7 décembre 2015

Naoned, al Liger ha ni.

Warc'hoazh e vo kinniget da dilennidi meurgêr Naoned disoc'hoù an Diviz Bras (Naoned, al Liger ha ni), aozet ganti abaoe 2013. Emvodoù a oa bet dalc'het ingal e 2014. Naonediz a oa bet pedet da gemer perzh enno; hogen n'eus nemeur a dud a gemeras ar gaoz. Kement–se ne vir ket ouzh ar veurgêr da embann un teuliad, ennañ intrudu da gemer, an darn vrasañ anezho o tennañ d'an treuzdougen.



• Ledanaet pe eilet e vo pont Anna Breizh, e–tro 2023–2025, evit ma vo stankoc'h an tremen, ha degemer holl an doareoù treuzdougen warnañ. War un dro e vo kempennet Kae ar Foz, ha miret ul lodenn anezhañ evit an dud war droad. Plasenn Petite–Hollande a c'hallfe bezañ adaozet ivez.
• Klasket e vo aesaat an tremen en hent–tro a–us d'al Liger, oc'h adaozañ pont Bellevue ha hini Chevire: gouleier mont e–barzh, kemmañ an niver a hentoù...
• Un tres nevez a vo e–keñver an treuzdougen boutin (tramgirri, busway ha kronobusoù), adalek 2017. Bez' e vo ul linenn nevez o tremen war bont an Tri C'hevandir, e–biou d'ar POS nevez ha war bont Anna Breizh. E–giz–se e vo klokaet an div linenn dram hag al linenn vusway. N'eo ket bet divizet hag un tramgarr pe ur bus a yelo warni.
• Diorroet e vo ar rouedad war varc'h–houarn, evit ma c'hallor tremen diboan eus an eil kumun d'eben, a–drugarez da hentoù–tizh war velo. Stag e vo ar rouedad–se ouzh an hent touristel al Liger war varc'h–houarn.
• Panelloù a vo staliet evit broudañ Yann–gerzher da vont da bourmen war vord al Liger. Goude bezañ savet listenn ar gweledvaoù bravañ e vo embannet kartennoù.
• Goulennet e vo gant ar c'humunioù chom hep implijout produioù struzhyec'hedel, evit gwellaat kalite an dour, ha diwall da zislonkañ re a zoureier lous.
• Bulzunoù war stêr nevez a vo krouet, war–dro 2017–2020. Meur a hentad zo raktreset: Porzh–mor – Trentemoult (gant ur c'hae nevez eno, er c'hornôg), ha Porzh–mor – Enez Naoned. Daleet ez eus bet linennoù all avat: S.Sebastian – Enez Naoned – Chantenay ha Trentemoult – Chantenay.
• Studiet e vo pizh penaos digeriñ ul linenn stêr etre S.Nazer, Mouster, Koeron ha Naoned–Chevire, evit diorren an treuzdougen marc'hadourezh (endalc'herioù, lastez ha kreantel).
• Ne vo ket adsavet ar pont treuzvourzher evit distouvañ an tremen war al Liger. Hervez an dilennidi e vije dister an efedoù e–skoaz an ezhommoù etre Reudied ha Chantenay. Met miret e vo tachennoù e kenkaz e vefe savet un dra bennak deiz–pe–zeiz: en teuliad ez eus anv a fungarr hag a hent–riboul, war hir dermen.
• E–touez ar raktresoù all lakaet war ar stern ez eus ur poull–neuial war ribl ar stêr.
• Bep tri bloaz e vo aozet ur fest ar bageal war al Liger.
• Adalek 2016 e vo staliet «guingettes» e Enez Naoned, e Malvid, e Tarvieg hag e Sez.Lusenn. Un dachenn–gampiñ a c'hallfe bezañ digoret e Reudied.

———— GERIAOUEG ————
BROUDAÑ DA (inciter à)
BULZUN*, AR VULZUN (la navette)
DIORREN, DIORRO- (développer)
AN ENDALC'HER (le conteneur)
E–SKOAZ (en comparaison de)
AR FUNGARR (le téléphérique)
KEMER INTRUDU (prendre des initiatives)
KLOKAAT (compléter)
KREANTEL (industriel)
MEURGÊR*, AR VEURGÊR (l'agglomération)
MIROUT OUZH X DA (empêcher X de)
POS (PennOspital Skol–veur) = CHU
STRUZHYEC'HEDEL = FITOYEC'HEDEL
WAR RIBL = WAR VORD