4 mai 2015

Chakod Sant-Nazer.

Ur mare a–bouez e istor Bro–Naoned eo dieubidigezh Sant–Nazer. A–hed miz Mae e vo lidet 70vet deiz–ha–bloaz an darvoud–se.
D'an 21 a viz Mezheven 1940 e arruas an Alamanted e kêr S.Nazer. Pemp bloavezh e chomjont eno, ha dindan bec'h e vevas Santnazeriz neuze. E miz Mezheven 1944 e stagas an Nazied war–du S.Nazer, kerkent ha gouezet ez ae an armeoù saoz hag amerikan war–raok. Tro–dro da S.Nazer e voe savet ul linenn difennet start: Chakod Sant–Nazer a voe graet eus an takad difennet ganti. E–pad pemp miz e voe tapet 124.000 a dud ennañ, dindan beli kriz 32.000 soudard alaman, ar re–se o stourm a–enep ar Gevredidi hag ar Rezistañs. Daoust ma oa dieub ar Frañs abaoe an diskaramzer, e rankas Bretoned ar gevred gortoz an nevezamzer da heul. D'an 8 a viz Mae 1945 e voe sinet an harz–tennañ, e Kordevez. Diwar an emglev e rankas an Alamanted en em rentañ adalek an 10. E Bolvronn e c'hoarvezas an daskor ofisiel, d'an 11 a viz Mae. Divac'het e oa annezidi Kalifornia vihan Breizh eta.



———— GERIAOUEG ————
AN DASKOR (la reddition)
DIVAC'HAÑ (soulager)
AR GEVRED (le sud-est)
KEVREDIDI, AR GEVREDIDI (les Alliés)