Diwar
betra eo bet savet al luskad
Noz War–Sav? Betek pelec'h e c'hall
mont? Petra eo e harzoù? E spioù? Respontoù gant Nicolas Framont,
sokiologour, ha Ramon Espinar, kannad spagnol hag ezel da Bodemos.
Ar Portugal eo ar vro gentañ e Europa he deus anavezet ul luskad «imoret», gant Gerçao à rasca – ar rummad a–ruz. E miz Meurzh 2011 e oa, daou viz a–raok an Indignados spagnol. Abaoe eo aet al luskadoù sokial war stankaat e meur a vro e Europa. Perak eo c'hoarvezet ken diwezhat se e Bro-C'hall?
N.
FRAMONT: Da
gentañ ez eus abegoù sokial hag ekonomikel. Abretoc'h eo
c'hoarvezet al luskadoù sokial e Europa ar Su peogwir ez eus
degouezhet buanoc'h diaesterioù sokial eno. Daoust da se ne oa ket
hañval, ha n'eo ket hañval c'hoazh, an traoù e Bro–C'hall
evel e Bro–Spagn
pe e Hellaz.
Da c'houde ez eus un dra a–bouez
all hag a ranker tennañ kont anezhi: er broioù–se
eo heuget an dud gant an daoustrolladegezh,
e–skoaz
Bro–C'hall
e–lec'h
ma oa ur gouarnamant eus an tu dehou e–pad
pell.
Neuze e veze maget spi ha fiziañs er cheñchamant tu politikel. Met
abaoe 2012 eo aet ar spioù da
hesk. Un arouez eo
al lezenn El Khomri, o tiskouez pegen tost e vez ar politikerezhioù
kaset gant an tu kleiz ouzh re an tu dehou. Al luskad Noz War–Sav
zo ennañ kaz
ouzh ar politikerezh ensavadel
hag ouzh ar strolladoù politikel a zo ar muiañ–niver
ganto.
R.
ESPINAR:
Esper aet da get ha c'hwervoni
ar braz eus ar
renkadoù
etre, sed an dra voutin etre al luskadoù–se,
ar pezh en deus lakaet an holl anezho da ziwanañ. A zekvloaziad da
zekvloaziad hag a rummad da rummad e oa bet sanket enno ar mennozh e
c'halljed bevañ bravoc'h eget ar rummad kent
bepred, a–drugarez
d'ar Stad–warediat.
Hag ar rummad–se
en deus meizet
ne c'hoarvezje ket ken.
E
kêr eo diazezet al luskad. N'eus ket anezhañ war ar maez nag e
tro–war–dro
ar c'hêrioù. Ur skoilh eo,
kea?
R.
ESPINAR:
Er c'hêrioù bras e krog luskadoù ar seurt atav, gant perzhidi
yaouank–flamm.
Gwelet eo bet e Bro–Spagn,
e Norzh–Afrika,
en Island... Met buan e vez entanet gwiskadoù
ar boblañs plijet gant al luskadoù–se,
war ar maez ha tro–war–dro
kêr ivez. Un afer amzer eo. N'eo ket gwellaennoù
evit ar gêriz hepken a vez goulennet, dre vras, met cheñch penn
d'ar vazh er reizhiad
demokratel. A–du
emañ kalz
gwiskadoù eus ar boblañs
gant se. N'eus ket anv eus goulennoù resis ha fetis
e–keñver
ar
strollad–mañ–strollad,
met eus cheñchamantoù bras ha don er reizhiad.
N.
FRAMONT: Ne vo
ket dileuriet
ar gevredigezh c'hall ma chom Noz War–Sav
e Pariz hag er c'hêrioù bras. Ne vo ket efedus. En deizioù
diwezhañ, avat, ez eus bet aozet Nozioù War–Sav
e kêrioù bihanoc'h, e Charente–Maritime
da skouer. Pe e banlevioù Pariz, e Montreuil. Gant petra e kav
harz an emsavoù
sokial a–benn
ar fin? Peurliesañ e vez tenn an traoù etre demokratelezh hag
amzer. Gant ar c'hoant ober demokratelezh e vez graet emvodoù,
bodadegoù, gant tud o
kaozeal pell. Met
re bell e c'hall padout, ha neuze ne c'hall ket tud zo kemer perzh:
ar re o deus bugale, ar re o labourat da noz...
Evit
poent n'eus penn ebet o
skeudenniñ al luskad. Hag
ur skoilh eo evit m'en em astennfe al luskad, er
c'hontrol d'ar pezh c'hoarvezet e Bro–Spagn,
e–lec'h m'eo bet
krouet Podemos gant an
Indignados?
N.
FRAMONT:
Dav eo gouzout n'eo ket bet ganet dres Podemos gant ar re Imoret. Ul
lodenn eus an emsav
zo en em vodet en un dra
bennak aet da aozadur politikel. Evit ar mare e kemer perzh an dud en
Nozioù War–Sav
en o anv–dezho,
ha neket evel aozadur politikel. Ha gallout a rafe dont da vezañ un
aozadur politikel da c'houde? Gwelet e vo. War a seblant e vefe
posupl, gant ma vo nevesaet ar reolennoù penn–da–benn.
Da lavarout eo, n'eo ket tud Noz War–Sav
tud hag a savfe ur strollad politikel, ha mont war ar renk en
dilennadegoù
kannad.
N'eo ket an aergelc'h tamm ebet. Met un nebeud deizioù hepken eo al
luskad, a–bep
seurt traoù a c'hall c'hoarvezout.
R.
ESPINAR:
Dav eo gwelout ha pennoù politikel a c'hall mont war wel
tamm–ha–tamm,
ha gallout a raint kemer perzh er vuhez politikel, mont war ar renk
da–geñver
dilennadegoù... Met padout e c'hall al luskad hep penn meur.
© diwar HERVEZ Marc, THORP William, «Le détonateur commun... »,
Society, Pariz, miz Ebrel 2016.
Society, Pariz, miz Ebrel 2016.
==
GERIAOUEG ==
A–RUZ (à
la traîne)
AR
C'HWERVONI* (l'amertume)
DA
HESK = DA GET
AN
DAOUSTROLLADEGEZH (le bipartisme)
AN
DILENNADEGOÙ KANNAD (les
législatives)
DILEURIAÑ (représenter
physiquement)
ENSAVADEL (institutionnel)
E–SKOAZ (comparé
à)
FETIS (concret)
GWELLAENN*,
AR W— (l'amélioration)
AR
GWISKAD (la couche)
HELLAZ = GRES
IMORET (indigné)
KAZ,
AR C'HAZ (la haine, l'aversion)
KAVOUT
HARZ GANT (être limité par)
KENT (précédent)
AL
LUSKAD (le mouvement)
MEIZAÑ (percevoir,
réaliser)
AR
REIZHIAD = AR SISTEM
AR
RENKAD* (la classe)
AR
SKOILH (l'obstacle, le problème)
AR
STAD*–WAREDIAT (l'État–providence)
Aucun commentaire:
Publier un commentaire