Abalamour da betra goulenn digant ar skolidi c'hall lakaat ur gwiskamant a–nevez? Eus an eil strollad politikel d'egile e cheñch an arguzennoù: stourm ouzh emzalc'hioù zo, degas un hengoun en–dro, liammañ startoc'h ouzh e skol, koachañ an disingalded, lezel ar merkoù e–maez ar skolioù... Liesseurt eo an doareoù ober kinniget gant an eil pe egile: ur gwiskamant dre skol pe ar memes hini er vro a–bezh? ul liv, ur pezh dilhad pe ur gwiskamant? Evit tud all, avat, ne dalvezfe ket ar boan lakaat ar gaoz war ar mennozh–se: didalvoud e vefe, re zister e efedoù e–keñver an disingalded. Ha gwisket eo bonedoù gant difennerien ar gwiskamantoù–skol?
Skrivet e oa e programm François Fillon, e rann an deskadurezh, «evit adlakaat war–wel ster ar strivoù hag an doujañs ouzh ar veli». Er skolioù hag er skolajoù e vefe degaset «ur gwiskamant dibar da bep skol». «Ne vefe ket ur gwiskamant en e bezh dre ret», eme Annie Genevard, kannadez LR e–karg eus an deskadurezh evit an danvez–prezidant. «Ne vefe ket ur saro ordin ivez. Bez' e c'hall bezañ ur pezh dilhad, evel un tee–shirt, pe ur sweat–shirt ur c'habuch outañ». Distro ar gwiskamantoù, neuze, met gwiskamantoù cool anezho.
Skrivet e oa e programm François Fillon, e rann an deskadurezh, «evit adlakaat war–wel ster ar strivoù hag an doujañs ouzh ar veli». Er skolioù hag er skolajoù e vefe degaset «ur gwiskamant dibar da bep skol». «Ne vefe ket ur gwiskamant en e bezh dre ret», eme Annie Genevard, kannadez LR e–karg eus an deskadurezh evit an danvez–prezidant. «Ne vefe ket ur saro ordin ivez. Bez' e c'hall bezañ ur pezh dilhad, evel un tee–shirt, pe ur sweat–shirt ur c'habuch outañ». Distro ar gwiskamantoù, neuze, met gwiskamantoù cool anezho.
E
2003 e oa bet graet anv eus an diarbenn–se
gant an tu dehou dija. Xavier Darcos, ministr an Deskadurezh Skol, a
reas dave dezhañ e–kerzh
ar c'haozeadennoù diwar–benn
ar merkoù relijiel er skolioù.
E–giz–se eo deuet en–dro ar gwiskamantoù er jeu, liv ar
patriotism
warno: un doare da stourm ouzh ar «gumunielezhouriezh»
eo, d'an tu dehou. E miz Genver 2015 e voe kinniget un danvez–lezenn
gant kannaded, Eric Ciotti ha Nicolas Dupont–Aignan en o zouez, o
dije karet lakaat ar gwiskamantoù da vezañ ret er skolioù. Hervez
an destenn e vefe «aet skolioù
Jules Ferry da skolioù an diforc'hioù
hag an disentiñ, a–wechoù re nac'h talvoudoù
hor Republik». Da–heul
gwalldaolioù Charlie Hebdo ha Hyper Casher o doa c'hoant stagañ
gant emzalc'hioù darn skolidi. An islam a vefe kaoz da–gentañ, war a lavar ar senadour
Jacques Grosperrin war ar gazetenn la Croix: «e–mod–se
e c'hallfed stourm ouzh an dilhad azeuliñ.
Krennardezed zo a vez saeoù hir–mat ganto, abayaoù o anv, evit
abostoliñ».
Plijet
eo ar c'hannad Bernard Debré gant ar gwiskamantoù abalamour d'ar
«romant broadel»:
hervezañ e vefe un doare da gendelc'her gantañ. Koulskoude ne vefe
ket bet anezhañ da vat. Da Christian Chevalier, sekretour–meur ar
sindikad SE–UNSA,
eo «ur seurt mojenn: n'eus bet na
gwiskamantoù nag unvanded
morse». A zo gwir: saroioù
ordin, na oant ket ret, a veze gwisket evit «gwareziñ an dilhad ouzh ar tachoù liv, d'ur mare ma oa ker ar gwiad»
eme an istorour Claude Lelièvre. Dezhañ e vijent aet diwar–wel
abalamour d'ar stiloioù Bic, en em gavet en troñsennoù adalek
1965, ha neket abalamour da viz Mae 1968.
Al
laikelezh, an hengoun... Ouzhpenn ar savboentoù politikel zo: efedoù
pozitivel o defe ar gwiskamantoù. «Un
arouez eus an emezelañ d'ur skol e vefe ar pezh dilhad–se, rak diaezez ar gumuniezh deskiñ
eo ar skol, evel m'eo ar familh diazez ar gevredigezh»
eme Annie Genevard. Tud zo a soñj dezho e vefe liammetoc'h ar vugale
an eil ouzh egile dre o gwiskamant, hag ouzh o skol war an dro.
Lorc'h a vefe enno o wiskañ dilhad gwriet
ardamez
o skol warno. «Ne gav ket deomp e
vo diskoulmet pezh a–dreuz er skolioù e–mod–se, met interesus
e c'hall bezañ en em santout stag outi, evit diskouez emeur en
ul lec'h dibar» eme Jean–Rémi
Girard, bez–prezidant Sindikad Broadel al Liseoù hag ar Skolajoù.
«Un arouez e vefe. N'eus ket
ezhomm eus ur gwiskamant a–bezh, ul liv hepken a c'hallfe bezañ».
Evit
lod e vefe an dilhad–skol peadra da unvaniñ. Evit lod all, avat, e
vefe ur c'hrenn da frankiz
pep hini. Hag int da lavarout eo stummet ar gerioù gallek
«uniformisation» hag «uniforme» diwar ar memes
gwrizienn. «Ne vez ket
ur seblant mat pa grog ur Stad da rediañ war ar c'horfoù. Pouezus
eo gallout choaz, evit personelezh an den. N'eus ket a zibarder
gant ar gwiskamantoù» eme Christian Chevalier. «Ul lec'h
hep e bar, diwallet, eo ar skolioù c'hoazh. Ar bed zo liesseurt
anezhañ ouzhpenn se».
Petra a zle ar skolioù bezañ, sed kalonenn
ar c'haozeadennoù: bezañ ur santual pe bezañ digor war ar bed?
Er
strolladoù all ez eus nebeutoc'h a bolitikourien a–du
gant ar gwiskamantoù, met ar re–se a vez arguzet ganto o c'houlenn
diverkañ an diforc'hioù sokial. «Evit
ar vugale eo ar skolioù al lec'h pennañ ma rankont talañ ouzh an
direizhder
sokial» eme Jean–Pierre
Chevènement. A–du emañ ar senadourez PS
Samia Ghali: «memes tra gant an
holl, hag ouzhpenn se ez eo bravoc'h».
François Bayrou a oa savet a–enep «pouez
ar merkoù er skolioù». Evit ar
FN
e lavar Alain Avello e c'hallfe gwiskamantoù hañval «stourm
ouzh an disingaldedoù sokial o orin, a zo merket gant an dilhad». Ganto e vefe disteroc'h an droukziforc'hiñ, neuze? «Evel–just ne vo
ket diskoilhet
an disingaldedoù er skolioù e–giz–se»
eme Michel Richard, sekretour Sindikad Koskor
ar Renerezh. «Met gallout
a ra mirout da blantañ kevezerezh
etre ar skolidi».
Ne
gred ket da Jean–Rémi
Girard e vo trawalc'h evit bihanaat an digevatalderioù: «forzh
penaos e vint gwelus, e mod–pe–vod. Gant an dafar skol, ar
pellgomzerioù...».
