Goude
an Eil brezel bed e voe adsavet rakkêr ar Marchix ha plasenn Breizh.
Divizet e voe sevel un tour eno e–kerzh ar bloavezhioù 1960. 80.000 tonennad betoñs a voe ret. D'an 18 a viz Du
1976 e voe peursavet ha digoret Tour Breizh. 40 vloaz war–lerc'h
emañ e–mesk savadurioù meur ha lec'hioù arouezus kêr Naoned.
Gant ar gazetennerez Julie Urbach ez eus bet dastumet titouroù a bep
seurt diwar e benn.
• 144m a uhelder eo Tour Breizh. Uheloc'h eo eget tuchenn Breteche zoken, al lec'h naturel uhelañ (116m) e Bro–Naoned, war tachenn parrez Ferreg. Uhelañ savadur Breizh eo an tour, hag ar pevare ti burevioù uhelañ e Bro–C'hall ivez, e–maez Pariz.
• BONUS: Klikit amañ evit gwelout renkadur ar savadurioù uhelañ e Bro–Naoned !
• BONUS: Klikit amañ evit gwelout renkadur ar savadurioù uhelañ e Bro–Naoned !
• Div
wech ar bloaz e vez gwalc'het 3000 gwer an tour.
Ur miz e pad an abadenn naetaat. Evel–just eo ret d'an daou implijad
ar c'hempenn pignat war vourzh ur c'havell. Peurliesañ e kasont o
dafar ganto dre leurenn an Neizh.
• Dre
ziv wech o deus lammet tud diwar an tour. E 2012 e oa bet graet
kement se gant ur base–jumper, un harzlammer
ma kavit gwell, c'hwec'h miz goude digoradur an Neizh. «P'hor boa
furchet er rouedad evit gouzout ha filmet en doa e lamm hon eus kavet
ur video all. Ur paotr en doa graet memes tra dija,
da vare al labourioù»
eme Philippe Gareau, e–karg eus ar surentez abaoe 2006. Kentoc'h e
oa en em zistrujet tud zo o
lammat, d'ar mare ma ne oa ket gwarezet a–walc'h ar bardelloù.
• 800
den a vez o labourat dindan an Neizh bemdez. Burevioù a
gaver eno dreist–holl: an tailhoù, meurgêr Naoned, ensellerezh al
labour... A–rez an
douar emañ Kreizenn Kehentiñ ar C'Hornôg. Hervez perc'henned al
lec'h e vefe implijet 90% eus ar savadur.
• A–us
d'an Neizh ez eus kuzhet kalz traoù: eno emañ salioù ar
c'haoterioù ha re an aer.
A–dreñv ar plakennoù gwenn emañ ar siminalioù.
Ouzhpenn se ez eus beoliadoù dour, 90.000 litrad enno, evit stourm
ouzh an tanioù–gwall. N'eo ket aes kas labourioù da benn
war lein an tour. Pa voe ratreet
an aerreizher e 2014 e voe
degaset meur a donennad dafar betek enni gant ur viñs–askell.
• Eizh
pignerez zo en holl en tour. An hanter anezho a ya d'al lodenn
grec'h eus an tour hepken, etre an 13vet
estaj hag an 32vet hini.
Unan a ya war–eeun d'an Neizh, an ostaleri degemeret 300.000 a dud
ganti bep bloaz. «A–drugarez dezhi ez eus sachet tud nevez,
evel ar familhoù, deuet da brofitañ eus ar gweledva» eme Eric
Warin, prezidant an davarn.
• Bep
bloaz en em gav pomperien e–harz
Tour Breizh, da–geñver ar Stair Race Fire Xtrem. 700 pazenn
a rank paotred ha merc'hed an tan pignat ar buanañ ar gwellañ. Seul
ziaesoc'h eo dezho ma vez o gwiskamant ganto – tokarn, botoù hag
all. E miz Mezheven e voe aozet ur redadeg ar seurt digor d'an neb a
gar. 3'11'' a voe ret d'ar maout evit pignat gant an diri.
• Pa
voe digoret an Tour e oa un nebeud stalioù ennañ, daou
doull–noz en o zouez. Tri estaj a oa bet miret evit degemer
kenwerzhioù. Met displijout a rae an tour da Naonediz a gave dezho e
oa–eñ «vil» hag un «arouez rok
eus an arc'hant bras». Int a veze gwelloc'h ganto
''krebilhonañ'' e lec'h all,
ha ne voe ket darempredet stank ar c'henwerzhioù–se gwech ebet.
Ouzhpenn se e oa ker ar feurmoù, ha freuz–stal
a reas lod. Neuze e voe staliet melestradurezhioù en o lec'h, kuit
d'an tour da vezañ dizarempred.
• Un
nebeud gwechoù eo bet kinklet an tour. Da zeiz an Telethon e
oa bet lakaet war wel un niverenn bellgomz outañ. A–raok un
c'hendalc'h diwar–benn an
hin e oa bet skrivet we can act now gant stignoù.
Memes tra o defe graet paotred 44=BZH gant anv o strollad (s.o.
luc'hskeudenn). Nevez zo e voe bannet un arvest video outañ evit
reiñ lañs d'an Digital Week. Ur raktres souezhus a oa bet kinniget
ivez gant an danvez maerez Laurence Garnier e–pad ar c'houlzad
diwezhañ: ouzhpennañ ur gorzenn
houarn 50m a uhelder war lein an tour!
©
diwar URBACH Julie, Nantes: la tour Bretagne a 40 ans,
10
choses que vous ne saviez (peut-être) pas sur elle, 20minutes,
d'ar 17 a viz Du 2016.
———
GERIAOUEG
———
AN
AERREIZHER (le
climatiseur)
BARDELL*,
AR VARDELL (le
parapet)
BEOL*,
AR VEOL (la cuve)
BIÑS*–ASKELL,
AR VIÑS–ASKELL
(l'hélicoptère)
E–HARZ
(au pied de)
EN
EM ZISTRUJAÑ (se suicider)
OBER
FREUZ–STAL
(faire faillite)
AN
HARZLAMMER (le parachutiste)
KAOTER*,
AR GAOTER (la chaudière)
KAVELL,
AR C'HAVELL (le berceau; la nacelle)
KENDALC'H,
AR C'HENDALC'H (le congrès)
KORZENN*,
AR GORZENN (la flèche)
RATREAÑ
(réparer)
ROK
(rogue, arrogant)
AR
STIGN (le store)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire