E
miz Kerzu eo bet sinet ar gevrat:
e–pad daouzek vloaz e vo meret
traezhenn ar Baol, 5,4km a hirder dezhi, gant Veolia. An ti–kêr
ne felle ket dezhañ ober war he zro ken.
Adaozañ al lec'hioù mont e–barzh, naetaat an traezh, merañ ar
stalioù: re bounner ar bec'h,
emezañ. Gant ar Stad eo bet choazet neuze gant piv e vefe meret an
holl gefridioù–se.
Ne oa aet nemet Veolia war ar renk, un embregerezh brudet betek–en
e bed an dour hag al lastez. En emglev savet gant prefeti al
Liger–Atlantel ez eus goulennet groñs digant Veolia lakaat al
«Lezenn Traezh» da vezañ doujet; a–hend–all ne vo ket digollet
den ebet e mod ebet ganti pa c'hoarvezo freuz ha reuz, da–heul ur gorventenn, da skouer, evel e 2014. Petra zo skrivet en tamm testenn–se? Eus un tu n'hall ket
bezañ ac'hubet muioc'h eget 20% eus un draezhenn naturel; eus an tu all e rank bezañ
posupl montañ–divontañ an holl genwerzhioù staliet warni.
M'eo
nec'het–bras ar genwerzhourien n'eo rak al lezenn; rak doareoù
Veolia ne lavaran ket. Hag abaoe ma ouzont muioc'h diwar–benn ar
feurmoù ez eus aet
lod anezho e
gouez.
En holl e vefe dastumet 400.000€ gant Veolia er bloavezh kentañ,
met goude pevar bloaz e kreskfe ar sammad betek 805.000€! «N'hall
ket bezañ! Amañ n'emeur ket e Sant–Tropez, memes tra!»
eme Herve Meheust. Abaoe 17 vloaz emañ Calmos Cafe war e anv, ha
drouk zo ennañ. Er bloaz–mañ en doa kempennet e di–evañ dija,
200.000€ o doa koustet al labourioù dezhañ, met n'eo ket a–walc'h
da Veolia. Ar genwerzhourien a vo ret dezho distrujañ ar pezh n'hall
ket bezañ divontet. Da lod all ez eus bet goulennet brasaat an ti,
adaozañ anezhañ, pe ledanaat al leurenn. Evel–just e vefe
trawalc'h da gas ar stal da stalig, hag ar stalig da netra: «ne
oar den da belec'h ez eer ganti. Ne fell ket din koll pep tra».
Se zo kaoz eo Herve ezel eus
An draezhenn, kalon ar Baol,
ur gevredigezh bodet ganti marc'hadourien, annezidi ha hañvourien.
Ne fell ket dezho ma
vo disleberet
«bravañ traezhenn Europa»
e krabanoù Veolia, ha goulenn a reont ma cheñcho an ti–kêr e
vennozh: «n'hall ket
dilezel e draezhenn evel ma ra».
Bep
bloaz e vefe dispignet
8,5 milion a euroioù war traezh ar Baol. 50 den hepken a labour eno
a–hed
ar bloaz, met 500 ekao
a vez e–pad
an hañv.
©
diwar Tourisme. La privatisation de la plage de la Baule inquiète,
Ouest-France, d'ar 1añ a viz Eost 2016.
—— GERIAOUEG
——
AC'HUBIÑ
(occuper)
AR BEC'H (le fardeau)
AR BEC'H (le fardeau)
DIGOLL
(dédommager)
DISLEBERIÑ
(enlaidir)
AN
EKAO (le travailleur saisonnier [Gwenrann])
AN
HAÑVOUR
(l'estivant)
KEFRIDI,
AR C'HEFRIDI (la mission)
KEVRAT*,
AR GEVRAT (le contrat)
KORVENTENN*,
AR G– (la tempête)
MERAÑ
(gérer)
MONT
E GOUEZ (devenir fou)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire