D'ar
Sul 23 a viz Here e oa bet un dennadeg e Malakoff, ur ranngêr e
reter Naoned. Un ugent tenn bennak e oa
bet laosket diouzh an abardaez, da–heul
un emgann etre bandennadoù war blasenn Rosa Parks. Tri den
gloazet zo bet kaset d'an ospital, daou anezho abalamour d'an tennoù.
Ur wech adarre ez eus savet brud fall diwar–goust
ar c'harter. E–maez anezhañ ez eus
kinniget diskoulmoù kreñv: videoevezhiañ
zo goulennet gant an tu enep,
armañ ar bolised gant ar sindikadoù. Gant an annezidi eo tamallet
ar gêraozañ (ne vefe ket aozet mat ar blasenn) hag ar bolitikerien
abalamour d'o gouzañvusted
e–keñver an dilabour, an taerder
hag an traffikoù. Sed testeni ur c'henwerzour a Valakoff, embannet e
Ouest-France.
Plasenn
Rosa Parks, e–lec'h m'eo degouezhet
an dennadeg.
«N'eo
ket diordin an tennoù: tenn e vez an traoù e ranngêr Malakoff
bepred, luziet an aergelc'h.
Bevañ a reer o klask bezañ distoket
diouzh an darvoudoù par ma
c'hallomp.
Gwelloc'h
e vefe keizañ
brud ar c'harter. Me a gar tud Malakoff. Tud dispar zo, tud gwall
blijus. Abaoe 35 bloaz emaon o labourat amañ, n'eus ket aet kuit
implijiad din ebet. Dav eo keñverelaat,
liammañ an darvoudoù–se
ouzh ar bed a zo en–dro
dezho. Nebeud a dud zo liammet ouzh ar prantadoù taer–se.
Er
memes lechioù e c'hoarvezont bepred. Abalamour da betra n'haller ket
herzel outo en un takad ken
bihan? Sed pezh on souezhet gantañ. Abaoe daou vloaz e vez e plasenn
Rosa Parks, e straed Bro–Saoz hag e straed Iwerzhon atav. Abalamour
d'un traffik bras.
Sellit
ouzh plasenn Rosa Parks. N'eo ket degemerus. Re frank,
re noazh, re vaenel, gant
peulioù e pep lec'h. An dud ne chomont ket a–sav
eno. Tremen a reont nemetken. Ar blasenn n'eo da zen ebet. Ha pa vez
e–giz–se,
pa chom diberc'henn ul lec'h, e vez tapet krog ennañ gant ar
bandennadoù. Pa glasker diskoulmoù e reer anv eus kastizañ hag
evezhiañ. Met adaozañ an takad a c'hallfe bezañ graet ivez. Labour
an ti–kêr eo .
A–viskoazh
ez eus bet kann e Malakoff. Tregont vloaz zo en em ganned o tornata
an eil egile. Da c'houde e oa o vazhata an eil egile gant bizhier
base–ball. Bremañ eo o tennañ an
eil war egile, gant armoù. Met ar gevredigezh zo kaoz ivez, aesoc'h
eo kaout armoù hiziv. Memes tra hag a–raok
eo, dañjerusoc'h eo avat.
Poanius
eo din gwelout ar re yaouank–se.
N'o dez ket doujañs an eil ouzh egile. N'o dez ket doujañs outo
zoken. Ne soñjont ket en dud a zo anezho. Dav e vefe lakaat anezho
da brederiañ war se. Emaint en ur gevredigezh a garter, un ezel
dezhi int: he doujañ a rankont.
Diwallit
da varnañ diwar c'horre. Hor bugale deomp–ni
eo ar re yaouank taer o emzalc'h. Perzhiek int er gevredigezh,
asambles ganeomp. Luzietoc'h eo o buhez eget pezh a c'haller soñjal:
nebeutoc'h a chañs, muioc'h a demptadur ouzh
o sachañ war–du ar
felliezh.
N'eo
ket bugale kollet ez int. Ret eo o skoazellañ, o doujañ. Dishañval
eo o doareoù diouzh hor re: taeroc'h int. Ha ni hon eus ur giriegezh
e kement se.»
©
diwar MOREAU Isabelle «Avant on se battait à coups de poing»,
Ouest-France,
d'ar 25 a viz Here 2016.
———
GERIAOUEG
———
AN
ARLOAD (l'application)
BEZAÑ
DISTOKET DIOUZH
(prendre du recul)
DORNATA
(frapper à coups de
poing)
AR
FELLIEZH (la délinquance)
FRANK
(vaste)
GOUZAÑVUSTED*, AR C'H— (la passivité)
GOUZAÑVUSTED*, AR C'H— (la passivité)
HERZEL
OUZH, HARZ- (empêcher)
KEIZAÑ
(nuancer)
KEÑVERELAAT (relativiser)
KEÑVERELAAT (relativiser)
LUZIET
(compliqué)
MAENEL (minéral)
MAENEL (minéral)
OUZH
O SACHAÑ = O SACHAÑ
ANEZHO
PAR
MA (tant
que)
AN
TAERDER (la violence)
AN
TU ENEP (l'opposition politique)
AR
VIDEOEVEZHIAÑ (la vidéosurveillance)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire