14 novembre 2016

Trump, ar c'hastiz.


Triwec'h miz zo e oa krog ar c'houlzad er Stadoù–Unanet. Achu eo ar c'habaliñ bremañ, goude ar votadegoù dre strollad, daou gendalc'h aozet war an ton bras e stadoù drastet o greanterezhioù, miliadoù a brantadoù bruderezh politikel, miliardoù a zollarioù dispignet, ha dreist–holl ur stourm etre daou Amerikan pinvidik–mor. E New York emaint o–daou o chom, ha kasaet int gant an darn vrasañ eus ar boblañs. En diwezh eo bet dilennet ar republikan da brezidant, daoust dezhañ da vezañ mezhekaet gant ar mediaoù, an dud eus an dibab e Washington ha pennoù «e» strollad zoken. An hini a oa tonket dezhañ koll hervez an holl.

E–pad ar c'houlzad hir–hir–se o dez pouezet ar brezegennerien alies war daolioù dichek ar prezidant kentañ, e gomzoù gouennelour ha seksist, o vont re bell ganti, o plantañ reuz. War an dro e veze kinniget Hillary Clinton evel an danvez prezidantez naturel, stummet a–viskoazh evit mont d'an Ti Gwenn un deiz bennak, a glaskfe cheñch an traoù un tamm bennak. Met n'eo ket aes kaout ar marc'h hag an arc'hant, dinec'hiñ an establishment en ur sachañ ar voterien.

Evit lod e tiskouez splann disoc'hoù an dilennadegoù–se ez a ar Stadoù–Unanet war–gil, war–du ar vroadelouriezh, ar «boblelouriezh», ar ouennelouriezh, ar revelouriezh. Disteuler an enbroañ, en em serriñ, diskar an araokadennoù gounezet abaoe hanter–kant vloaz: setu ar c'hoantoù a vefe diazezet ar votiñ republikan warno. Hogen a–raok pep tra eo aet ar maout gant Donald Trump peogwir n'eo ket bet barrek an demokrated e 2016 da virout mouezhioù ar re a oa bet kendrec'het gant Barack Obama e 2008 hag e 2012, e Florida pe e stadoù ar «Rust Belt». Muioc'h a votoù en defe rastellet Trump digant ar re zu hag al latinos eget Mitt Romney, an danvez prezidant republikan kent.

Da gentañ–penn eo trec'h Donald Trump koll ar frankizouriezh nevez e–giz an «tu kleiz». Clinton a oa ar gannadez anezhi, gant he rogentez sokial ha speredel, o veuliñ an diplomoù hag an arbennigourien, o vezañ douget d'an neveziñ ha da pinvideien ar Silicon Valley. Ur gwall gastiz eo dilennadeg Trump. Ha komprenet e vo ar gentel–se e lec'h all?

© Trump, le châtiment, Le Monde Diplomatique, d'an 9 a viz Du 2016.


——— GERIAOUEG ———
EUS AN DIBAB (de l'élite)
DICHEK (provocant)
DISTEULER, DISTAOL— (rejeter)
DRASTAÑ (ravager)
AR FRANKIZOURIEZH* (le libéralisme)
KABALIÑ, AR C'H— = KOULZAD, AR C'H—
KANNAD, AR C'HANNAD (le représentant)
KASAAT (haïr)
KENDALC'H, AR C'HENDALC'H (le congrès)
MEZHEKAAT (honnir)
NEVEZIÑ (innover)
POBLELOURIEZH*, AR B— (le populisme)
AR REVELOURIEZH* (le sexisme)
AR ROGENTEZ* (la morgue)

Aucun commentaire:

Publier un commentaire