90
vloaz eo Elesbed II.
Homañ eo ar rouanez he deus bevet ha renet ar pellañ e
Breizh-Veur. Dindan he beli he deus anavezet he bro e-leizh a gemmoù,
rak kentañ ren ar mare post-modern eo he hini. P'o deze bec'h
he sujidi d'en
em gustum ouzh ar cheñchamantoù-se e vezent dinec'het gant
arouez ar Rouanez. Hervez David Cameron eo bet-hi evel «ur
roc'h evit ar vro, ar Commonwealth, hag ar bed meur a wech».
Evit
poent e veze graet ''mare Elesbed'' eus ren Elesbed Iañ,
etre 1558 ha 1603. «Fiziañs, astenn ha
beli eo gerioù-stur mare Elesbed Iañ»,
eme Chris Rojek, kelenner sokiologiezh e Skol-Veur City. «Er
c'hontrol da hini Elesbed II a
stager outañ an diskar,
an douetañs hag al lodennañ.
N'eo ket Bro-Saoz ur Stad vras er bed ken. Plijout a rafe dezhi goût
pehini eo he dazont e Europa, petra eo hec'h identelezh. N'eo ket ur
c'houlz lorc'hus, pell alese».
Da
vare Elesbed II eo
«distroet an
impalaeriezh d'ar gêr»,
hervez Florence Sutcliffe-Braithwaite, kelennerez istor e Skol-veur
College Londrez. Pa'z eas da rouanez e oa krog an emdroadur-se,
abalamour d'an Eil Brezel Bed. Divi e
oa Europa da c'houde an emgannoù, ha war vreskaat ez ae he beli war
ar bed. Evel hini impalaeriezh Breizh-Veur: e 1947 e voe digabestr
India, e 1948 e voe dilezet Palestina. En ur ober pemzek vloaz e koll
an impalaeriezh-se hogos he
holl drevadennoù.
Daoust
da se e chome kreñv levezon sevenadurel ar vro. «Er bloavezhioù
1960 e talveze sevenadur Breizh-Veur kement ha sevenadur ar bed»,
hervez Chris Rojek. «Faltaziusañ koulz hon istor 'oa, gant ar
Rolling Stones, ar Beatles, al livour David Hockney... Ar braz anezho
'oa bugale ar stad-warediat.
Er bloavezhioù 1980 'oa bet diskaret ar stad-se, tamm-ha-tamm, gant
ar virourez Margaret
Thatcher. Buanoc'h-buanañ eo aet an diskar. Hiziv n'eus ket ken a
dud veur, n'eus ket ken a harozed, a c'haller magañ lorc'h
a-drugarez dezho. Ouzhpenn se ez eus daou ved distag-krenn bremañ:
Londrez, ar gêr-benn, hag ar rest eus ar vro. Stankoc'h eo Londrez
e-keñver ar sevenadur, galloudusoc'h, liesseurtoc'h» eme Chris
Rojek.
Gant
Elesbed II eo
bet heuliet a-dost an emdroadur sokial ha sevenadurel. «Evit
sellout ouzh he lid kurunenniñ ez eus bet prenet skinwelerioù gant
milionoù a diegezhioù»
eme Florence Sutcliffe-Braithwaite. «Deroù
ar beveziñ a-vern
eo, gant ar sinema, ar c'hirri-tan, ar c'hannerezed...».
En
ur ober 60 vloaz ez eus bet cheñchamantoù bras, evel an dilabour o
kreskiñ. Goulennoù o dez tud Breizh-Veur e-keñver ar bed, en o
c'heñver ivez. «Da get ez a mojennoù al leton glas
ha kempenn, an tasoù te ouzh taol gant gwispid, an tavarnioù
lec'hioù-emgav... Met daoust hag-eñ 'oa bet anezho e-maez ar
romantoù?» a c'houlenn Chris Rojek. «Diwar se eo bet ganet
ar vojenn vrasañ: ar ''breizhveuradelezh'', ur gevredigezh gwenn ha
kristen anezhi. Disoñjet o deus an dud e oa Bro-Saoz ur c'hroashent
e-lec'h m'eo en em gavet Saozon, Angled, Normaned, Azianed,
Yuzevien... a-viskoazh».
12 ● Anavezet
he deus Elesbed II 12
Ministr Kentañ e Breizh-Veur.
21 ●
D'an 21 a viz Ebrel 1926 eo bet ganet.
26 ●
26 vloaz e oa Elesbed pa'z eas da rouanez.
42 ●
42 wech he deus graet tro ar bed abaoe m'eo rouanez, da lavarout eo
1,66 milion a gilometroù.
64 ●
Abaoe 64 bloaz eo rouanez. Araoki e oa ar rouanez Viktoria he doa
renet ar pellañ, e-pad 63 bloaz.
69 ●
Abaoe 69 bloaz eo dimezet gant Filip. 94 vloaz eo hemañ. Bez' o deus
4 bugel, 8 bugel-bihan ha 5 gourvugel.
129 ●
Gweladennet ez eus bet 129 bro ganti.
25.000 ●
Evit gouel he deiz-ha-bloaz e oa bet lakaet 25.000 bilhed e
gwerzh. Peurwerzhet int
bet dindan teir eurvezh.
175.000 ●
Kefridi ar rouanez eo: kas pellskridoù d'ar
re o lidañ o 100vet deiz-ha-bloaz. 175.000 pellskrid ar seurt he
deus kaset Elesbed abaoe 1952.
–– GERIAOUEG
––
AN
ASTENN (l'expansion)
AN
DISKAR (le
déclin)
DIVI ≈ SKUIZH
DIVI ≈ SKUIZH
AR
BEVEZIÑ (la consommation)
HOGOS = KAZI
KEMM,
AR C'HEMM = AR CHEÑCHAMANT
AL
LETON (le gazon, la pelouse)
AL
LODENNAÑ (la division)
AR
MIROUR (le conservateur)
AR
PELLSKRID (le télégramme)
PEURWERZHAÑ (écouler)
AR
STAD*–WAREDIAT (l'État–providence)
AR
SUJED (le sujet)
TREVADENN*,
AN D─ (la colonie)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire