar merc'hed», hervez an ajañskehentiñ Mots Clés.
• Chom
hep implijout gourzhanvadoù.
Anvioù
boutin eo ar gourzhanvadoù, a dalvez da anvioù
divoutin. Emañ Homme
e–touez ar re implijet ar muiañ, da skouer en dro–lavar
droits de l'Homme. Ur mare zo bet e raed dave dezho evit difenn ouzh ar merc'hed votiñ. Gant ar skritur ebarzhiñ e rafed
kentoc'h gant anvioù–gwan: droits
humains a vefe lavaret. E saozneg e reer memes tra: e
disklêriadur an ABU e reer
anv eus human rights. E Kebek e vez lavaret droits de la
personne humaine, pa vez graet droits de l'Homme anezho e Bro–C'hall. Ar ger gourel a ra ar brezhoneg gantañ n'eo ket ar memes: gwirioù Mab–den.
• Paouez
gant al lavarioù revelour.
Tamm–ha–tamm
eo bet skarzhet ar gerioù kozh a denne da gefridioù hengounel er
gevredigezh: chef de famille, mademoiselle, nom de jeune fille,
bon père de famille... Abaoe 2012 n'eus ket anezho ken en
dielloù melestradurel, met klevet e vezont c'hoazh. Ar
wregelourien a garfe e vefe
paouzet ganto.
• Ober
gant ar gerioù benel.
An
darn vrasañ eus ar gerioù benel zo er geriadurioù dija: auteure,
chercheuse, avocate... E 1986 hag e 1998 e oa bet embannet
kelc'hlizheroù evit broudañ
ar C'hallaoued d'ober gant ar gerioù benel. Abaoe ar Grennamzer ez
eus anezho. Betek ar XVIIvet
kantved e veze graet ganto zoken. Met neuze e voe brudet reolenn «an
tu kreñv», diwar–goust ar
gerioù benel, gant an Akademiezh C'halleg.
• Reolenn
an tostañ.
«Le
masculin l'emporte sur le féminin»: anavezet mat eo ar
reolenn–se gant ar skolidi c'hall. Pa vez
lakaet an anv–gwan da glotañ ez a ar benel diwar–wel. Gant reolenn
an tostañ e vefe ingaloc'h an traoù. Lakaet e vefe an anv–gwan da
glotañ gant an anv tostañ, gourel pe venel e vefe. Neuze e c'hallfe
bezañ skrivet femmes et hommes
sont vigilants met hommes
et femmes sont vigilantes. Abaoe
an Henamzer ez eus eus ar reolenn–se. Boas e ra al latin hag ar
gregach ganti. Ne ra ket ar galleg ken ganti abaoe an XVIIIvet
kantved. Neuze e tlee «ar reizh
uhelañ mont an tu kreñv ganti»
(sic), evel ma skrivas an Tad Bouhours, yezhadurour
anezhañ.
• Ober
gant ar gourel hag ar benel.
Pa
vez lavaret «les lycéens sont en
colère» e talvez ez eus droug
el liseidi hag el liseadezed. Ar re o stourm evit ar skitur
ebarzhiñ a garfe e vefe lakaet war–wel
an div reizh. Penaos ober? Gallout a rafed diskouez an div, hervez
urzh al lizherenneg: elle et lui,
tous et toutes, habitantes et habitants.
Dre skrid e c'hallfed skrivañ an daou zibenn–ger,
gourel ha benel, oc'h ouzhpennañ ur
pik etrezo: agriculteur.rice.s,
chacun.e...
©
BENJAMIN Anna ha TÔN Emilie, Accord de proximité, féminisation des
noms... cinq
nuances d'écriture inclusive, L'Express,
d'an 9 a viz Du 2017.
—— GERIAOUEG
——
AN
ANV BOUTIN (le nom commun)
AN
ANV DIVOUTIN (le nom propre)
AOZADUR
AR BROADOÙ UNANET
(ONU)
AR
GOURZHANVAD (l'antonomase)
AR
GWREGELOUR (le féministe)
KEHENTIÑ (communiquer)
KEHENTIÑ (communiquer)
KELC'HLIZHER,
AR C'HELC'HLIZHER (la
circulaire)
KEVATAL
= INGAL
MELESTRADUREL (administratif)
PAR–OUZH–PAR (à égal)
AR REIZH* (le genre)
MELESTRADUREL (administratif)
PAR–OUZH–PAR (à égal)
AR REIZH* (le genre)
REVELOUR
= SEKSIST
AR
YEZHADUROUR = AR GRAMADEGOUR
Aucun commentaire:
Publier un commentaire