26 octobre 2015

Saveteomp ar muskadig.

Nevez zo eo deuet er–maez Sauvons le muscadet d'une mort programmée, ul levr skrivet gant Alan Coraud, gwinier kozh ha maer Kerravaot betek 2014. D'ar gelaouenn Bretons en deus displeget en abeg da betra en doa kroget en e bluenn.

Gwin ar Vretoned e oa ar muskadig?
57 vloaz on. Pa oan yaouank ez aen d'ar festoù–noz e Kreiz–Breizh, kostez Poullaouen ha Karaez, gant mignoned din eus Naoned. D'ar Sul vintin e veze evet muskadig gant tout an dud, boutailhadoù eus an dibab a–hend–all. Evit ar Vretoned e oa ur c'hustum anat, e–skoaz rannvroioù gall all e–lec'h ma veze evet pastis kentoc'h.

Sifroù zo meneget ganeoc'h: 45% eus ar muskadig a oa evet gant ar Vretoned e 1981.
Ya, gant Bretoned Paris en o zouez. Ur milion a Vreizhiz a oa e Paris d'ar c'houlz–se, hag en tavarnioù breizhat e Montparnasse e veze evet muskadig gant an holl. Evel o gwin–dezho e veze gwelet ar muskadig gant ar vevezerien vreizhat.

Spontus–abominabl eo an traoù hiziv an deiz?
En ur ober 20 vloaz eur tremenet eus 1050 tiegezh da 400. Aet eo 600 tiegezh gwin da get. Bez' e oa 13.000 hektar; bez' e chom ur 6.500 bennak. Diskaret eo bet an hanter eus ar winieg. Ar re yaouank stummet war ar winoniezh a gav gwell mont da lec'h all, da Vro–C'hall, da Galifornia... Dazont ur rannvro a goller pa'z a kuit he yaouankiz. Ur gwir c'hwitadeg, sklaer evel lagad an naer eo.

Groñs e savit a–enep ar rakvarn e vefe ar muskadig ur gwin izel e galite.
Estreget muskadig mat a oa a–dra–sur. Met n'oa ket muioc'h a ouezwin e Breizh eget e lec'h all. Deoc'h da c'houzout, n'eus nemet 4% eus gwinoù Elzas hag a zo er rummad krec'h skalfad. Petra zo kaoz e kav–eñ gwerzh aes? Rak e identelezh kreñv.

Daou fazi a lakait war-wel. Da gentañ e vije bet kehentet oc'h ober un traoñ skalfad anezhañ: «muskadig, gwin guinguette».
Ober hara–kiri an hini e oa. O vrudañ an traoñ skalfad eo bet kehentet. Gwell e vije bet komz ouzh ur vaouez vonedus eget ouzh Momo ha Ginette. Ur fazi grevus–tre e oa kehentiñ diwar–goust ar winierien, o tidalvoudiñ o froduiñ. E deroù ar bloavezhioù 1990 e oa bet diskuliet ganin dija, hag an eil fazi ivez: mont war–du Traonienn al Liger.

A–gevret gant gwinoù all al Liger eo bet graet al labour kehentiñ diwar neuze?
A–viskoazh e oa bet pinvidik gwiniegi Naoned a–drugarez d'an ezporzhiañ. O teuziñ e gwinoù gwenn al Liger eo bet digoret hor marc'had d'ar chardonnay, sauvignon. Koulskoude eo gwinieg Naoned brasañ gwinieg gwin gwenn sec'h Europa: barrek omp d'he brudañ hon–unan eta. Un dibab fall–put e oa mont er framm Interloire. Perak cheñch trumm identelezh? Amspis eo deuet da vezañ ar muskadig, ur gwin ezdouar.

Koulskoude n'eo ket re fall ar skeudenn–se?
Ar winierien zo bet gwisket bonedoù dezho d'ar mare–se. Livañ gevier o deus graet ar bolitikerien hag ar renerien vicherel. Gant yalc'hadoù Broioù al Liger ez eus bet paeet studiadennoù evit sankañ don ar gaou–se: brudetoc'h e vije Traonienn al Liger eget Breizh en estrenvro. Hiziv emaon e penn un ajañs ar seurt. Keñveriet eo bet ganeomp pegen brudet e oa Breizh e–skoaz Traonienn ha Broioù al Liger, diwar meur a yezh, er genrouedad. Sebezus eo ar sifroù.

Hervezoc'h eo bet graet an dibab–se a–ratozh, evit ma'z afe breizhadelezh ar gwinoù–se da get, ha d'he heul hini al Liger–Atlantel.
Gwir–Bater. Ar youl bolitikel–se zo anezhi, ha kalz produerien a resev arc'hant digant Broioù al Liger. Noazus eo ar skoazell–se. Memes tra o deus klasket ober gant an douristelezh, gant holen Gwenrann, gant ar saverien istr. Dre chañs o deus graet tro wenn gant ar re–se. Pezh a rebechan ouzh pennoù bras an departamant ha re gwinieg Naoned eo bezañ asantet dre gemplegouriezh.

Meneget eo ganeoc'h logo gwinierien Naoned, hag an erminig aet diwar–wel dioutañ.
Ya. Bez' emañ ivez gwiniadegoù Anna Breizh er bloavezhioù 1960, an anv Marzoù Breizh, ar voutailh la Nantaise – brav he neuz, erminigoù engravet en he gwer... Mouget eo bet pep tra.

Anv a rit ivez eus afer ar vreudeur Cheneau, savet bec'h warno abalamour dezho bezañ skrivet «gwin Breizh» war o boutailhoù.
A–drugarez da stourm ar gevredigezh keodedel breizhat eo bet klozet an afer. Ne gred ket ken ar galloudoù politikel enebiñ ouzh se. Didrubuilh e c'hall ar winierien kehentiñ diwar skeudenn Breizh, evel Phillipe Chon, ur gwinier o werzhañ mat–tre abaoe ma skriv «Produet e Breizh» war e etiketennoù, evel ma raen–me.

En dazont e vefe dav gwriziennañ ar muskadig e Breizh adarre, emezit–c'hwi.
Ur strategiezh adc'hounid a ginnigan, o tisplegañ pezh zo bet noazus deomp ha da betra e c'hallfed reiñ lañs en–dro. Din–me e c'hallfe bezañ diazezet hor gwin war teir identelezh war un dro: ar mor, Breizh, Keltia. A–bouez eo an hini geltiek, a gav din. Ret eo deomp ezporzhiañ d'ar bed a–bezh adarre, ha d'ar Stadoù–Unanet dreist–holl. Evel ar celtic salt, holen Gwenrann. 140 milion a Gelted zo er bed–holl. Ha n'eus takenn muskadig ebet e Gouel ar Gelted, evit an 850.000 arvester, nag e gouel Padrig e New–York! Sed un nebeud tresoù da brederiañ warno. Ur marc'had a ranker aloubiñ eo, o krouiñ frammoù kenwerzh, o vodañ gwinierien skrivet ganto «product of Brittany, celtic wine» war o boutailhoù. Sed ma alioù. Ma vijent bet lakaet da dalvezout ne vije ket bet kollet 600 gwinier. Met ar c'hontrol–mil zo bet graet...

© diwar RAYNAUDON–KERZERHO Maiwenn, «On a voulu effacer l'identité bretonne du muscadet»,
Bretons, miz Here 2015.

———— GERIAOUEG ————
ALOUBIÑ (conquérir, envahir)
AMSPIS (vague)
AR BEVEZER (le consommateur)
DISKULIAÑ (dénoncer)
E–SKOAZ (comparé à)
EZDOUAR (hors-sol)
GWINIADEG*, AR WINIADEG (la cuvée)
GWISKAÑ BONEDOÙ DA (mentir à)
KEHENTIÑ (communiquer)
KEMPLEGOURIEZH*, AR G— (le conformisme)
KENROUEDAD*, AR G— (le réseau internet)
KEODEDEL (civil)
MONEDUS (actif)
NOAZUS (néfaste)
AR RAKVARN* (le préjugé)
AR SKALFAD (la gamme)
TEUZIÑ (se fondre, fusionner)
AR YALC'HAD* (la bourse, la subvention)