Hervez Christian Chevalier e vefe ''livet'' ar c'hudennoù: «ar
grennarded a fell dezho bezañ dishañval an eil re diouzh ar re all.
Chupennoù Chanel ha chupennoù Tati a vefe? A–benn ar fin eo un
touell.
Kuzhet e vefe an disingaldedoù, tra ken. Ha skoet e vefe e–biou
d'ar goulenn pennañ: pe sistem kevatalek ha justoc'h a zle bezañ lakaet war–sav ganeomp?».
Diskouez
da wiskamant din, me 'lâro dit eus pelec'h emaout o tont: hervez lod
e vefe krouet un urzhaz
nevez diwar–goust an hini kozh, o lakaat kemm etre ar skolioù, ar
skolajoù, ar ranngêrioù... A–hend–all e c'hallfe ar Stad
rediañ ar memes gwiskamantoù eus an eil penn eus ar vro d'egile.
Met piv a baeo? Ar strollegezhioù
lec'hel, evel ma kinnig Alain Avello? Aze emañ an dalc'h. «Ne
vefe ket dister ar c'houst, gant ur gwiskamant evit an hañv hag unan
evit ar goañv. Met produiñ e Bro–C'hall a c'hallor»
eme Michel Richard.
Da c'houde e vefe kudenoù pleustrek da ziskoulmañ. «Hag ar
vugale a nac'ho o gwiskañ?» eme Christian Chevalier. «Petra
ober ganto? N'afent ket d'ar skol?
Reuz a vefe e–pad
sizhunvezhioù ha sizhunvezhioù».
Hag eñ d'ober anv eus Robert Menard e kêr Veziers: «hennezh
a felle dezhañ ober saroioù eno, chomet int war e glud».
©
diwar BELAICH Charlotte, Uniforme à l'école: l'éternel retour,
Libération, d'an 18 a viz Meurzh 2017.
—— GERIAOUEG
——
ABOSTOLIÑ
(faire
du prosélytisme)
AN
ARDAMEZ
(l'armoirie)
AZEULIÑ (adorer [culte])
AZEULIÑ (adorer [culte])
BELI*,
AR VELI
(l'autorité)
AN
DIARBENN
(la
mesure)
AN DIAZEZ (la fondation, la base)
AN DIAZEZ (la fondation, la base)
AN
DIBARDER
(la
singularité)
AN
DIFORC'H
(la
différence)
AN DIGEVATALDER = AN DISINGALDED*
AN DIGEVATALDER = AN DISINGALDED*
AN
DIREIZHDER
(l'injustice)
DISKOILHAÑ
≈
DISKOULMAÑ
DROUKZIFORC'HIÑ
(discriminer)
AN EMEZELAÑ (l'adhésion, l'appartenance)
AN EMEZELAÑ (l'adhésion, l'appartenance)
AN
EMZALC'H
(le
comportement)
AR
GWIAD
(le
tissu, le textile)
GWISKAÑ BONEDOÙ (mentir, raconter des sornettes)
GWISKAÑ BONEDOÙ (mentir, raconter des sornettes)
GWRIAT
(coudre)
GWRIZIENN*,
AR WRIZIENN
(la
racine)
KALONENN*,
AR GALONENN
(le
centre)
KANNAD,
AR C'HANNAD
(le
député)
KEVATALEK
(égalitaire)
KEVEZEREZH*,
AR G—
(la
concurrence)
KOACHAÑ = KUZHAT
KOACHAÑ = KUZHAT
KOSKOR,
AR C'HOSKOR
(le
personnel)
KRENN,
AR C'HRENN
(la
coupe)
KUMUNIELEZHOURIEZH*,
AR G—
(le
communautarisme)
OBER
DAVE DA
= OBER ANV EUS
AR
SARO
(la
blouse)
AR
STROLLEGEZH*
(la
collectivité)
AN
TALVOUD
(la
valeur)
AN
TOUELL
(l'illusion;
le leurre)
AN
UNVANDED*
(l'uniformité)
AN
URZHAZ
(la
hiérarchie)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire