Gant
ar produer avu druz–mañ
e veze pourchaset lipousañ
taolioù Bro–C'hall. Klemm a oa bet
lakaet outañ gant L214, ur gevredigezh o tifenn al loened, en abeg
da «taolioù kriz» ha «gwallgaserezh»
a–enep al loened. Un «devenadenn
rag–eeun»
eo, da lârout eo n'eus bet kaset enklask ebet gant ar
boliserien: ar varnerien a vo dav dezho ober o soñj diwar an dielloù
roet dezho gant an daou du.
E
miz Du 2013 e oa bet embannet enlinenn ur video gant L214. Enni e
veze gwelet gwazi bourounet e
tiez–feurm renet gant Ernest
Soulard. Lod anezho a seblante bezañ bac'het e kaouedoù lous–brein,
hep gallout fiñval ezel. E
Poatev–Uhel, e parrez L'Oie, eo
diazezet Ernest Soulard, un embregerezh 300 implijiad ha 80 desaver
dezhi. Abalamour d'an afer–se
ez eus savet gwall vrud diwar he c'houst. Kollet he deus pratikoù
zo, en o zouez Joël Robuchon, ar penn–keginer
mil–anavezet.
Diriaou
e oa krog ar prosez e lez–varn
Sables–d'Olonne. Displeget eo bet
gant ar gevredigezh L214 e oa bet fiziet enni ur film troet dre guzh
er salioù–bourouniñ. Hervezi eo
«gwirion» ar video,
hep mar na marteze. Gwelet ez eus logoioù Soulard ouzh dorioù ar
savadur ha war dilhad ar vicherourien. Graet eo bet ar video gant un
implijiad aotreet da vont tre e seurt salioù. Klemm zo bet savet
peogwir e vefe «poent–bras
lakaat ar gaoz war ar mod da zesevel gwazi, dreist–holl
pezh bevet gant al loened–se
'blam d'ar bourouniñ».
Alvokad
ar produer, avat, en deus diskuliet
an doare ma oa bet savet ar video, gant talennoù
ledan ha tost. «Un touell
frammet mat eo, tra ken. N'eus ket an disterañ moaien da brouiñ eo
bet filmet ar skeudennoù a–dost
e ti Soulard» emezañ. «Eno eo graet pep tra e stern al
lezenn, dreist–kontrollet
e vez pep tra. Er–maez
e vez an houidi 90% eus o amzer.»
Gant
an embregerezh Ernest Soulard ez eus bet lakaet klemm ivez, goude ma
oa bet skingaset ar video, en abeg da «forzhidigezh
en ti». Renet ez eus un enklask er Roche–sur–Yon
ivez, evit «gwastadurioù
youlek». Lod izili eus L214 a vefe bet toullet mogerioù zo
ganto, evit ma vefe aesoc'h dezho filmañ.
©
diwar LAURENT Sybille, Un producteur de foie gras jugé
pour "actes de cruauté" sur ses oies,
Metronews,
d'an 22 a viz Genver 2015.
→ E
miz Here e oa bet kemmet al lezenn da vat: al loened a oa aet da
«voudoù buhez enno
emskiant», ha ne oa ket
«madoù heloc'h» ken. Gant
ar gevredigezh 30 milion a vignoned e oa bet roet lañs d'ur sinadeg,
savet al lezenn nevez diwarni.
————
GERIAOUEG
————
AVU
DRUZ (du
foie gras)
AR
BOUD (l'être)
BOUROUNIÑ (gaver)
AN
DEVENADENN* (la
citation [juridique])
DISKULIAÑ (dénoncer)
DISKULIAÑ (dénoncer)
EMSKIANT (conscient
de soi)
AR
FORZHIDIGEZH* (la violation d'un lieu)
GWALLGAS (maltraiter)
AR
GWASTADUR (la dégradation)
GWIRION (authentique)
MADOÙ HELOC'H (biens
meubles)
POURCHAS (fournir)
TALENN*,
AN DALENN (le plan [cinéma])
AN
TOUELL (le leurre, l'illusion)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire